Accueil  -  Trede sizunvez ar Horaiz (A)

Trede sizunvez ar Horaiz (A)

Euz an 12 d’an 18 a viz Meurz 2023

Trede sul ar Horaiz

Yn 4, 5-42 (A)

5 Digouezoud a reas Jezuz en eur gêr euz Bro-Zamaria, Sikar heh ano, damdost d’an dachenn douar bet roet gand Jakob da Jozef e vab. Eno e oa puñs Jakob.

6 Eet skuiz oh ober hent, ez eas Jezuz da azeza war bord ar puñs. War-dro kreizteiz e oa.

7 Dond a reas eur vaouez da denna dour, eur Zamaritanez anezi.

Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Ro din da eva ».

8 Rag eet e oa e ziskibien e kêr da brena peadra da zebri.

9 Lavared a reas ar Zamaritanez dezañ :

— « Petra ! Te, eur Juzeo, a houlenn da eva diganin-me, Samaritanez ma ’z on ? ».

Evid gwir, n’eus darempred e-béd etre ar Juzevien hag ar Zamaritaned.

10 Respont a reas Jezuz dezi :

— « Ma ’h anavezfes donezon Doue, ha ma ouezfes piou eo an hini a zo o lavared dit : « Ro din da eva », te eo az-pefe goulennet digantañ, hag e-nefe roet dit dour beo ».

11 Lavared a reas ar vaouez dezañ :

— « Aotrou, n’eus netra ganit evid tenna dour, hag ez eo don ar puñs. E peleh eta ema ganit an dour beo-ze ? 12 Ha brasoh e vefes eged on Tad Jakob, bet roet gantañ ar puñs-mañ deom, hag e-neus e-unan evet dour anezañ, hag ive e vugale hag e loened ? »

13 Respont a reas Jezuz dezi :

— « Kement hini a vez evet gantañ euz an dour a zo amañ, e-no sehed c’hoaz ; 14 an hini, a-vad, a evo euz an dour a roin-me dezañ, n’e-no ket biken mui sehed ; hag an dour a roin dezañ a zeuio da veza ennañ eur stivell hag a darzo er vuhez peurbaduz ».

15 Lavared a reas ar vaouez dezañ :

— « Aotrou, ro din euz an dour-ze da eva, ma n’em-bo ket sehed ken, ha ma n’em-bo ket ezomm da zond amañ da gerhad dour ».

16 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Kerz da gerhad da bried, ha deus en-dro ».

17 Respont a reas ar vaouez :

— « N’em-eus pried e-béd ».

18 — « Gwir e lavarez, eme Jezuz, n’ez-peus pried e-béd, rag pemp gwaz az-peus bet, hag an hini a zo ganit bremañ, n’eo ket da bried. Aze ema ar wirionez ganez ».

19 Lavared a reas ar vaouez dezañ :

— « Aotrou, gweled a ran ez out eur profet. Ahanta ! Adoret o-deus on tadou-koz war ar menez-mañ, 20 ha c’hwi Juzevien, lavared a rit ema e Jeruzalem al leh ma rañker adori ennañ ».

21 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Kred ahanon, maouez : dond a ra an eur ha ma ne vo na war ar menez-mañ, nag e Jeruzalem ho-po da vond da adori an Tad.

22 « Bez’ eh adorit-c’hwi ar péz na anavezit ket ; bez’ eh adorm-ni ar péz a anavezom, rag euz ar Juzevien e teu ar zilvidigez.

23 « Med dond a ra an eur, ha bremañ eo, ma vo ar gwir adorerien oh adori an Tad e spered hag e gwirionez : adorerien evelto eo ema an Tad o klask da adori anezañ.

24 « Doue zo Spered, hag e rañk ar re a ador anezañ, adori anezañ e spered hag e gwirionez ».

25 Lavared a reas ar vaouez dezañ :

— « Gouzoud a ran ema ar Mesiaz o tond, an hini a vez greet ar Hrist anezañ. Pa zeuio, e tesko deom pep tra ».

26 — « Me eo, eme Jezuz, me hag a zo o komz ganit ».

27 Ha d’an ampoent e tigouezas e ziskibien. Souezet e oant o veza ma oa o kaozeal gand eur vaouez. Koulskoude, ne lavaras hini e-béd dezañ : « Petra emaout o klask ? », pe : « Perag emaout o kaozeal ganti ? »

28 O lezel he fodad dour war he lerh, ez eas ar vaouez en-dro e kêr, hag e lavaras d’an dud :

29 — « Deuit da weled eun dén, hag e-neus lavaret din kement am-eus greet. Ha ne vefe ket hennez ar Hrist ? »

30 Mond a rejont er-mêz euz kêr, ha dond war-zu Jezuz.

31 E-keid-se, e pede an diskibien Jezuz :

— « Mestr, emezo, deus da zebri ».

32 Med respont a reas :

— « Bez’ em-eus peadra da zebri : eur bevañs eo ha ne anavezit ket ».

33 Lavared a ree an diskibien kenetrezo :

— « Ha digaset ez eus bet boued dezañ gand unan bennag ? »

34 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Bez’ ez eo va bevañs : ober bolontez an hini on bet kaset gantañ, ha kas da benn e oberenn.

35 « Daoust ha ne lavarit ket : « Pevar miz c’hoaz, hag e vo an eost ? » Ahanta ! Lavared a ran deoh : Savit ho taoulagad, ha gwelit ar parkeier penaoz int gwenn dija evid an eost. Diwar-vremañ, 36 e reseo an eoster e voneiz : dastum a ra frouez evid ar vuhez peurbaduz, evid ma vo laouen koulz an hader hag an eoster.

37 « Amañ, e teu da wir ar péz a vez lavaret : Hadet e vez gand unan, greet an eost gand unan all. 38 Kaset oh bet ganin da ober an eost euz ar péz n’ho-peus ket bet a labour gantañ ; gand tud all eo bet greet al labour, ha ganeoh-c’hwi eo bet dastumet frouez o labour ».

39 Kredet o-doa ennañ kalz a Zamaritaned euz ar gêr-ze, abalamour da gomzou ar vaouez a roe an testeni-mañ : « Lavaret e-neus din kement am-eus greet ». 40 Eur wech erruet beteg ennañ, e pedas ar Zamaritaned-se anezañ da jom ganto. Ha chom a reas eno daou zevez. 41 Kalz stankoh e teujont neuze da gredi ennañ abalamour d’e gomzou e-unan. 42 Hag e lavarent d’ar vaouez :

— « N’eo ket ken diwar ar péz az-peus lavaret-te deom e kredom : klevet on-eus anezañ ni on-unan, ha gouzoud a reom eo hennez, evid gwir, Salver ar béd ».

Lun

Lk 4, 24-30

E sinagogenn Nazared, e lavare Jezuz d’e genvroiz :

24— « E gwirionez, e lavaran deoh : Profet e-béd ne vez digemeret mad en e vro. 25 E gwirionez, e lavaran deoh : Bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, en amzer Elïaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz dre ar vro a-béz. 26 Koulskoude, ne oe ket kaset Elïaz etrezeg hini e-béd anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta, e Bro-Zidon.

27 « En amzer Elizeaz, e oa kalz tud lor en Izrael, hag hini e-béd anezo n’eo bet pareet, nemed Naaman ar Sirïad ».

28 O kleved ar homzou-ze, ez ejont oll e fulor er zinagogenn. 29 Sevel a rejont en o-zav, ha bounta anezañ er-mêz euz kêr. Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz an dorgenn, m’eo savet kêr warnañ, evid stlepel anezañ d’an traoñ.

30 Med, tremen a reas Jezuz dre o-zouez, hag ez eas gand e hent.

Meurz

Mz 18, 21-35

21 En amzer-ze, e tosteas Pèr ouz Jezuz, hag e lavaras dezañ :

— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e rañkan pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »

22 Respont a reas Jezuz :

— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg seiteg ha tri-ugent kwech seiz kwech.

23 « Rag e gwironez, heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ urzia e gonchou gand e zervicherien.

24 « Kroget e oa da urzia e gonchou, pa oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant.

25 « O veza n’e-noa ket hemañ peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz da werza anezañ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, evid kaoud evel-se an diskarg euz e zle.

26 « Neuze, en em daolet ar zervicher e-harz e dreid, eh aspede e vestr en eur lavared :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein kement a zlean dit ».

27 « Kroget an druez er mestr, e lezas e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an diskarg euz e zle.

28 « Med, a-boan eet er-mêz, e kavas hemañ unan euz e gompagnuned-labour, hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Tapoud a reas krog ennañ, ha gwaska war e houzoug beteg beza prést da vouga anezañ, en eur lavared :

— « Paee da zle ! »

29 « Neuze, en em daolas ar zervicher e-harz e dreid en eur aspedi anezañ :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein dit va dle en e-béz ».

30 « Egile a-vad, ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad taoler anezañ er prizon, beteg m’e-nefe paeet e zle.

31 « O weled kement-se, e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.

32 « Neuze, e lakeas e vestr gervel anezañ, hag e lavaras dezañ :

— « Servicher fallagr, kement ha ma oas dleour din, am-eus roet-me an diskarg anezañ dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha ne oa ket dleet dit d’az-tro kaoud truez ouz da gompagnun, evel m’am-eus bet-me truez ouzit ? »

34 « Ha fuloret braz, e lakeas ar mestr anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.

35 « Evel-se, e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv, ma ne bardonit ket pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz ho kalon ».

Merher

Mz 5, 17-19

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

17 — « N’it ket da gredi e vefen deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurober anezo.

18 « Rag e gwirionez, e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit euz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 « An hini eta a dorro unan euz an disterra gourhemennou, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo laket e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz an Neñv. Med an hini a heuillo anezo hag a lakaio ar re all da heulia anezo, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz an Neñv.

Yaou

Lk 11, 14-23

14 Bez’ e oa Jezuz o kas kuit eun diaoul, hag a lakee eun dén da veza mud. Eur wech eet an diaoul e-mêz an dén mud, e stagas da gomz, hag e oe estlammet an dud.

15 Med lavared a reas lod anezo :

— « Dre Veelzeboul, priñs an droug-sperejou, eo e kas kuit an diaoulou ».

16 Evid amproui Jezuz, e houlenne reou all digantañ eur zîn euz an neñv.

17 Med oh anavezoud o zoñjou, e lavaras Jezuz dezo :

— « Mond a ra da goll kement rouantèlèz a zo dizunaniez enni heh-unan, hag enni e tizah an tiez an eil war egile. 18 Mard eo Satan ive disrannet dioutañ e-unan, penaoz e chomo e rouantèlèz en he-zav, pa lavarit eo dre Veelzeboul e kasan kuit an droug-sperejou ? 19 Ha mard eo dre Veelzeboul eo e kasan-me kuit an droug-sperejou, dre biou e kas kuit anezo ho tiskibien-c’hwi ? Rag-se, e vezo ar re-mañ o-unan ho parnerien.

20 « Mard eo a-vad, dre halloud Doue eo e kasan kuit an droug-sperejou, neuze eo deuet Rouantèlèz Doue beteg ennoh.

21 « Pa vez eun den kreñv, gand e armou, o tiwall e di, e vez e beadra e surentez. 22 Med ma tigouez unan all kreñvoh egetañ, o kaoud an treh warnañ, e lamo digantañ e armou a oa e fiziañs enno, hag e lodenno e breiz.

23 « An hini n’ema ket a-du ganin, a zo a-eneb din, hag an hini ne zastum ket ganin, stlabeza eo a ra ».

Gwener

Mk 12, 28b-34

28 Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :

— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »

29 Respont a reas Jezuz :

— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.

31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».

32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :

— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 3 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».

34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :

— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».

Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.

Sadorn

Lk 18, 9-14

9 Lavared a reas Jezuz eur barabolenn evid ar re a gave dezo e oant just, ha n’o-doa nemed dispriz evid an dud all :

10 « Mond a reas daou zén d’an Templ evid pedi, unan anezo a oa farizian, egile, publikan.

11 « En e-zav, e pede ar farizian ennañ e-unan evel-henn :

— « Va Doue, trugarekaad a ran ahanout, peogwir n’on ket e-giz ar re all : laer, disleal, avoultrer, pe c’hoaz evel ar publikan-mañ. 12 Yuni a ran diou wech ar zizun, ha rei a ran ive an degved euz kement a hounezan ».

13 « Pell alese a-vad, e oa ar publikan. Ne grede ket zokén sevel e zaoulagad war-zu an neñv. Med skei a ree war boull e galon en eur lavared :

— « Va Doue, bez truez ouzin, peher ma ’z on ! »

14 « Lavared a ran deoh : mond a reas hemañ d’ar gêr, deuet da veza-eñ eun dén just, kentoh eged egile.

« Rag izel e vo lakeet an neb en em laka uhel, hag uhel, an neb en em laka izel ».