Accueil  -  Tregontved sizunvez war ar bloaz (A)

Tregontved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz an 29 a viz Here d’ar 4 a viz Du 2023

Tregontved sul war ar bloaz (A)

Mz 22, 34-40 (A)

34 Klevet ganto e-noa Jezuz stanket o genou d’ar Saduseaned, en em vodas ar Farizianed, 35 hag unan anezo, doktor war al Lezenn, o klask lakaad Jezuz da veza nehet, a reas eur goulenn outañ :

36 — « Mestr, pehini eo ar brasa euz ar gourhemennou el Lezenn ? »

37 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene ha da oll spered ». 38 Hennez eo ar brasa hag ar henta euz ar gourhemennou. 39 Hag an eil a zo par dezañ : « Kared a ri da nesa eveldout da-unan ». 40 D’an daou hourhemenn-ze e tenn kement a zo el Lezenn penn-da-benn, hag er Brofeted ».

Lun

Lk 13, 10-17

10 Bez’ e oa Jezuz o kelenn en eur zinagogenn, d’eun deiz sabat. 11 War al leh e oa eur vaouez dalhet gand eur spered a waske anezi abaoe triweh vloaz. Daou-bleget e oa, ha ne helle ket sevel plom he hein.

12 Pa welas Jezuz anezi, e savas e vouez da lavared dezi :

— « Maouez, dizammet out euz da zroug ».

13 Astenn a reas e zaouarn warni. Kerkent e savas ar vaouez en he zav, sonn he hein, hag e stagas da renta gloar da Zoue.

14 Neuze, ez eas mestr ar zinagogenn droug ennañ, abalamour ma oa bet roet ar pare gand Jezuz d’eun deiz sabat. Lavared a reas d’an dud :

— « C’hweh devez zo d’al labour ; deuit eta d’an deiziou-ze da glask ar pare, ha n’eo ket d’an deiz sabat ».

15 Respont a reas an Aotrou dezañ :

— « Sperejou faoz ! Daoust ha ne zistag ket pep hini ahanoh e ejenn pe e azen diouz e laouer, da zeiz ar zabat, evid kas anezañ da eva dour ? 16 Hag ar vaouez-mañ merh da Abraham, e dalh Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha ne oa ket réd terri dezi heh ereou d’an deiz sabat ? »

17 War ar homzou-ze e oe karget e enebourien a véz, hag e oa an oll leun a levenez gand an oll vurzudou greet gand Jezuz.

Meurz

Lk 13, 18-21

18 Lavared a ree Jezuz d’an dud :

— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Petra a gavin da veza par dezi ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, kemeret hag hadet gand eun dén en e liorz. Kreski he-deus greet, deuet eo da wezenn, hag o-deus laboused an neñv greet o neiziou en he skourrou ».

20 Lavared a reas c’hoaz :

— « Ouz petra e hellan heñvellaad Rouantèlèz Doue ? 21 Heñvel eo ouz goell kemeret ha sanket gand eur vaouez e-barz tri muzuliad bleud, ken na vo goet an toaz a-béz ».

Merher 1 a viz Du
Gouel-Meur an Oll-Zent

Mz 5, 1-12a (ABC)

1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.

2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :

3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.
5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.
6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.
7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.
8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.
9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.
10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.
12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou.

Yaou 2 a viz Du
Gouel an Anaon

Yn 6, 37-40

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

37 « Ar re oll bet roet din gand va Zad, a zeuio beteg ennon ; hag an hini a zeu d’am haoud, ne vo ket taolet er-mêz ganin.

38 « Rag diskennet on euz an Neñv, evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an Hini on bet kaset gantañ.

39 « Ha bolontez an Hini on bet kaset gantañ eo : ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo, d’an deiz diweza.

40 Rag bolontez va Zad eo : m’e-nefe ar vuhez peurbaduz ar re oll a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezo a varo da veo d’an deiz diweza ».

Gwener 3 a viz Du
Sant Gwenael, abad.
Memor e Eskopti Kemper

Mz 5, 13-16

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

13 « Bez’ ez oh-c’hwi holen an douar. Med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? N’eo mui mad da netra : taolet e vez er-mêz hag e vez breset gand treid an dud.

14 « Bez’ ez oh-c’hwi sklêrijenn ar béd. Eur gêr savet war gern eur menez ne hell ket beza kuzet.

15 « Ne vez ket enaouet eul lamp evid beza lakeet dindan an armel. Lakeet e vez war eur hantolor hag e skéd neuze da rei sklêrijenn d’an oll re a zo en ti.

16 « Evel-se, ra skedo ho sklêrijenn dirag an dud : neuze, o weled an oberou mad a rit, e rentint gloar d’ho Tad hag a zo en Neñv ».

Sadorn

Lk 14, 1.7-11

1 D’eun deiz sabat, e oa eet Jezuz da zebri da di unan euz pennou braz ar Farizianed, hag e talhe ar re-mañ da zelled outañ.

7 O weled an dud bet pedet o tibab ar plasou kenta, e lavaras ar barabolenn-mañ dezo :

8 — « Pa vezez pedet gand unan bennag d’eul lein-eured, ne d-a ket da azeza er plas kenta, gand aon na vefe eun dén uhelloh egedout pedet ive gantañ. 9 Neuze e teufe an hini e-neus pedet ahanoh ho-taou da lavared dit : « Ro da blas da hemañ », hag ez afes, méz warnout, d’ar plas diweza.

10 « Er hontrol, pa vezi pedet, kee da azeza er plas diweza. Neuze, pa zigouezo an hini out bet pedet gantañ, e lavaro dit : « Va mignon, sav uhelloh », hag e vezo eun enor evidout dirag an oll dud ouz taol asamblez ganit.

11 « Rag kement hini en em laka uhel, a vo izelleet ; hag an hini en em laka izel, a vo uhelleet ».