Euz ar 14 d’an 20 a viz Ebrel 2023
35 Deuet en-dro euz Emmaüz, e oa an diskibien o konta d’an unneg abostol ha d’ar re a oa ganto, ar péz a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaoz o-doa anavezet an Aotrou p’e-noa torret ar bara. 36 O komz e oant c’hoaz, pa zigouezas Jezuz en o zouez, hag e lavaras dezo :
– -« Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».
37 Souezet braz ma oant, e krogas aon enno ; kavoud a ree dezo gweled eur spéz.
38 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Perag beza strafuillet ha kaoud douetañs en ho kalon ? 39 Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid : Me an hini eo ! Touchit ouzin ha sellit mad : eur spéz n’e-neus na korv nag eskern, evel ma welit am-eus anezo ».
40 Goude beza komzet evel-se, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e dreid. 41 Dre ma ne gredent ket c’hoaz, ken braz ha ma oa o joa, ha ken bamet ma choment gand ar zouez, e lavaras Jezuz dezo :
— « Ha bez’ ho-peus eun dra bennag da zebri, amañ ? »
42 Kinnig a rejont dezañ eun tamm pésk bet grillet. 43 Kemer a reas anezañ, ha debri dirazo.
44 Goude-ze, e lavaras dezo :
— « Dalhit soñj euz ar homzou-mañ am-eus bet lavaret deoh pa oan c’hoaz en ho touez : Bez’ e rañke dond da wir kement a zo bet skrivet diwar va fenn e Lezenn Voïzez, er Brofeted hag er Salmou ».
45 Neuze, e tigoras dezo o spered da intent ar Skrituriou.
46 Hag e lavaras dezo :
— « Evel-se, ez eo skrivet : Diwaska poan a raio ar Hrist, ha sevel a varo da veo d’an trede deiz ; 47 d’an oll boblou, ha da genta e kêr Jeruzalem, e vo prezeget, en e ano, trei ar galon ouz Doue evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.
48 « C’hwi eo a zo lakeet da dést a gement-se ».
Treizet e-noa Jezuz lenn Tiberiad o kerzed war an dour.
22 Antronoz, e welas an dud a oa chomet en tu all, ne oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien : eet e oa kuit ar re-mañ o-unan.
23 Padal, o tond euz Tiberiad e oa digouezet bagou all e-kichenn al leh ma oa bet debret ar bara goude m’e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.
24 Pa welas an dud ne oa mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont er bagou evid mond da Gafarnaom war glask euz Jezuz.
25 Hag o veza kavet anezañ en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :
— « Rabbi, pe da vare out deuet amañ ? »
26 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : War glask ahanon emaoh, n’eo ket abalamour m’ho-peus gwelet sînou burzuduz, med abalamour m’ho-peus debret bara diouz ho c’hoant.
27 « Grit eta oberou, n’eo ket evid ar vagadurez a ya da fall, med evid ar vagadurez a jom er vuhez peurbaduz, an hini a ro deoh Mab an Dén, rag Eñ eo e-neus Doue, an Tad, merket gand e ziell ».
28 Lavared a reas an dud dezañ neuze :
— « Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue ? »
29 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Setu amañ oberenn Doue : Kredi en hini e-neus kaset er béd ».
Goude burzud ar bara kresket, 30 e lavaras an dud da Jezuz :
— « Peseurt sîn emaout o vond da ober evid ma hellim gweled anezan ha kredi ennout ? Peseurt oberenn emaout o vond da ober ? 31 Drebet o-deus on Tadou-Koz ar mann en dezert ; evel ma lavar ar Skritur : « Bara euz an Neñv e-neus roet dezo da zrebi ».
32 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : N’eo ket Moïzez eo e-neus roet deoh ar bara deuet euz an Neñv ; va Zad eo a ro deoh ar bara gwirion deuet euz an Neñv. 33 Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an Neñv hag a ro buhez d’ar béd ».
34 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « Aotrou, roit deom bepréd euz ar bara-ze ».
35 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no biken naon ; an hini a gréd ennon, n’e-no biken sehed ».
Goude burzud ar bara kresket, 35 e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :
— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no naon biken ; an hini a gred ennon, n’e-no sehed biken ».
36 « Med lavaret am-eus deoh dija : gwelet ho-peus, ha koulskoude ne gredit ket.
37 « Kement hini a ro va Zad din, a zeuio d’am haoud, hag an hini a zeu d’am haoud, ne daolin ket anezañ er-mêz.
38 « Rag diskennet on euz an Neñv evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an hini e-neus kaset ahanon. 39 Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo d’an deiz diweza. 40 Rag bolontez va Zad eo m’e-nefe ar vuhez peurbaduz kement hini a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza ».
Goude burzud ar bara kresket, e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :
44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.
45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».
Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.
46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.
47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.
48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».
52 Tabutal a ree ar Juzevien kenetrezo o lavared :
— « Penaoz e hell hennez rei deom e gorv da zebri ? »
53 Lavared a reas Jezuz dezo eta :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n’ho-pezo ket ar vuhez ennoh. 54 An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz, ha me a adsavo anezañ da veo d’an deiz diweza. 55 Rag gwir vagadur eo va horv, ha gwir evaj eo va gwad. 56 An hini a zèbr va horv hag a év va gwad a jom ennon ha me a jom ennañ.
57 « Hag evel m’eo beo-buhezeg va Zad e-neus kaset ahanon, ha m’em-eus buhez dre va Zad, evel-se ive, an hini a zèbr ahanon, hennez ive e-no buhez drezon.
58 « Evel-henn eo ar bara diskennet euz an Neñv : n’eo ket heñvel ouz an hini a zébras ho tadou-koz. Maro int, int-i ; an hini a zebro euz ar bara-mañ a vevo da viken ».
59 Setu aze ar gelennadurez a roas Jezuz er zinagogenn, e Kafarnaom.
Lavaret e-noa Jezuz e sinagogenn Kafarnaom : An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz.
60 Goude beza klevet kement-se, e lavaras kalz euz e ziskibien :
— « Kaled eo ar gomz-se da gleved, ha piou a hell selaou anezi ? »
61 Gouzoud a ree Jezuz ennañ e-unan, e oa e ziskibien o hrosmolad diwar e benn.
Lavared a reas dezo :
— « Feuket oh gand kement-se ? 62 Ha pa welot Mab an Dén o sevel d’al leh ma oa a-ziaraog ?
63 « Ar spered eo a ro buhez, ar horv ne dalv da netra. Spered ha buhez eo ar homzou am-eus lavaret deoh.
64 « Bez’ ez eus a-vad, tud en ho-touez, ha ne gredont ket ».
Rag gouzoud a ouie Jezuz abaoe ar penn kenta pere e oa ar re diskredig, ha piou a oa da werza anezañ.
65 Hag e lavaras dezo c’hoaz :
— « Abalamour da-ze, em-eus lavaret deoh ne hell dén dond d’am haoud nemed ha roet e vefe bet dezañ dond gand va Zad ».
66 Diwar neuze, ez eas kalz euz e ziskibien war o hiz, en eur jom heb mond d’e heul.
67 Neuze e lavaras Jezuz d’an Daouzeg :
— « Daoust ha c’hwi ive ho-peus c’hoant mond kuit ? ».
68 Respont a reas Simon-Pèr dezañ :
— « Aotrou, da gaoud piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz. 69 Kredi a reom-ni, ha gouzoud a reom ez out Sant Doue ».