Accueil  -  Trede sizunvez war ar bloaz C

Trede sizunvez war ar bloaz C

Euz an 23 d’an 29 a viz Genver 2022

Trede sul war ar bloaz (C)

Lk 1, 1-4 ; 4, 14-21

1 Klasket eo bet gand meur a hini sevel eun istor euz kement a zo bet c’hoarvezet en on touez. 2 Savet eo bet an istor-ze hervez ar péz a zo bet lavaret deom gand ar re a zo bet test a gement-se a-dal ar penn kenta : deuet eo ar re-man da veza servicherien ar Gomz.

Abalamour da-ze eo em-eus me ive, lakeet em fenn, goude beza klasket gouzoud piz bep tra, abaoe ar penn kenta, skriva evidout, Teofil enoruz, eun istor diouz reñk, 4 dit-te da weled mad pegen stard eo diazezet war ar wirionez, ar gelennadurez out bet maget ganti.

414 En amzer-ze, pa zeuas Jezuz en-dro da Vro-Halilea, ennañ nerz ar Spered-Santel, e redas ar vrud anezañ dre ar vro a-béz.

15 Kelenn a ree en o zinagogennou, hag e veze meulet gand an oll.

16 Dond a reas da Nazared, el leh ma oa bet savet, hag ez eas d’ar zinagogenn, evel ma oa boaz da ober da zeiz ar zabat. Sevel a reas en e-zav evid ober al lennadenn.

17 Roet e oe dezañ leor ar Profet Izaïaz. Digoret al leor gantañ, e kavas ar pennad m’eo skrivet ennañ :

18 « Ema Spered an Aotrou warnon,
abalamour m’e-neus sakret ahanon.
19 Kaset on bet gantañ evid prezeg ar Helou Mad d’ar beorien,
evid embann d’ar brizonidi e vezint dijadennet,
ha d’an dud dall, e welint sklêr,
d’ar re zo gwasket, e vezint diboaniet,
19 hag evid embann eur bloavez a vadelez a-berz an Aotrou Doue ».

20 Serri a reas al leor, rei anezañ d’ar zervicher, hag azeza. Bez’ e oa an oll dud er zinagogenn, o daoulagad paret warnañ ganto.

21 Neuze, e lavaras dezo :

— « Hirio eo deuet da wir evid ho tiskouarn ar homzou-ze euz ar Skritur ».

Lun

Mk 3, 22-30

22 Diwar-benn Jezuz, e lavare kement-man ar Skribed diskennet euz Jeruzalem :

— « Bez’ ema Belzeboul ennañ. Dre vestr braz an droug-sperejou eo, eh argas kuit an droug-sperejou ».

23 O gelver anezo da zond d’e gaoud, e lavare Jezuz dezo dre barabolennou :

— « Penaoz e hell Satan argas Satan ? 24 Ne hell ket eur rouantèlèz padoud, ma’z eus dizunaniez enni. 25 Ne hell ket eur famill chom en he-zav, ma’z eo dizunanet outi e-unan.

26 « Neuze, mard-eo eta en em zavet Satan a-eneb dezañ e-unan, ha ma’z eo dizunanet outañ e-unan, n’eo ket evid padoud ; echu eo gantañ ».

27 « Ne hell dén e-béd mond tre e ti eun dén kreñv, ha laerez e vadou dezañ, nemed ha liammet e-nefe da genta an dén kreñv-ze. Neuze, e vo gellet skrapa e draou.

28 E gwirionez, e lavaran deoh : pardonet e vo d’an dud an oll behejou, hag an oll gomzou dizakr bet lavaret ganto. 29 Méd, ne vo biken pardon e-béd evid an hini e-no komzet dizakr a-eneb ar Spered-Santel. Kabluz a behed eo evid atao ».

30 Evel-se e komze Jezuz, abalamour m’o-doa lavaret ar Skribed : « Bez’ ez eus eur spered hudur ennañ ».

Meurz 25 à viz Genver
Konversion Sant Paol, abostol, Gouel

Mk 16, 15-18 (25 a viz genver)

15 Savet Jezuz a varo da veo, e lavaras d’an unneg abostol :

— « It dre ar béd a-béz, embannit ar Helou Mad d’an oll dud.

16 Salvet e vo an hini a gredo hag a vo badezet.

Kondaonet e vo an hini a zinaho kredi.

17 Setu amañ ar zinou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : dre va ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered ; 18 ha ma’h evont eun ampoezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vo pareet ar re-mañ ».

Merher

Mk 4, 1-20

1 Staga a reas Jezuz adarre da gelenn war bord mor Galilea. Dond a reas e-leiz a dud en-dro dezañ, ken ma savas en eur vag, hag eh azezas enni. Bez’ e oa Jezuz war ar mor, hag an oll dud war an aod.

2 Kalz traou a gelenne dezo dre barabolennou, hag e lavare dezo en e gelennadurez :

3— « Selaouit ! Setu an hader o vond da hada. 4 E-pad ma oa oh hada, e kouezas greun a-hed an hent. Deuet eo al laboused, hag eet ar greun ganto.

5 Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar.

Diwan a ra an had raktal, dre ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Ha pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.

7 « Koueza a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Sevel a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo ; ha n’eus tamm frouez e-béd diwarno.

8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha diwan, ha kreski, ha dougen frouez : tregont, tri-ugent ha kant evid unan ».

9 Hag e lavaras Jezuz :

— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».

10 Pa en em gavas Jezuz e-unan, e stagas ar re a oa en-dro dezañ gand an Daouzeg, da ober goulennou outañ diwar-benn ar parabolennou.

11 Hag e lavare dezo :

— « Deoh-c’hwi eo bet roet mister Rouantèlèz Doue da intent. Med evid an dud euz an diavêz, ne zeu pep tra nemed dre barabolennou, rag, 12 kaer o-deus selled, ne welint ket, ha kaer o-deus klevet ne intentint ket, a-hend all e trofent ouz Doue hag e vefe pardonet dezo ».

13 Hag e lavaras dezo :

– « Ne intentit ket ar barabolenn-ze ? Penaoz neuze, eh intentot an oll barabolennou ? »

14 « Ema an hader o hada ar Gomz. 15 Evid an dud a zo war bord an hent, el leh m’eo hadet ar Gomz, p’o-devez klevet, e teu kerkent Satan, hag e tenn diganto ar Gomz bet hadet enno.

16 « Evel-se ive, ema ar re o-deus resevet an had e takadou meineg ; ar re-ze, p’o-devez klevet ar Gomz, o-deus kerkent resevet anezi gand levenez. 17 Med, n’eus ket a wriziou enno, bez’ ez int tud euz eur mare hepken. Pa zav trubuill pe heskinèrèz diwar goust ar Gomz, e vezont strobet.

18 Bez’ ez eus reou all a zo bet hadet e-touez ar spern : ar re-ze eo ar re o-deus klevet ar Gomz. 19 Med trabas ar béd-man, ar binvidigez o touella, ha meur a hoantegez all, en em zil enno, hag e vez mouget ar Gomz, houmañ a jom neuze difrouez.

20 « Ha bez’ ema ar re a zo bet hadet en douar mad : klevet a ra ar re-ze ar Gomz, reseo a reont anezi, hag e taolont frouez : tregont, tri-ugent, kant evid unan ».

Yaou

Mk 4, 21-25

21 Lavared a reas Jezuz c’hoaz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :

— « Daoust ha digaset e vez al lamp evid beza lakeet dindan an armel pe dindan ar gwele ? Daoust ha n’eo ket evid beza lakeet war ar hantolor ?

22 « Rag kement tra a zo kuzet, a vo lakeet war wél, ha kement tra zekret a vo diskleriet :

23 « Piou bennag e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

24 Lavared a ree dezo, c’hoaz :

— « Bezit war evez pa glevit eun dra bennag ! Gand ar muzul a rit gantañ, e vo greet evidoh ive, hag e vo roet muioh deoh, zokén.

25 Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ, hag an hini n’e-neus ket, e vo lamet digantañ ar péz e-neus zokén ».

Gwener 28 a viz Genver, An dén eüruz Julian Maner, beleg,
Memor e Eskopti Kemper

Mz 9, 35-38

35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.

36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.

37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :

— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».

Gwener

Mk 4, 26-34

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’an dud, dre barabolennou :

26 — « Gand Rouantèlèz Doue ema kont evel gand eun dén taolet gantañ had en douar. 27 Pe ’ve kousket, pe ’ve dihun, en noz pe en deiz, e tiwan hag e kresk an had, hep gouzoud dezañ.

28 « Anezañ e-unan e taol an douar e frouez : da genta ar yeotenn, goude-ze ar penn-éd, hag erfin greun leun ar penn-éd.

29 Ha pa vez dare an éd, e vez medet dioustu, rag deuet eo amzer an eost ».

30 Lavared a ree c’hoaz :

— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Gand peseurt parabolenn rei anezi da intent ?

31 « Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo.

Pa vez hadet en douar, e vez anezi ar bihanna euz an oll hajou a zo er béd. 32 Med, pa vez bet hadet, e sav, hag e teu da veza brasoh eged an oll blant all. Sevel a ra skourrou braz dezi, ken ma hell laboused an neñv kaoud ar goudor dindan he skeud ».

33 Ha gand seurt parabolennou e-leiz, e roe d’an dud da anaoud ar Gomz diouz ma oant gouest da intent. 34 Ne gomze outo nemed dre barabolennou, med pa veze gand e ziskibien en o fart o-unan, e tisplege dezo pep tra.

Sadorn 29 a viz Genver, Sant Gweltaz, abad
Memor e Eskoptiou Gwened, Kemper ha Sant-Brieg

Mk 6, 30-34

30 Bodet en-dro da Jezuz, e tisplegas an ebestel dezañ kement o-doa greet ha kelennet. 31 Hag e lavaras Jezuz dezo :

— « Deuit en eul leh distro diouz an dud, evid diskuiza eun tammig ».

Ken stank e oa an dud o vond hag o tond en-dro dezo, ma n’o-doa ket zokén amzer da zebri. 32 Gand ar vag ez ejont kuit, da gaoud eul leh distro, evid beza en o fart o-unan.

33 Med gwelet int bet o vond kuit, ha komprenet eo bet gand kalz a dud da beleh e oant o vond. War o zroad, e tiredjont di, euz an oll gêriou, hag e oent digouezet en o-raog.

34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz tud e-leiz, hag e-noe truez outo, abalamour ma oant evel deñved, ha pastor e-béd da ober war o zro. Staga a reas neuze da gelenn anezo war galz a draou.

Sadorn

Mk 4, 35-41

35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

— « Treizom da vond d’an tu all ».

36 Goude beza lezet an dud, e kemerjont Jezuz ganto er vag, evel ma oa ; hag e oa bagou all ouz e heul.

37 Sevel a reas neuze, eur barr avel diroll. Lammad a ree an tarziou er vag, beteg dezi beza karget a zour.

38 Kousket e oa Jezuz avad, war an dorchenn, e penn-a-dreñv ar vag. Dihun a reont anezañ o lavared :

— « Mestr, kollet om ! ne ra netra kement-se dit ?

39 Eur wech dihunet, e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :

— « Chom sioul ! Ro peoh ! »

Ha terri a reas an avel, hag e renas eur peoh kaer.

40 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag kaoud aon evel-se ? N’ho-peus ket c’hoaz ar feiz ? »

41 Hag e krogas eur spont braz enno, hag e lavarent kenetrezo :

— « Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »