Accueil  -  Trede sizunvez an Azvent (A)

Trede sizunvez an Azvent (A)

Euz an 11 d’ar 17 a viz Kerzu 2022

Trede sul an Azvent (A)

Mz 11, 2-11

2 Klevet e-noa Yann-Vadezour, en e brizon, ano euz ar péz a ree ar Hrist. Kas a reas daou euz e ziskibien da houlenn outañ :

–– 3 « Daoust ha te eo an hini a zo da zond, pe unan all a rañkom gortoz ? »

4 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Kit da lavared da Yann kement a glevit hag a welit : 5 ar re zall a wél sklêr, ar re gamm a gerz, an dud lor a gav ar pare, ar re vouzar a glèv, ar re varo a adsao da veo, ar re baour a vez dezo prezeget ar Helou-Mad. 6 Eüruz an neb na vezin ket me evitañ eur skoill. »

7 Pa oa diskibien Yann o vond kuit, e stagas Jezuz da lavared d’an dud diwar-benn Yann :

— « Petra oh eet da zelled outañ en dezert ? Ouz eur raosklenn hejet gand an avel ? 8 Neuze, petra oh eet da weled eta ? Eun dén gwisket gand dillad kaer ? Med bez’ ema ar re a vez dillad kaer warno o chom e paleziou ar rouaned.

9 « Neuze, da weled petra oh eet ? Da weled eur profet ? Ya, me a lavar deoh, hag ouspenn muioh eged eur profet. 10 Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : « Setu ma kasan va hannad en da-raog, evid ma vo kempennet gantañ an hent dirazout ».

11 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez bugale ar gwragez, n’eus savet hini e-béd hag a vefe brasoh eged Yann-Vadezour. Ha koulskoude, brasoh egetañ eo an hini disterra e Rouantèlèz Doue ».

D’an 12 a viz Kerzu, Gouel Sant Kaourantin
lidet e Eskopti Kemper ha Leon

Lk 11, 33-36

En amzer-ze, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

33 « Ne elum den e-béd eul lamp evid e lakaad en eul leh kuz, med laket e vez war eur hantolor, evid ma welo ar sklêrijenn, ar re a zeu en ti.

34 « Lamp da gorv eo da lagad. Mar d-eo glan da lagad, ema da gorv a-béz er sklêrijenn. Med, mar d-eo fall da lagad, e vo da gorv ive en deñvalijenn. 35 Gwél ’ta, ma n’eo ket teñvalijenn, ar sklêrijenn a zo ennout.

36 « Mar d-ema da gorv a-béz er sklêrijenn, hep tamm teñvalijenn e-béd, e vezo en e-béz er sklêrijenn, evel pa vez al lamp o sklêrijenna an dud gand e skéd ».

Meurz trede sizunvez an Azvent

Mz 21, 28-32

Lavared a ree Jezuz d’ar Briñsed ar Veleien ha da Bennou-Braz ar bobl :

28 — « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? : Eun dén e-noa daou vab. Mond a reas da gaoud ar henta hag e lavaras dezañ : Va mab, kee da labourad hirio d’am gwinïeg ».

29 Respont a reas :

— « Ne fell ket din ».

Med goudeze, savet keuz gantañ, ez eas.

30 Mond a reas an tad da gaoud egile, hag e lavaras ar memez tra dezañ.

Respont a reas hemañ :

— « Mond a ran, Aotrou ! » Med n’ez eas ket.

31 — « Pehini anezo e-neus greet bolontez e dad ? »

Respont a rejont :

— « An hini kenta ! »

Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Mond a ra ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv, en ho-raog e Rouantèlèz Doue. 32 Rag deuet eo Yann d’ho kaoud o veva hervez ar Justis, ha n’ho-peus ket kredet ennañ. Med, kredet o-deus ennañ ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv. Ha c’hwi, goude beza gwelet ar pez ho-peus gwelet, n’oh ket deuet da jeñch buhez evid kredi ennañ ».

Merher

Lk 7, 18b-23

Gervel a reas Yann daou euz e ziskibien, hag e kasas anezo da gaoud or Zalver da houlenn outañ : « Daoust ha te eo an hini a rañk dond ? Pe unan all on-eus da hortoz ? »

20 Digouezet e-kichenn Jezuz, e lavarjont dezañ :

— « Yann ar Badezour, e-neus kaset ahanom d’ho kaoud, evid goulenn ouzit : « Daoust ha te eo an hini a rañk dond, pe réd eo deom gortoz unan all ? »

21 D’ar mare-ze, e pareas Jezuz kalz a dud euz o hleñvejou, o foaniou, o droug-sperejou, hag e roas ar gweled da veur a zén dall.

22 Goude-ze, e respontas d’ar gannaded :

— « It da lavared da Yann petra ho-peus gwelet ha klevet : gweled a ra ar re zall, kerzed a ra ar re gamm, pareet eo ar re lor, kleved a ra ar re vouzar, adsevel a ra ar re varo da veo, hag ez eo prezeget d’ar beorien ar Helou Mad ; 23 Hag eüruz an neb, ne vezin ket eur skoill evitañ ».

Yaou

Lk 7, 24-30

24 Pa oe aet kannaded Yann en hent, e komzas Jezuz d’ar bobl diwar e benn :

— « Petra oh aet da weled er goueleh ? Eur raosklenn hejet gand an avel ? 25 Neuze ’ta petra oh aet da weled ? Eun den gwisket gand dillad kaer ? Med an dud gwisket gand dillad kran hag a vév er plijaduriou a vez kavet e paleziou ar rouaned. 26 Ahanta ! Petra ez oh aet da weled ? Eur Profet ? Ya, m’hel lavar deoh hag ouspenn eur profet.

27 « Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : « Setu ! Kas a ran va hannaden da-raog, kempenn a raio da hent dirazout ».

28 « M’hel lavar deoh, e-touez bugale ar merhed, nikun n’eo brasoh eged Yann, ha koulskoude, an disterra e Rouantèlèz Doue a zo brasoh egetañ.

29 « Ar re oll a oa ouz e zelaou, ar bublikaned hag all, a renias meuleudi da Zoue o reseo badeziant Yann.

30 « Ar Farizianed a-yad hag ar Skribed o-deus troet kein d’ar pez a oa mennad Doue warno, o chom hep reseo e vadeziant.

Gwener

Yn 5,33-36

En amzer-se, lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :

33 « Kaset ho-peus kannaded da gaoud Yann-Vadezour, hag e-neus roet testeni d’ar wirionez.

34 « N’em-eus ket ezomm-me euz testeni eun dén, med ne lavaran kement-se nemed evid ma hellot beza salvet.

35 « Bez’ e oa Yann-Vadezour ar houlaouenn war elum, dezi da rei sklêrijenn, ha plijet eo bet ganeoh kemer joa eur pennadig amzer ouz ar sklêrijenn-ze.

36 « Med, bez’ ez eus ganin eun testeni brasoh eged hini Yann : an oberou a ran, ar re-ze end-eün e-neus roet va Zad din da ober ; an oberou o-unan a ran a ziskouez ez on bet kaset gand an Tad.

Sadorn (overenn ar 17 a viz kerzu)

Mz 1, 1-17

1 Lignez Jezuz-Krist, mab da Zavid, mab da Abraham.
2 Tad eo bet Abraham da Izaag, Izaag, da Jakob, Jakob, da Juda ha d’e vreudeur.
3 Juda tad da Farez ha da Zara, dre ar vaouez Tamar. Farez tad da Esron, Esron, da Aram,
4 Aram tad da Aminadab, Aminadab, da Naason, Naason, da Zalmon.
5 Salmon tad da Vooz, dre ar vaouez Rahab, Booz tad da Obed, dre ar vaouez Ruth, hag Obed, da Jesse,
6 Jesse tad d’ar roue David, ha David, tad da Zalomon, dre an hini a oa bet gwrég Uri.
7 Salomon, tad da Roboam, Roboam, da Abiaz, Abiaz, da Asaf.
8 Asaf, tad da Jozafad, Jozafad, da Joram, Joram, da Oziaz,
9 Oziaz, da Joatam, Joatam, da Akaz, Akaz, da Ezekiaz,
10 Ezekiaz, da Vanase, Manase, da Amon, Amon, da Josiaz.
11 Joziaz, da Jekoniaz ha d’e vreudeur, da vare an harlu e Babilon.

12 Ha goude an harlu e Babilon, eo bet Jekoniaz, tad da Zalatiel, Salatiel, tad da Zorobabel.
13 Zorobabel, tad da Abiud, Abiud, da Eliakim, Eliakim, da Azor.
14 Azor, tad da Zadok, Sadok, da Akim, Akim, da Eliud,
15 Eliud da Eleazar, Eleazar, da Vatan, Matan, da Jakob,
16 Jakob tad da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz, anvet ar Hrist.

17 Bez’ ez eus eta pevarzeg rummad adaleg Abraham beteg David, pevarzeg adaleg David beteg an harlu e Babilon, ha pevarzeg adaleg an harlu e Babilon beteg ar Hrist.