Accueil  -  Trede sizunvez warn-ugent war ar bloaz (B)

Trede sizunvez warn-ugent war ar bloaz (B)

Euz an 8 d’ar 14 a viz Gwengolo 2024

Trede sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 7, 31-37

31 Kuiteet gand Jezuz bro-Dir, e tremenas dre gêr Zidon hag ez eas war-zu mor Galilea, ha mond e kreiz douarou an Dégkêr.

32 Eno e oe digaset dezañ eun dén bouzar ha besteod, hag e oe goulennet digantañ astenn e zaouarn warnañ.

33 Mond a reas Jezuz gantañ a-gostez, o pellad diouz an dud, lakaad e vizied en e ziskouarn, hag euz e grañch war e deod.

34 Goude-ze, savet e zaoulagad gantañ war-zu an neñv, e hirvoudas, hag e lavaras dezañ :

— « Effeta ! »  da lavared eo : « Digor ! »

35 Kerkent e oe digoret e ziskouarn, distagellet e deod, hag e komze frêz. 36 Neuze, e tivennas Jezuz outo ranna gêr e-béd da zén. Med seul-vui e tivenne, seul-vui eh embannent ar helou.

37 Estlammet dreist-muzul e oa an dud, hag e lavarent :

— « Mad eo bet greet pep tra gantañ : rei a ra ar hleved d’ar re vouzar, hag ar prezeg d’ar re vud ».

Lun

Lk 6, 6-11

6 Eun deiz sabat all, ez eas Jezuz d’ar zinagogenn, hag e stagas da gelenn. Bez’ e oa eno eun dén seizet e zorn dehou. 7 Selled a ree ar Skribed hag ar Farizianed gand evez ouz Jezuz, da weled hag ober a rafe eur pare da zeiz ar zabat, evid kaoud peadra da damall dezañ. 8 Anavezoud a ree Jezuz avad, o zoñjou. Lavared a reas d’an dén seizet e zorn :

— « Sav en da-zav, ha deus amañ e-kreiz ».

Sevel a reas, ha chom en e-zav.

9 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Goulenn a ran ouzoh : Hag aotre a zo, da zeiz ar zabat, da ober ar mad pe da ober an droug ? da zavetei eur vuhez pe da zistruja anezi ? »

10 Neuze, goude beza selled outo oll, tro-dro, e lavaras d’an dén :

— « Astenn da zorn ».

Ober a reas, ha pareet e oe e zorn.

11 Evito avad, fuloret braz e oent, hag e komzent kenetrezo da weled petra e hellfent ober da Jezuz.

Meurz

Lk 6, 12-19

12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez da bedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.

13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.

17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ, o rei dezo oll ar pare.

Merher

Lk 6, 20-26

Chomet e oa Jezuz a-zav er gompezenn, hag e oa e-leiz a dud en-dro dezañ.

20 Neuze, o sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras :

— « Eüruz oh, c’hwi ar re baour, rag deoh eo Rouantèlèz Doue.

21 « Eüruz oh, c’hwi hag ho-peus naon bremañ, rag ho kwalh a vo roet deoh.

« Eüruz oh, c’hwi hag a ouel bremañ, rag c’hoarzin a reot.

22 « Eüruz e vezit, p’o-devez an dud kas ouzoh, pa lakeont ahanoh er-mêz, pa ’z eo dismegañset ha distaolet hoh ano evel disprizuz, abalamour da Vab an Dén.

23 « Bezit laouen en deiz-se, ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en Neñv.

« Evel-se ive, e ree o zadou-koz d’ar brofeted ».

24 « Med gwaz-a-ze deoh, tud pinvidig, rag bez’ ho-peus dija ho frealzidigez !

25 « Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag bez’ ho-po naon ! Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag a zo o c’hoarzin bremañ, rag doan ha daelou a vo ho lod !

26 « Gwaz-a-ze deoh, pa vez an oll dud o komz brao diwar ho penn ! Rag evel-se e ree o zadou-koz d’ar falz-profeted ».

Yaou

Lk 6, 27-38

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

27 « Deoh-c’hwi hag a zo o selaou ahanon, e lavaran : Karit hoh enebourien, grit vad d’ar re o-deus kasoni ouzoh.

28 « Goulennit bennoz Doue war ar re a daol malloz warnoh ; pedit evid ar re a damall ahanoh e-gaou.

29 « D’an hini a sko ganit war eur jod, astenn ive ebén dezañ. An hini a lam diganit da vantell, laosk anezañ da baka ive da dunikenn.

30 « Ro d’an néb a houlenn eun dra bennag diganit, ha d’an néb a lam diganit ar péz a zo dit, chom hep goulenn digantañ.

31 « Evel m’ho-peus c’hoant e rafe an dud deoh, grit dezo evel-se ive.

32 « Ma karit ar re a gar ahanoh, peseurt grad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a gar ar re a gar anezo.

33 « Ma rit vad d’ar re a ra vad deoh, peseurt anaoudegez vad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a ra kemend-all.

34 « Ma prestit arhant d’ar re a zoñj deoh ho-po anezañ en-dro, peseurt anaoudegez vad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a brést d’ar beherien evid ma vo restaolet dezo kemend-all.

35 « Er hontrol, karit hoh enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra en-dro. Neuze e vo braz ho tigoll, hag e vezot bugale d’an Uhel-Meurbed, rag madelezuz eo Eñ ouz an dud dianaoudeg ha droug.

36 « Bezit trugarezuz evel m’eo trugarezuz ho Tad.
37 « Na varnit ket, ha ne vezot ket barnet.  
« Na gondaonit ket, ha ne vezot ket kondaonet.  
« Pardonit, hag e vo pardonet deoh.

38 « Roit, hag e vo roet deoh : eur muzuliad réz ar bord, stardet, hejet, leun-barr a vo skuillet deoh en ho tavañjer ; rag diouz ar muzul a root gantañ evid ar re all, e vo muzuliet deoh d’ho tro.

Gwener

Lk 6, 39-42

39 Lavared a reas Jezuz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :

— « Daoust ha gelloud a ra eun dén dall heñcha eun dén dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eun toull ?

40 « Ne vez ket an diskib dreist e vestr, med an diskib a vez bet peurzesket, a vo par d’e vestr.

41 « Perag emaout o selled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur, pa ne welez ket an treust a zo en da lagad-te ?

42 « Penaoz e hellez lavared da da vreur : « Va breur, laosk ahanon da denna ar blouzenn a zo en da lagad », te ha ne welez ket an treust a zo en da hini ? Dén faoz ma ’z out ! Tenn da genta an treust a zo en da lagad ; ha neuze, e weli sklêr, evid tenna ar blouzenn a zo e lagad da vreur ».

Sadorn 14 a viz Gwengolo
Gouel ar Groaz Savet

Yn 3, 13-17

13 « Dén n’eo savet d’an Neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv, Mab an Dén.

14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ.

16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.

17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ ».