Euz an 18 d’ar 24 a viz Mezeven 2023
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
38 « Gouzoud a rit eo bet lavaret : Lagad evid lagad, dant evid dant.
39 Lavared a ran deoh avad chom heb ober kemend-all d’an dén droug ; er hontrol, ma vez skoet ganit war da jod dehou, tro c’hoaz da jod all.
40 « Ma fell da unan bennag ober prosez dit evid kaoud da dunikenn, laosk da vantell ive gantañ. 41 Ha ma teu unan bennag da waska warnout evid mond gantañ e-pad mil paz, chom gantañ e-pad daou vil.
42 « Ro d’an neb a houlenn diganit. Na dro ket kein d’an hini a houlenn diganit presta dezañ.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare deho :
43 « Klevet ho-peus eo bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha droug ho-po ouz da enebour. 44 Ahanta ! Lavared a ran deoh : Karit hoh enebourien, ha pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evidoh da veza evel-se gwir vugale d’ho Tad a zo en neñv, rag lakaad a ra e heol da zevel war an dud droug koulz ha war ar re vad, hag ar glao da goueza war an dud just koulz ha war ar re n’int ket.
46 « Ewid gwir, m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Hag ar bublikaned ne reont ket kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar e kement-se ? Ar bayaned zokén, daoust ha ne reont ket kemend-all ?
48 C’hwi eta, bezit parfet, evel m’eo parfet ho Tad euz an neñv ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :
1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.
2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.
3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».
5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.
6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.
16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.
17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».
9 « C’hwi eta, pedit evel-henn :
« On Tad, hag a zo en neñv,
« Hoh ano beza santelleet,
10 « Ho Rouantèlèz deuet deom,
« Ho polontez bezet greet war an douar evel en neñv.
11 « Roit deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardonit deom or pehejou,
evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mirit ouzom da goueza en tentadur,
« Med on diwallit diouz an Droug.
14 « Rag ma pardonit o mankou d’an dud, e pardono ho Tad euz an neñv deoh ive.
15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
19 « Na zastumit ket teñzoriou evidoh war an douar, el leh ma teu ar preñved hag an tartouzed a-benn euz pep tra, el leh ma teu al laeron da doulla ar mogeriou evid ober o laeroñsiou.
20 Med bergnit evidoh teñzoriou en neñvou, el leh ne ra droug na tartouzed na preñved, el leh ne zeu ket al laeron da doulla ar mogeriou evid ober e laeronsiou. 21 Rag el leh m’ema da deñzor, eno ive e vo da galon.
22 « Lamp ar horv eo al lagad. Mar d-eo sklêr da lagad eta, e vo da gorv a-béz er sklêrijenn. 23 Med mar d-eo fall da lagad, e vo da gorv en e béz en deñvalijenn. Neuze ’ta, mar d-eo teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout, pebez teñvalijenn ! »
57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouenn ganti.
59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.
60 Lavared a reas e vamm, avad :
— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».
61 Med, lavared a reas ar re all dezi :
— « N’eus dén e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».
62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.
64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.
65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar péz a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :
— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »
Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.
80 Kreski a ree ar hrouadur ha digeri e spered. Mond a reas da jom en dezert beteg an deiz m’ en em ziskouezas da bobl Izrael.