Euz ar 17 d’an 23 a viz Kerzu 2023
6 Bez’ e oe eun dén, kaset gand Doue, Yann oa e ano.
7 Dond a reas evid beza test, evid rei testeni d’ar Sklêrijenn, ha ma teufe an oll da gredi drezañ.
8 An dén-ze ne oa ket ar Sklêrijenn, med dond a ree evid rei testeni d’ar Sklêrijenn.
19 Setu amañ testeni Yann-Vadezour, pa oe kaset d’e gaoud euz Jeruzalem, gand ar Juzevien, beleien ha levited da ober outañ ar goulenn-mañ :
— « Piou out-te? »
20 Diskleria a reas, ne nahas ket, diskleria a reas :
— « N’eo ket me eo ar Hrist ».
21 Neuze, e houlennjont outañ :
— « Piou out ’ta ? Ha bez’ ez out Elïaz ? »
— « N’on ket », emezañ.
— « Ha bez’ ez out ar Profet, neuze ? »
— « N’on ket » emezañ.
22 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « Piou out-te ? ma kasim respont d’ar re o-deus kaset ahanom. Petra a lavarez ahanout-te da-unan ? »
23 — « Me, emezañ, eo mouez an dén o youhal en dezert : Kempennit an hent d’an Aotrou, evel m’eo bet lavaret gand ar profet Izaïaz ».
24 Farizianed avad e oa lod euz ar re a oa bet kaset. 25 Ober e rejont outañ ar goulenn-mañ c’hoaz :
— « Perag neuze e vadezez, ma n’out nag ar Hrist, nag Elïaz, nag ar Profet ? »
26 Respont a reas Yann dezo :
— « Badezi en dour a ran-me, med en ho-touez, ema an hini ha n’anavezit ket, 27 an hini a zeu war va lerh, ha n’on ket dîn da ziskoulma dezañ lèrenn e zandalennou ».
28 Kement-se a hoarvezas e Betania, en tu all d’ar stèr Jordan, el leh m’edo Yann o vadezi.
18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.
19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.
20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :
— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.
21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».
22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar pez e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet :
23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».
24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret Êl an Aotrou dezañ : kemer a reas e bried en e di.
5 En amzer Herodez, roue Bro-Judea, e oa eur beleg anvet Zakarïaz, euz rummad Abia ; e wrég euz lignez Aaron a oa Elizabed heh ano.
6 O-daou, e oant just dirag Doue. Heulia a reent direbech oll lezennou ha gourhemennou an Aotrou.
7 N’o-doa ket a vugale, difrouez ma oa Elizabed, hag eet e oant o-daou war an oad.
8 Ha setu eun deiz e oa Zakarïaz oh ober war dro e garg a veleg dirag Doue, rag deuet e oa tro beleien e rummad d’hen ober. Hervez ar hiz miret gand ar veleien, e oe tennet ar zort ganto, hag evel-se, galvet eñ evid mond e santual an Aotrou, da lakaad ezañs da zevi.
10 Bez’ e oa ar bobl en he féz o pedi en diavêz, d’an eur ma oad o tevi an ezañs.
11 Dond a reas eun êl d’an Aotrou da bara dirag Zakarïaz, en e-zav en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Strafuillet e oe Zakariaz ouz e weled, hag e oe spontet.
13 Med, lavared a reas an êl dezañ :
— « Arabad dit kaoud aon, Zakarïaz, rag selaouet eo bet da bedenn gand an Aotrou Doue. Rei a roio dit da wrég Elizabed eur mab, ha te a roio dezañ an ano a Yann. 14 Bez’ e vo evidout leh da gaoud joa ha levenez, hag e vo laouen kalz tud gand e hanedigez . 15 Rag braz e vo-eñ dirag an Aotrou. Ne evo ket a win, nag a voeson, rag azaleg korv e vamm, e vo karget gand ar Spered-Santel. 16 Lakaad a raio da zistrei ouz Doue kalz euz bugale Izrael. Kerzed a raio e-unan dirag an Aotrou, gantañ spered ha galloud Elïaz, evid distrei kalonou an tadou war-zu o bugale, ha lakaad an dud dizent war hent furnez an dud just, evid sevel d’an Aotrou eur bobl prest evitañ ».
18 Lavared a reas Zakariaz d’an êl :
— « Penaoz e ouezin eo gwir kement-se ? rag eun dén koz on, ha war an oad eo eet va gwrég ive ».
19 Respont a reas an êl :
— « Me eo Gabriel ; dalhmad e vezan dirag Doue. Kaset on bet da gomz ouzit, ha da gemenn dit ar helou mad-se. 20 Ha setu ma vezi dilavar, hep gelloud mui komz, beteg ar mare ma c’hoarvezo kement-se oll, ablamour n’az-peus ket kredet em homzou, hag a zeuio da wir d’o amzer ».
21 O hortoz Zakarïaz edo an dud, hag e oant souezet o weled e talee e diabarz ar zantual. 22 Pa zeuas er-mêz, ne oa ket evid komz outo. Intent a rejont, e-noa bet eur weledigez er zantual : Ober a ree sinou dezo, med mud e chome.
23 Echu gantañ e zeveziou-servich, ez eas d’ar gêr. 24 Eur pennad amzer goude-ze, e oa dougéréz e wrég.
E-pad pemp miz, e kuzas Elizabed he stad. Hag e lavare outi heh-unan : 25 « Setu ar péz e-neus greet an Aotrou em heñver ; plijet eo bet gantañ bremañ, teuler eur zell warnon, evid lakaad fin d’ar péz a oa eur véz evidon, dirag an oll dud ».
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e vezi mamm d’eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir ne anavezan gwaz e-béd ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.
40 Mond a reas e-barz ti Zakariaz ha saludi Elizabed.
41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :
— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».
46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :
— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.
« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.
50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.
51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.
52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.
53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.
54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».
56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.
57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouenn ganti.
59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.
60 Lavared a reas e vamm, avad :
— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».
61 Med, lavared a reas ar re all dezi :
— « N’eus den e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».
62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.
64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.
65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar pez a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :
— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »
Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.