Accueil  -  Triwehved sizunvez war ar bloaz (A)

Triwehved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz ar 6 d’an 12 a viz Eost 2023

Sul 6 a viz Eost
Gouel an Tabor : Or Zalver treuzfurmet

Mz 17, 1-9 (A)

1 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann e vreur, hag ez eas ganto en eul leh distro, war lein eur menez uhel.

2 Treuzfurmet e oe dirag o daoulagad ; dond a reas e zremm da veza lugernuz evel an heol, hag e zillad, gwenn-kann evel ar sklêrijenn.

3 Setu ma paras Moizez hag Eliaz dirazo, o komz gantañ. 4 Neuze e lavaras Pèr da Jezuz :

— « Aotrou, kaer eo deom beza amañ. Ma kerez, emaon o vond da zevel amañ teir deltenn, unan evidout, unan all evid Moizez hag e-bén evid Eliaz ».

5 O komz e oa c’hoaz pa zeuas eur goabrenn lugernuz da zispaka e skeud warno, hag euz kreiz ar goabrenn e teu eur vouez o lavared : « Hemañ eo va Mab muia-karet, ennañ e kavan va dudi : selaouit anezañ ! »

6 O kleved kement-se, e kouezas an diskibien, o zal ganto d’an douar, hag e krogas enno eun aon spontuz.

7 Tostaad a reas Jezuz, hag e touchas outo en eur lavared :

— « Savit en ho-sav ! N’it ket da gaoud aon ! »

8 O sevel o daoulagad, ne weljont mui dén e-béd, nemed Jezuz e-unan-penn. 9 En eur ziskenn diwar ar menez, e lavaras frêz Jezuz dezo :

— « Na gomzit da zén euz ar péz ho-peus gwelet, ken na vo savet Mab an dén a-douez ar re varo ».

Lun

Mz 14, 13-21

13 Pa oa bet klevet gand Jezuz, e oa maro Yann-Vadezour, ez eas kuit dre vag, evid mond d’eul leh didud ha distro. O veza klevet ano euz kement-se, e kuiteas an dud o hêriou evid mond war e lerh, war o zroad.

14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz e-leiz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.

15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ, o lavared :

— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Lak an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou da brena peadra da zebri ».

16 Med lavared a reas Jezuz dezo :

— « N’eo ket réd dezo mond kuit. Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».

17 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « N’eus amañ ganeom nemed pemp baraenn ha daou besk ».

18 — « Digasit anezo din amañ », eme Jezuz.

19 Neuze e reas d’an dud azeza war ar yeot ; kemer a reas ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou, rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien d’an dud.

20 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.

Meurz

Mz 14, 22-36

22 Raktal goude m’e-noa Jezuz roet da zrebi d’an dud en dezert, e reas d’e ziskibien sevel er vag, ha mond en e-raog en tu all d’ar mor, e-keid ha ma vefe Eñ o lakaad an dud da vond kuit.

23 Kaset kuit an dud gantañ, e savas Jezuz war ar menez, en e bart e-unan, evid pedi. Deuet an abardaez, e oa eno e-unan-penn.

24 Bez’ e oa ar vag eur pennad mad dija euz an aot, gwall-hejet gand an tonnou, rag a-benn e oa an avel.

25 War-dro fin an noz, e teuas Jezuz war-zu e ziskibien en eur vale war ar mor. 26 O weled anezañ o vale war ar mor, e oe strafuillet an diskibien. « Eur spéz eo » emezo. Hag e stagjont da youhal gand ar spont. 27 Med kerkent, e komzas Jezuz outo :

— « Ho-pet fiziañs, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »

28 Neuze e lavaras Pèr :

— « Aotrou, mar d-eo te an hini eo, ro urz din da vond beteg ennout war an dour ».

29 — « Deus » eme Jezuz.

Diskenn a reas Pèr euz ar vag, ha bale war an dour da vond beteg Jezuz. 30 Med gand an avel greñv a oa savet, e krogas aon ennañ ; hag o veza ma oa kroget da ziskenn en dour, e youhas :

— « Aotrou, savete ahanon ! »

31 Kerkent eh astennas Jezuz e zorn, e tapas krog ennañ en eur lavared da Bèr :

— « Dén laosk en da feiz, perag az-peus bet douetañs ? »

32 Ha pa oent savet er vag, e torras an avel. 33 Neuze ar re a oa er vag, e stouas dirazañ en eur lavared :

— « E gwirionez, ez out-te Mab Doue ! »

34 Treuzet ganto al lenn, e touarjont e Jenezared.

35 Anavezet e oe Jezuz gand tud an tolead ; kaset e oe kelou ganto tro-war-dro, hag e oe digaset an oll dud klañv dezañ. 36 Aspedi a reent Jezuz da laosker anezo da douch netra nemed ouz bevenn e vantell. Hag e oe pareet kement hini a douchas outi.

Merher 9 a viz Eost
Gouel Santez Tereza-Benedikt a Groaz,
gwerhez ha merzéréz, ken-batronez Europa

Mz 25, 1-13

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :

1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.

2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.

5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.

6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :

— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »

7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :

— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».

9 « Respont a reas ar re fur dezo :

— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».

10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :

— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »

12 « Med respont a reas dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».

13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».

Yaou 10 a viz Eost
Sant Laorañs, diagon ha merzer

Yn 12, 24-26

Eur pennadig amzer araog ar Pask, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne varv ket ar hreunenn winiz kouezet en douar, e chom e-unan penn ; ma varv a-vad, e toug frouez e-leiz.

25 « An néb a gar e vuhez, a goll anezi ; an néb a zispriz anezi er béd-mañ, a viro anezi evid ar vuhez peurbaduz.

26 « An néb e-neus c’hoant servicha ahanon, ra zeuio d’am heul ; hag el leh ma vezin, e vezo ive va zervicher. An hini a vo servicher din, a vo enoret gand va Zad ».

Gwener

Mz 16, 24-28

24 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz, ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din, a viro anezi.

26 « Petra a dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuhez ? Ha petra a hello an dén rei evid kavoud e vuhez en-dro ? 27 Rag ema Mab an Dén o tond gand e êlez e gloar e Dad ; neuze e roio da bep hini diouz e oberou.

28 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez an dud a zo amañ, bez’ ez eus lod ha ne varvint ket, a-raog beza gwelet Mab an Dén o tond en e Rouantèlèz ».

Sadorn

Mz 17, 14-20

14 Pa zigouezas Jezuz, Pèr, Jakez ha Yann tost d’an dud, goude ma oa bet treuzfurmet war ar menez, e teuas eun dén d’e gaoud, hag en eur zaoulina dirazañ, e lavaras :

15 — « Aotrou, bez truez ouz va mab, loarieg eo ha gouzañv kalz a ra. Koueza a ra alïez en tan, hag aliez ive en dour. 16 Digaset eo bet ganin d’az tiskibien, med n’o-deus ket gellet parea anezañ ».

17 Lavared a reas Jezuz :

— « Rummad tud diskredig ha troet da fall, pegeid e rañkin chom ganeoh ? Pegeid e rañkin gouzañv ahanoh ? Digasit ar paotr din amañ ».

18 Gourdrouz a reas Jezuz an droug-spered, hag ez eas hemañ kuit euz ar paotr : d’an ampoent e oe pareet.

19 Neuze e tosteas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ, en o fart o-unan :

— « Ha ni, perag n’om ket deuet da benn da gas anezañ er-mêz ? »

20 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Abalamour ma’z oh laosk en ho feiz. E gwirionez, e lavaran deoh : Ma vez ho feiz ken braz hag eur hreunenn zezo, e lavarot d’ar menez-se : « Tremen euz amañ beteg aze », hag e tremeno. Ne vo netra ouspenn deoh ».