Accueil  -  Trede sizunvez ha tregont war ar bloaz (A)

Trede sizunvez ha tregont war ar bloaz (A)

Euz an 19 d’ar 25 a viz Du 2023

Trede sul ha tregont war ar bloaz (A)

Mz 25, 14-30 (A)

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :

14 « Bez’ e vo kont evel gand eun dén o vond da bell-bro : gelver a reas e zervicherien, hag fizioud e vadou enno.

15 « Da unan, e roas pemp talant, da unan all, daou, d’an trede, unan hepkén ; da bep hini diouz e ampartiz. Hag e kuiteas ar vro.

16 « Raktal, an hini a oa bet roet dezañ pemp talant a yeas da lakaad anezo da dalvezoud, hag e hounezas pemp all. 17 Evel-se ive, an hini e-noa bet daou dalant a hounezas daou all. 18 Med an hini n’e-noa bet nemed unan a yeas da ober eun toull en douar, hag e kuzas ennañ arhant e vestr.

19 « Pell amzer goude-ze, e teuas en-dro mestr ar zervicherien-ze, hag e reas e gonchou ganto.

20 « Tostaad a reas an hini e-noa bet pemp talant, hag e kinnigas pemp talant all, en eur lavared :

— « Mestr, pemp talant az-poa fiziet ennon, setu pemp all gounezet ganin ».

21 « Lavared a reas e vestr dezañ :

— « Mad-tre, servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra ; fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».

22 «Tostaad a reas ive an hini e-noa bet daou dalant, hag e lavaras :

— « Mestr, daou dalant az-poa fiziet ennon, setu daou all gounezet ganin ».

23 « Lavared a reas e vestr dezañ :

— « Mad-tre, servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra ; fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».

24 « Tostaad a reas ive an hini e-noa bet eun talant hepkén, hag e lavaras :

— « Mestr, gouzoud a reen ez out eur rust a zén : eosti a rez el leh ma n’ez-peus ket hadet, ha dastum el leh ma n’ez-peus ket strewet greun. 25 Aon zo kroget ennon, hag ez on eet da guzad da dalant en douar. Setu-eñ amañ. Bez’ ez-peus ar péz a zo dit ».

26 Respont a reas e vestr dezañ :

— « Servicher fall ha lezireg. Gouzoud a ouiez eh eostan el leh ma n’em-eus ket hadet, hag e tastuman ar greun el leh ma n’eo ket bet strewet ganin. 27 Neuze e oa réd dit lakaad va arhant en eun ti-bank ; hag o tond en-dro, em-befe kavet va feadra gand an interest diwarnañ.

28 Lamit eta digantan e dalant, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég. 29 Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ c’hoaz, hag e-no kalz ; med an hini n’e-neus netra, e vo lamet digantañ ar péz e-neus zokén. 30 Evid ar zervicher didalvez-man, stlapit anezañ er-mêz, en deñvalijenn. Eno, e vo daelou ha skrignadeg dent ».

Lun

Lk 18, 35-43

35 Tostaad a ree Jezuz ouz Jeriko. War bord an hent, e oa eun dén dall, azezet, o klask e voued.

36 O kleved tud o tremen e-biou, e houlennas petra a oa a nevez. 37 Roet e oe dezañ da houzoud :

— « Jezuz a Nazared eo a zo o tremen.

38 Hag e stagas da youhal o lavared :

— « Jezuz, Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »

39 An dud hag a gerze er penn a-raog a ree trouz dezañ da lakaad anezañ da jom sioul. Med eñ da youhal gwasoh-gwasa :

— « Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »

40 Chom a reas Jezuz a-zav, hag e houlennas ma vefe digaset beteg ennañ. Pa oe deuet tost, e houlennas Jezuz outañ :

41 — « Petra peus c’hoant e rafen evidout ? »

Respont a reas :

— « Aotrou, ma welin sklêr ».

42 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Gwél sklêr, saveteet out bet gand da feiz ».

43 Raktal e welas sklêr, hag ez ee da heul Jezuz en eur renta gloar da Zoue. O weled kement-se, e kanas an oll meuleudi da Zoue.

Meurz 21 a Viz Du :
Ar Werhez Vari kinniget en Templ

Mz 12, 46-50

46 O komz d’an dud e oa Jezuz, pa zigouezas e vamm hag e vreudeur. Er-mêz, e oant chomet, hag e klaskent komz outañ.

47 Dond a reer da lavared dezañ :

— « Aze er-mêz, ema da vamm ha da vreudeur o klask komz ganit ».

48 Respont a reas Jezuz d’an hini e-noa digaset ar helou-ze dezañ :

— « Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur ? »

49 Hag o tiskouez e ziskibien gand e zorn, e lavaras :

— « Setu va mamm ha setu va breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en neñv, hennez a zo breur din, c’hoar din, ha mamm din ».

Merher

Lk 19, 11-28

11 Bez’ e oa an dud o selaou Jezuz, hag e lavaras eur barabolenn c’hoaz. Tost e oa da Jeruzalem, hag e krede dezo e oa Rouantèlèz Doue o vond d’en em ziskouez dizale.

12 Lavared a reas Jezuz eta :

–- « Mond a reas eun dén a reñk uhel d’eur vro bell, evid kemer ar galloud a roue, ha dond en-dro goude-ze.

13 Gelver a reas dég euz e zervicherien da zond d’e gaoud, hag e roas beb a béz aour dezo, en eur lavared :

— « Lakait anezo da dalvezoud, a-benn ma vezin distro ».

14 «  Med kasoni o-doa outañ e genvroidi, hag e kasjont kannaded war e lerh da lavared : « Ne fell ket deom kaoud hennez da roue ».

15 Pa oe distro, goude beza resevet ar galloud a roue, e lakeas dond d’e gaoud ar zervicherien e-noa roet arhant dezo, da houzoud pegement e oa bet gounezet gand pep hini anezo.

16 Dond a reas an hini kenta, hag e lavaras :

— « Aotrou, gounezet e-neus da béz aour, dég all ».

17 — « Mad eo, servicher mad, eme ar roue dezañ, peogwir out bet féal war eun dra zister, e roan galloud dit war dég kêr ».

18 Dond a reas an eil o lavared :

— « Gounezet e-neus da béz aour, pemp all ».

19 Da hemañ ive, e lavaras ar roue :

— « Bez’ e vezi-te e penn pemp kêr ».

20 Hag e teuas unan all o lavared :

— « Setu amañ da béz aour. Lakeet am-boa anezañ a-gostez en eul lienenn. 21 Aon am-boa razout, en abeg ma ’z out eun dén rust, tapoud krog a rez en-dro er péz n’az-peus lakeet nebleh, hag eosti ar péz n’az-peus ket hadet ».

22 Lavared a reas ar roue dezañ :

— « Emaon o vond da varn ahanout diwar da gomzou-te da-unan, servicher fall ! Gouzoud a rees ez on eun dén rust, tapoud krog a ran er péz n’am-eus lakeet nebleh, hag eosti ar péz n’am-eus ket hadet. 23 Neuze ’ta, perag n’az-peus ket lakeet va arhant en eun ti-bank ? D’am distro em-befe tennet anezañ gand an interest da heul ».

24 Hag e lavaras d’ar re a oa war al leh :

— « Tennit kuit digantañ e béz aour, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég ».

25 Lavared a rejont :

— « Aotrou, bez’ e-neus dég dija ! »

26 Hag eñ da respont :

— « Lavared a ran deoh : An neb e-neus, e vo roet dezañ ; med an hini n’e-neus ket, ar péz e-neus zokén a vo lamet digantañ. 27 Evid va enebourien, ar re-ze na felle ket dezo e vefen roue warno, digasit anezo amañ, ha lazit anezo dirazon ».

28 Goude beza komzet evel-se, e kerze Jezuz dirag e ziskibien evid mond da Jeruzalem.

Yaou

Lk 19, 41-44

41 Pa dosteas Jezuz ouz kêr Jeruzalem, o weled anezi, e skuillas daelou warni, 42 en eur lavared :

— « M’az-pije intentet, te ive, en deiz-mañ, penaoz kavoud ar peoh ! Med siwaz ! Chomet eo kement-se kuzet bremañ ouz da zaoulagad ! 43 Ya, bez’ ez eus deveziou o tond evidout, ma savo da enebourien mekanikou a zeziz en-dro dit. Kelhiet e vezi ganto, ha gwasket a bep tu. 44 Flastret e vezi ganto, te ha da vugale ganit, ha ne lezint ket ennout mên war vên, peogwir n’ez-peus ket anavezet ar mare ma oa Doue o weladenni ahanout ».

Gwener

Lk 19, 45-48

45 Mond a reas Jezuz en Templ, hag e stagas da gas kuit ar re a oa staliou-gwerz ganto.

46 Lavared a ree dezo :

— « Skrivet eo : Bez’ e vo va zi eun ti a bedenn. Ha padal, ho-peus-c’hwi greet eun toull laeron anezañ ».

47 Bemdez e veze Jezuz o kelenn en Templ. Klask a ree ar Veleien-Vraz, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl, an tu da gas anezañ d’ar maro.

48 Med ne gavent ket petra a hellfent ober, rag derhel a ree ar bobl a-béz da zelaou anezañ, estlammet ma oa gand e gomzou.

Sadorn

Lk 20, 27-40

27 Dond a reas da gaoud Jezuz eun nebeud saduseaned, euz ar re hag a lavar ne zav ket ar horvou euz a varo da veo, hag e houlennjont outañ :

28 « Mestr, roet e-neus Moïzez al Lezenn-mañ deom : Ma ’z eus eun dén dimezet, dezan eur breur, hag a varv hep beza bet bugale, ez eo red e timezfe e vreur gand an intañvez evid sevel lignez d’an hini a zo maro.

29 « Bez’ e oa eta seiz breur. Dimezi a reas an hini kenta, ha mervel heb lezel bugale. 30 Kemer an intañvez a reas an eil, 31 hag an trede a reas kemend-all. C’hoarvezoud a reas ar memestra gand ar zeiz gwitibunan, hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha da echui, ez eas ar vaouez da anaon ive.

33 « Ahanta ! ar vaouez-se, da vare an adsao, da behini anezo e vo-hi gwrég ? Peogwir o-deus bet, o zeiz, anezi da bried ? »

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Kemer gwrég pe waz a ra bugale ar béd-mañ. 35 Med ar re a zo bet kavet dîn da gaoud lod er béd da zond hag en adsao ar re varo da veo, ne gemeront na gwrég na gwaz, 36 rag ne hellont mui mervel : par int d’an êlez, bugale int da Zoue ha bugale an adsao.

37« Hag evid ar péz a zell ouz adsao ar re varo da veo, e-neus Moïzez e-unan roet deom da houzoud er péz a lavar diwar-benn ar « Vodenn-dan », pa ro d’an Aotrou Doue an ano a « Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob ». 38 Doue, n’eo ket Doue ar re varo eo, med Doue ar re veo, rag evitañ e vev an oll ».

39 Neuze, e lavaras lod euz ar Skribed :

— « Mestr, mad ez-peus komzet ».

40 Ha ne gredent mui ober goulennou all outañ.