Euz an 22 d’ar 28 a viz Genver 2023
12 Klevet gand Jezuz e oa bet lakeet Yann-Vadezour er prizon, e tistroas da Vro-Halilea.
13 Kuitaad a reas Nazared evid dond da jom e Kafarnaom, war vord ar mor, tost da harzou Zabulon ha Neftali.
14 Evel-se e teue da wir komzou ar profet Izaïaz :
15 « Douar Zabulon ha douar Neftali,
« Hent ar mor, en tu all d’ar Jordan,
« Galilea ar bayaned !
16 « Gand ar bobl hag a oa en deñvalijenn
« ez eus bet gwelet eur sklêrijenn lugernuz ;
« ar re a oa e bro deñval ar maro,
« ez eus paret eur sklêrijenn warno ».
17 Adaleg neuze, e stagas Jezuz da brezeg evel-henn :
— « Troit ho kalon ouz Doue, rag tostig-tost eo Rouantèlèz Doue ».
18 O tremen a-héd Mor-Galilea, e welas Jezuz daou vreur : Simon, lesanvet Pèr, hag Andre e vreur, o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant. 19 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Deuit d’am heul, hag e rin ahanoh pesketerien-tud ».
20 Raktal, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul. 21 Eet ahano eun tamm pelloh, e welas Jezuz daou vreur all : Jakez, mab Zebede ha Yann e vreur, en o bag, gand Zebede o zad, o kempenn o rouejou. 22 Gelver a reas anezo. Kerkent, dilezet ganto o bag hag o zad, ez ejont d’e heul.
23 Mond a ree Jezuz dre Vro-Halilea a-béz, en eur brezeg er zinagogennou, oh embann Kelou Mad ar Rouantèlèz, hag o rei ar pare d’ar re a oa taget gand ar hleñved pe ar zempladurez.
22 Diwar-benn Jezuz, e lavare kement-man ar Skribed diskennet euz Jeruzalem :
— « Bez’ ema Belzeboul ennañ. Dre vestr braz an droug-sperejou eo, eh argas kuit an droug-sperejou ».
23 O gelver anezo da zond d’e gaoud, e lavare Jezuz dezo dre barabolennou :
— « Penaoz e hell Satan argas Satan ? 24 Ne hell ket eur rouantèlèz padoud, ma’z eus dizunaniez enni. 25 Ne hell ket eur famill chom en he-zav, ma’z eo dizunanet outi e-unan.
26 « Neuze, mard-eo eta en em zavet Satan a-eneb dezañ e-unan, ha ma’z eo dizunanet outañ e-unan, n’eo ket evid padoud ; echu eo gantañ ».
27 « Ne hell dén e-béd mond tre e ti eun dén kreñv, ha laerez e vadou dezañ, nemed ha liammet e-nefe da genta an dén kreñv-ze. Neuze, e vo gellet skrapa e draou.
28 E gwirionez, e lavaran deoh : pardonet e vo d’an dud an oll behejou, hag an oll gomzou dizakr bet lavaret ganto. 29 Méd, ne vo biken pardon e-béd evid an hini e-no komzet dizakr a-eneb ar Spered-Santel. Kabluz a behed eo evid atao ».
30 Evel-se e komze Jezuz, abalamour m’o-doa lavaret ar Skribed : « Bez’ ez eus eur spered hudur ennañ ».
31 Bez’ e oa Jezuz en eun ti, hag e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chom a rejont er-mêz avad, ha kas unan bennag goulenn anezañ. 32 En-dro dezañ, e oa kalz tud azezet ; lavared a reer dezañ :
— « Aze er mêz, ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed o klask war da lerh ».
33 Respont a reas dezo :
— « Piou eo va mamm ? ha piou va breudeur ? »
34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavar :
35— « Setu va mamm ha va breudeur. An hini a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».
15 Savet Jezuz a varo da veo, e lavaras d’an unneg abostol :
— « It dre ar béd a-béz, embannit ar Helou Mad d’an oll dud.
16 Salvet e vo an hini a gredo hag a vo badezet.
Kondaonet e vo an hini a zinaho kredi.
17 Setu amañ ar zinou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : dre va ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered ; 18 ha ma’h evont eun ampoezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vo pareet ar re-mañ ».
21 Lavared a reas Jezuz c’hoaz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :
— « Daoust ha digaset e vez al lamp evid beza lakeet dindan an armel pe dindan ar gwele ? Daoust ha n’eo ket evid beza lakeet war ar hantolor ?
22 « Rag kement tra a zo kuzet, a vo lakeet war wél, ha kement tra zekret a vo diskleriet :
23 « Piou bennag e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »
24 Lavared a ree dezo, c’hoaz :
— « Bezit war evez pa glevit eun dra bennag ! Gand ar muzul a rit gantañ, e vo greet evidoh ive, hag e vo roet muioh deoh, zokén.
25 Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ, hag an hini n’e-neus ket, e vo lamet digantañ ar péz e-neus zokén ».
En amzer-ze, e lavare Jezuz d’an dud, dre barabolennou :
26 — « Gand Rouantèlèz Doue ema kont evel gand eun dén taolet gantañ had en douar. 27 Pe ’ve kousket, pe ’ve dihun, en noz pe en deiz, e tiwan hag e kresk an had, hep gouzoud dezañ.
28 « Anezañ e-unan e taol an douar e frouez : da genta ar yeotenn, goude-ze ar penn-éd, hag erfin greun leun ar penn-éd.
29 Ha pa vez dare an éd, e vez medet dioustu, rag deuet eo amzer an eost ».
30 Lavared a ree c’hoaz :
— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Gand peseurt parabolenn rei anezi da intent ?
31 « Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo.
Pa vez hadet en douar, e vez anezi ar bihanna euz an oll hajou a zo er béd. 32 Med, pa vez bet hadet, e sav, hag e teu da veza brasoh eged an oll blant all. Sevel a ra skourrou braz dezi, ken ma hell laboused an neñv kaoud ar goudor dindan he skeud ».
33 Ha gand seurt parabolennou e-leiz, e roe d’an dud da anaoud ar Gomz diouz ma oant gouest da intent. 34 Ne gomze outo nemed dre barabolennou, med pa veze gand e ziskibien en o fart o-unan, e tisplege dezo pep tra.
35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.
36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.
37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :
— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».
35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Treizom da vond d’an tu all ».
36 Goude beza lezet an dud, e kemerjont Jezuz ganto er vag, evel ma oa ; hag e oa bagou all ouz e heul.
37 Sevel a reas neuze, eur barr avel diroll. Lammad a ree an tarziou er vag, beteg dezi beza karget a zour.
38 Kousket e oa Jezuz avad, war an dorchenn, e penn-a-dreñv ar vag. Dihun a reont anezañ o lavared :
— « Mestr, kollet om ! ne ra netra kement-se dit ?
39 Eur wech dihunet, e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :
— « Chom sioul ! Ro peoh ! »
Ha terri a reas an avel, hag e renas eur peoh kaer.
40 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :
— « Perag kaoud aon evel-se ? N’ho-peus ket c’hoaz ar feiz ? »
41 Hag e krogas eur spont braz enno, hag e lavarent kenetrezo :
— « Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »