Accueil  -  Unnegved sizunvez war ar bloaz (B)

Unnegved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz ar 16 d’an 22 a viz Mezeven 2024

Unnegved sul war ar bloaz

Mk 4, 26-34 (B)

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’an dud, dre barabolennou :

26 — « Gand Rouantèlèz Doue ema kont evel gand eun dén taolet gantañ had en douar. 27 Pe ’ve kousket, pe ’ve dihun, en noz pe en deiz, e tiwan hag e kresk an had, hep gouzoud dezañ.

28 « Anezañ e-unan e taol an douar e frouez : da genta ar yeotenn, goude-ze ar penn-éd, hag erfin greun leun ar penn-éd.

29 Ha pa vez dare an éd, e vez medet dioustu, rag deuet eo amzer an eost ».

30 Lavared a ree c’hoaz :

— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Gand peseurt parabolenn rei anezi da intent ?

31 « Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo.

Pa vez hadet en douar, e vez anezi ar bihanna euz an oll hajou a zo er béd. 32 Med, pa vez bet hadet, e sav, hag e teu da veza brasoh eged an oll blant all. Sevel a ra skourrou braz dezi, ken ma hell laboused an neñv kaoud ar goudor dindan he skeud ».

33 Ha gand seurt parabolennou e-leiz, e roe d’an dud da anaoud ar Gomz diouz ma oant gouest da intent. 34 Ne gomze outo nemed dre barabolennou, med pa veze gand e ziskibien en o fart o-unan, e tisplege dezo pep tra.

Lun 17 a viz Mezeven
Sant Herve, abad
memor e Eskoptiou Kemper ha Sant-Brieg

Mz 6, 5-8

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.

6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.

7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».

Lun

Mz 5, 38-42

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

38 « Gouzoud a rit eo bet lavaret : Lagad evid lagad, dant evid dant.

39 Lavared a ran deoh avad chom heb ober kemend-all d’an dén droug ; er hontrol, ma vez skoet ganit war da jod dehou, tro c’hoaz da jod all.

40 « Ma fell da unan bennag ober prosez dit evid kaoud da dunikenn, laosk da vantell ive gantañ. 41 Ha ma teu unan bennag da waska warnout evid mond gantañ e-pad mil paz, chom gantañ e-pad daou vil.

42 « Ro d’an neb a houlenn diganit. Na dro ket kein d’an hini a houlenn diganit presta dezañ.

Meurz

Mz 5, 43-48

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare deho :

43 « Klevet ho-peus eo bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha droug ho-po ouz da enebour. 44 Ahanta ! Lavared a ran deoh : Karit hoh enebourien, ha pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evidoh da veza evel-se gwir vugale d’ho Tad a zo en neñv, rag lakaad a ra e heol da zevel war an dud droug koulz ha war ar re vad, hag ar glao da goueza war an dud just koulz ha war ar re n’int ket.

46 « Ewid gwir, m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Hag ar bublikaned ne reont ket kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar e kement-se ? Ar bayaned zokén, daoust ha ne reont ket kemend-all ?

48 C’hwi eta, bezit parfet, evel m’eo parfet ho Tad euz an neñv ».

Merher

Mz 6, 1-6.16-18

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :

1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.

2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.

3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».

5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.

6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.

16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.

17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».

Yaou

Mz 6, 7-15

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».

9 « C’hwi eta, pedit evel-henn :

   « On Tad, hag a zo en neñv,
   « Hoh ano beza santelleet,
10 « Ho Rouantèlèz deuet deom,
    « Ho polontez bezet greet war an douar evel en neñv.
11 « Roit deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardonit deom or pehejou,
    evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mirit ouzom da goueza en tentadur,
   « Med on diwallit diouz an Droug.

14 « Rag ma pardonit o mankou d’an dud, e pardono ho Tad euz an neñv deoh ive.
15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».

Gwener

Mz 6, 19-23

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

19 « Na zastumit ket teñzoriou evidoh war an douar, el leh ma teu ar preñved hag an tartouzed a-benn euz pep tra, el leh ma teu al laeron da doulla ar mogeriou evid ober o laeroñsiou.

20 Med bergnit evidoh teñzoriou en neñvou, el leh ne ra droug na tartouzed na preñved, el leh ne zeu ket al laeron da doulla ar mogeriou evid ober e laeronsiou. 21 Rag el leh m’ema da deñzor, eno ive e vo da galon.

22 « Lamp ar horv eo al lagad. Mar d-eo sklêr da lagad eta, e vo da gorv a-béz er sklêrijenn. 23 Med mar d-eo fall da lagad, e vo da gorv en e béz en deñvalijenn. Neuze ’ta, mar d-eo teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout, pebez teñvalijenn ! »

Sadorn

Mz 6, 24-34

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

24 Ne hell dén e-bed servicha daou vestr : pe e-no kasoni ouz unan, ha karantez ouz egile, pe e vo tomm ouz unan hag e tisprijo egile. Ne hellit ket servicha war eun dro Doue hag an Arhant.

25 « Rag-se e lavaran deoh : Na vezit ket chalet evid ho puhez, o klask gouzoud petra ho-po da zebri, nag evid ho korv penaoz e vezot gwisket. Daoust ha ne dalv ket ar vuhez muioh eged ar boued, hag ar horv muioh eged an dillad ?

26 « Sellit ouz al laboused a nij a-zioh ho penn : n’ouzont nag hada na medi, na dastum er grignoliou, koulskoude e vezont maget gand ho Tad euz an neñv. Ha c’hwi, daoust ha ne dalvezit ket kalz muioh egeto ?

27 « Pehini ahanoh a hell, dre forz beza nehet, astenn e vuhez euz eun ilinad hepkén ?

28 « Ha diwar-benn an dillad, perag beza nehet ? Sellit ouz lili ar parkeier, penaoz e kreskont : n’ouzont na labourad na neza. 29 Lavared a ran deoh avad, ar Roue Salomon e-unan, e-kreiz e hloar, ne oa ket gwisket ken kaer hag hini pe hini anezo.

30 « Ma teu eta Doue da wiska ken kaer yeot ar mêziou, hag a zo beo hirio ha warhoaz e vo taolet en tan, pegement muioh ne raio ket evidoh, tud laosk en ho feiz ?

31 « Arabad deoh eta beza ken nehet ; na lavarit ket : petra on-devezo da zebri, pe : petra on-devezo da eva ? Pe c’hoaz : gand petra e vezim gwisket ? 32 Kement-se oll e vez ar bayaned o klask. Med gouzoud a oar mad ho Tad euz an neñv ho-peus ezomm euz kement-se oll.

33 « Klaskit da genta Rouantèlèz Doue hag e zantèlèz, hag e vo roet kement-se oll deoh war ar marhad.

34 « Na vezit ket nehet gand an deiz war-lerh : kemer preder a raio an deiz da zond gantañ e-unan ; da bep devez eo tra-walh e lod a boan ».