Accueil  -  Trede sizunvez ar Horaiz (C)

Trede sizunvez ar Horaiz (C)

Euz an 23 d’an 29 a viz Meurz 2025

Trede sul ar Horaiz (C)

Lk 13, 1-9

1 En amzer-ze, e teuas eun nebeud tud da zigas kelou da Jezuz diwar-benn ar Halileaned lazet diwar urz Pilat, ha mesket o gwad gand hini o zakrifisou e oant o kinnig.

2 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ha kaoud a ra deoh e oa ar Halileaned-se brasoh peherien eged an oll dud all a Vro-Halilea, abalamour m’o-deus gouzañvet kement-se ? 3 Ne oant ket, a lavaran deoh. Ha ma ne droit ket ho kalon ouz Doue, ez eot oll da goll evelto.

4 « Hag an triweh a dud eo bet kouezet warno tour Siloe, hag a zo bet lazet : kavoud a ra deoh e oant kablusoh eged an oll dud all a zo o chom e Jeruzalem ? 5 Ne oant ket, a lavaran deoh. Ha ma ne droit ket ho kalon ouz Doue, ez eot oll da goll evelto.

6 Goude-ze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ :

— « Bez’ e-noa eun dén eur wezenn fiez plantet en e winieg. Dond a reas da glask frouez enni, ha ne gavas ket.

7 Hag e lavar da baotr ar winieg :

— « Abaoe tri bloaz, e teuan da glask frouez er wezenn fiez-mañ ha ne gavan ket. Troh anezi eta ; da ober petra derhel anezi da zuna an douar ? »

8 Med respont a reas egile :

— « Aotrou, laosk anezi bloaz c’hoaz ; amzer din da balad ha da lakaad teil en-dro dezi. 9 Ken buan all, e roio frouez hiviziken. Ma ne ro ket, e trohi anezi.

Lun

Lk 4, 24-30

E sinagogenn Nazared, e lavare Jezuz d’e genvroiz :

24— « E gwirionez, e lavaran deoh : Profet e-béd ne vez digemeret mad en e vro. 25 E gwirionez, e lavaran deoh : Bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, en amzer Elïaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz dre ar vro a-béz. 26 Koulskoude, ne oe ket kaset Elïaz etrezeg hini e-béd anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta, e Bro-Zidon.

27 « En amzer Elizeaz, e oa kalz tud lor en Izrael, hag hini e-béd anezo n’eo bet pareet, nemed Naaman ar Sirïad ».

28 O kleved ar homzou-ze, ez ejont oll e fulor er zinagogenn. 29 Sevel a rejont en o-zav, ha bounta anezañ er-mêz euz kêr. Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz an dorgenn, m’eo savet kêr warnañ, evid stlepel anezañ d’an traoñ.

30 Med, tremen a reas Jezuz dre o-zouez, hag ez eas gand e hent.

Meurz 25 a viz Meurz, Gouel Maria Veurz
(Gouel Jezuz kemennet d’ar Werhez)

Lk 1, 26-38

26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.

28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :

— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».

29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.

30 Lavared a reas an êl dezi :

— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».

34 Lavared a reas Mari d’an êl :

— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz e-béd ? »

35 Respont a reas an êl dezi :

— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »

38 Lavared a reas Mari neuze :

— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».

Hag ez eas an êl kuit diouti.

Merher

Mz 5, 17-19

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

17 — « N’it ket da gredi e vefen deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurober anezo.

18 « Rag e gwirionez, e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit euz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 « An hini eta a dorro unan euz an disterra gourhemennou, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo laket e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz an Neñv. Med an hini a heuillo anezo hag a lakaio ar re all da heulia anezo, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz an Neñv.

Yaou

Lk 11, 14-23

14 Bez’ e oa Jezuz o kas kuit eun diaoul, hag a lakee eun dén da veza mud. Eur wech eet an diaoul e-mêz an dén mud, e stagas da gomz, hag e oe estlammet an dud.

15 Med lavared a reas lod anezo :

— « Dre Veelzeboul, priñs an droug-sperejou, eo e kas kuit an diaoulou ».

16 Evid amproui Jezuz, e houlenne reou all digantañ eur zîn euz an neñv.

17 Med oh anavezoud o zoñjou, e lavaras Jezuz dezo :

— « Mond a ra da goll kement rouantèlèz a zo dizunaniez enni heh-unan, hag enni e tizah an tiez an eil war egile. 18 Mard eo Satan ive disrannet dioutañ e-unan, penaoz e chomo e rouantèlèz en he-zav, pa lavarit eo dre Veelzeboul e kasan kuit an droug-sperejou ? 19 Ha mard eo dre Veelzeboul eo e kasan-me kuit an droug-sperejou, dre biou e kas kuit anezo ho tiskibien-c’hwi ? Rag-se, e vezo ar re-mañ o-unan ho parnerien.

20 « Mard eo a-vad, dre halloud Doue eo e kasan kuit an droug-sperejou, neuze eo deuet Rouantèlèz Doue beteg ennoh.

21 « Pa vez eun den kreñv, gand e armou, o tiwall e di, e vez e beadra e surentez. 22 Med ma tigouez unan all kreñvoh egetañ, o kaoud an treh warnañ, e lamo digantañ e armou a oa e fiziañs enno, hag e lodenno e breiz.

23 « An hini n’ema ket a-du ganin, a zo a-eneb din, hag an hini ne zastum ket ganin, stlabeza eo a ra ».

Gwener

Mk 12, 28b-34

28 Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :

— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »

29 Respont a reas Jezuz :

— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.

31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».

32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :

— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 3 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».

34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :

— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».

Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.

Sadorn

Lk 18, 9-14

9 Lavared a reas Jezuz eur barabolenn evid ar re a gave dezo e oant just, ha n’o-doa nemed dispriz evid an dud all :

10 « Mond a reas daou zén d’an Templ evid pedi, unan anezo a oa farizian, egile, publikan.

11 « En e-zav, e pede ar farizian ennañ e-unan evel-henn :

— « Va Doue, trugarekaad a ran ahanout, peogwir n’on ket e-giz ar re all : laer, disleal, avoultrer, pe c’hoaz evel ar publikan-mañ. 12 Yuni a ran diou wech ar zizun, ha rei a ran ive an degved euz kement a hounezan ».

13 « Pell alese a-vad, e oa ar publikan. Ne grede ket zokén sevel e zaoulagad war-zu an neñv. Med skei a ree war boull e galon en eur lavared :

— « Va Doue, bez truez ouzin, peher ma ’z on ! »

14 « Lavared a ran deoh : mond a reas hemañ d’ar gêr, deuet da veza-eñ eun dén just, kentoh eged egile.

« Rag izel e vo lakeet an neb en em laka uhel, hag uhel, an neb en em laka izel ».