Accueil  -  Testamant Nevez  -  Lizer d’an Efezianed

Lizer d’an Efezianed

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

Pennad-kinnig

Al lizer-mañ a zo bet skrivet, evel al lizer d’ar Gorintianed, evid oll gristenien an Azia-Izella. Displega a ra mister an Iliz, korv ha pried ar Hrist : en Iliz, Juzevien ha payaned, beteg neuze enebourien touet, a zeu d’en em unani en eun Den Nevez hebken :ar Hrist. Rag hiviziken, dre furnez doueel ar Hrist hag e garantez divuzul, ar bayaned int-i ivez o-deus lod er bennoziou doueel en o fez.

 

Lizer d’an Efezianed

I 1 Paol, abostol Jezuz Krist dre volontez Doue, d’an dud santel, fidel e Jezuz Krist : 2 deoh gras ha peoh, a-berz Doue an Tad ha Jezuz Krist an Aotrou.

 Eur hras divent

3 Meulet ra vezo Doue, Tad or Zalver Jezuz Krist, e-neus skuillet warnom, euz lein an neñvou, peb bennoz speredel en Aotrou Krist. 4 On dibabet e-neus ennañ, araog ma oa krouet ar bed, evid beza dirazañ santel ha direbech er garantez. 5 En araog e-neus divizet ober ahanom bugale perhennet dre Jezuz Krist, setu ar pez a zo plijet d’e volontez : 6 ma vo meulet e hloar hag ar hras roet deom brokuz en e Vab muia-karet. 7 Ennañ, dre e wad, ez om dasprenet hag on-eus ar pardon euz or pehejou, ken puill eo e hras 8 roet deorn brokuz gantañ, e stumm peb furnez ha peb skiant, 9 o tiskleria deom ar mister euz e volontez divizet gantañ en e vadelez, 10 evid urzia an amzeriou diweza, o suja ar bed a-bez d’an Aotrou Krist, kement a zo en nenvou ha kement a zo war an douar. 11 Ennañ ivez oñ-eus bet ol lod : hervez an hini a ra e peb tra e volontez, ez om bet dibabet en araog 12 evid ma vefem-ni -evid meuleudi e hloar-ar re o-deus en araog lakeet o fiziañs e Doue. 13 Ennañ c’hoaz ho-peus klevet komz ar wirionez, Aviel ar zilvidigez, ha lakeet ennañ ho feiz, c’hwi hag a zo bet merket gand siell ar Spered prometet, 14 a zo an arrez euz on heritach, evid silvidigez ar bobl dasprenet evid meuli e hloar.

 Ar bedenn evid kaoud sklerijenn

15 Setu perag, me ivez, abaoe m’am-eus klevet ano euz ho feiz er Zalver Jezuz, hag euz ho karantez evid ar zent oll, 16 ne baouezan ket da drugarekaad ablamour deoh,pa zoñjan ennoh em fedennou. 17 Plijet gand Doue or Zalver Jezuz Krist, an Tad a zo dezañ ar hloar, rei deoh eur spered a furnez, da ziskuill anezañ deoh, da ober deoh e anaoud da vad ; 18 ra zigoro ho kalon d’e sklerijenn, evid ober deoh gouzoud peseurt esperañs a zeu deoh diwar e halvadenn, peseurt teñzor eo e hloar, hag an hêrez lodennet gantañ etrezoh hag ar zent ;

19 pegen braz eo bet e halloud diskouezet en or heñver deom-ni an dud a feiz, e nerz, e oll halloud 20 o lakeet e-neus da labourad en Aotrou Krist, p’e-neus e zavet a-douez ar re varo, hag e lakeet da azeza a zehou dezañ en neñvou, 21 kalz uhelloh eged peb beli, peb galloud, peb domani, peb mestroniez, n’eus forz pe ano o-defe, n’eo ket hebken er bed a-vremañ, med ivez er bed da zond. 22 Ya, lakeet e-neus pep tra dindan e dreid, roet e-neus anezañ da veza ar penn euz an Iliz e gorv, a zo hi leunder an Hini a zo peurleuniet gand Doue e-unan.

 Euz ar maro d’ar vuez

II 1 C’hwi hag a oa maro ablamour d’ho faziou ha d’ar pehejou, 2 a reeh gwechall, pa ’z eeh da heul doue ar bed-mañ, ar priñs a zo o ren etre an neñv hag an douar, ar spered a zo bremañ oh oberia e-touez an dud disent, 3 Ni a oa anezo, ni oll ivez a en em leze da vond da youlou on natur-den, o plega d’e dechou fall hag ez oam dre natur heñvel ouz ar re all tonket d’ar gounnar. 4 Doue avad, leun a druez ablamour d’ar garantez dreist e-neus evidom, 5 d’ar mare m’oam maro dre or pehejou, e-neus buezekeet ahanom a-unan gand ar Hrist -dre hras eo ez oh salvet- a-unan gantañ e-neus on adsavet da veo hag on lakeet da azeza en neñvou, e Jezuz Krist.

7 Dre e vadelez evidom eta, e Jezuz Krist, eo fellet dezañ diskouez evid an amzeriou da zond eo e hras pinvidig-mor a vadelez en or heñver, e Jezuz Krist. 8 rag gand ar hras eo ez oh salvet, dre ar feiz ; n’eo tamm ebed drezoh hoh unan, an donezon euz a Zoue eo. 9 Kement-se ne zeu ket diwar an oberou, evid ma ne zeuio nikun da lorha gantañ. 10 Rag eñ eo e-neus greet ahanom, e-neus or hrouet e Jezuz Krist evid an oberou mad, bet en araog, pourchaset gand Doue evid ma rafem anezo.

 Oll unanet er Hrist

11 Dalhit soñj eta, c’hwi hag a zouge gwechall en ho korv sin ar bayaned, c’hwi hag a veze greet diamdrohet ahanoh, gand ar re a gav dezo beza amdrohet, en abeg d’an amdroh greet dezo gand dorn an den. 12 Dalhit soñj ez oah d’ar mare-se heb Mesiaz, en diavez da bobl Israel heb lod ebed e emgleviou ar bromesa, heb esperañs ebed, heb Doue ebed er bed. 13 Bremañ avad e Jezuz Krist, c’hwi hag a oa gwechall pell a zo degaset da dost dre wad ar Hrist 14 rag eñ eo or peoh, eñ hag e-neus lakeet an daou rummad en unan hebken ; en e gorv e-neus diskaret moger an disparti : ar gasoni. 15 Torret e-neus al Lezenn hag he gourhemennou gand o reolennou. Evel se eo fellet dezañ ober ennañ eun den nevez anezo o-daou Juzeo ha payan o lakaad ar peoh, 16 o lakaad anezo o-daou d’en em gleved gand Doue en eur horv hebken, dre ar groaz e-neus lazet ar gasoni. 17 Deuet eo da embann ar peoh deoh, c’hwi, hag a oa pell hag ar peoh d’ar re a oa tost. 18 Gras dezañ eo on-eus, an eil hag egile, darempred gand an Tad en eur Spered hebken. 19 Evel-se eta n’hoh mui tud estren na tremenidi, c’hwi a zo kenvroidi d’ar zent, hag euz famill Doue. 20 Plas a zo bet roet deoh er zavadur a zo diazezet war an Ebestel hag ar Brofeded, ha war Jezuz Krist e-unan egiz meñ korn. 21 Ennañ peb savadur a vez renket hag a zav beteg eun templ santel en Aotrou. 22 Ennañ c’hwi ivez a zo renket asamblez er zavadur evid dond da veza eun demeurañs da Zoue dre ar Spered.

 Paol, den mister Doue

III 1 Setu perag, me Paol, prizoniad Jezuz Krist evidoh-hwi ar bayaned, 2 m’ho-peus da vianna klevet ano euz ar hras roet din gand Doue evidoh, evid kas da benn ar pez e-noa divizet, 3 penaoz dre eur weladenn on deuet da anaoud ar mister, evel m’am-eus henn lavaret e berr-gomzou.

4 Evel-se, ouz va lenn, e hellit gouzoud pebez anaoudegez am-eus euz mister ar Hrist ; 5 ar mister-se n’oa ket bet diskuillet da rummadou tud an amzer dremenet, evel m’ema o paouez beza greet bremañ dre ar Spered d’e Ebestel santel ha d’ar Brofeded : 6 ar bayaned a zo kenlodeg en heritach, kenlodeg er Horv kenlodeg er bromesa e Jezuz Krist dre an Aviel.

7 Greet eo bet ahanon ar ministr a gement-se dre zonezon ar hras roet din gand Doue dre nerz e halloud. 8 Me an disterra hini a zo e-touez ar Zent,am-eus bet ar hras-se da embann d’ar bayaned e-neus ar Hrist eur binvidigez a n’hell ket beza dirouestlet, 9 ha diskouez sklêr penaoz e kas Doue da benn ar mister miret kuzet ennañ a oll viskoaz, eñ krouer ar bed a-bez. 10 Hiviziken eta beli ha gallouduziou en neñvou a anavez dre an Iliz liez furmou furnez Doue 11 hervez ar mennad peurbadel e-neus kaset da benn e Jezuz Krist on Aotrou. 12 Er Hrist on-eus, dre or feiz ennañ, ar frankiz da dostaad leun a fiziañs. 13 Setu perag, na zeuit ket, me ho ped, da fallgaloni en abeg d’an trubuillou a houzañvan evidoh, ho kloar int. 14 Setu perag e plegan va daoulin dirag Doue an Tad. 15 Anezañ e tenn peb famill e ano, en neñv ha war an douar. 16 Ra blijo gantañ, hervez sked e hloar ; ho kennerzi dre e Spered evid ma vo kreñveet ennoh an den a-ziabarz, 17 ha ma vo ar Hrist dre ar feiz oh ober e zemeurañs en ho kalonou deoh gwriziennet er garantez ha diazezet warni, 18 evid ma vezoh gouest evel-se da intent gand an oll zent petra eo al ledander, an hirder, an uhelder, an donder… 19 ha da anaoud karantez ar Hrist a zo dreist peb anaoudegez, evid m’ho pezo a-founn beteg reseo a-bez leunder Doue. 20 D’an hini a hell dre e halloud oh oberia ennom, ober muioh, kalz muioh eged a houlennom hag a zoñjom, 21 dezañ ar hloar en Iliz hag e Jezuz Krist a rummad da rummad, a gantved da gantvejou. Amen.

 Sevel korv ar Hrist en unaniez

IV 1 Hoh alia a ran eta en Aotrou, me hag a zo prizoniad, renit ho puez hervez ar halvadenn ho-peus bet ; 2 izel a galon ha leun a zouster, gand pasianted, en em houzañvit an eil egile er garantez ; 3 lakit ho poan da zerhel unvaniez ar spered dre liamm ar peoh. 4 Eur horv hebken a zo, eur Spered hebken, evel-se ivez ez oh galvet d’eun esperañs hebken, 5 eun Aotrou heb-ken, eur feiz hebken, eur vadeziant hebken, 6 eun Doue hebken ha Tad d’an oll, a ra e labour dre an oll, hag a jom en oll. 7 Da beb hini ahanom koulskoude eo bet roet ar hras hervez donezon ar Hrist. 8 Ahano ar Gomz-mañ : « Pignet d’an uhel, e-neus greet prizonidi, ha roet donezonou d’an dud ».

9 Pignet eo ! Petra eo an dra-ze ? Kement-mañ, diskennet eo beteg an traoñ war an douar. 10 An hini a zo diskennet a zo ivez an hini a zo pignet uhelloh eged an oll neñvou evid leunia ar bed a-bez 11 hag eñ eo e-neus greet Ebestel euz lod, profeded euz lod all, avielerien euz lod all c’hoaz, hag euz lod erfin pastored ha kelennerien 12 evid ma vo ar zent e stad da ober ar vinistrerez evid diorrenn korv ar Hrist, 13 beteg ma tegouezim oll asamblez e unaniez ar feiz hag en anaoudegez euz Mab Doue e stad eun den greet, deuet da vent ar Hrist en e wella. 14 Evel-se ne vezim ket mui bugale hejet ha dihejet, kaset ha degaset gand peb avel a gelennadurez, touellet gand tud korvigellet d’on lakaad da fazia. 15 Med o veva en eur garantez gwirion e kreskim e peb doare war-zu an hini a zo ar penn :ar Hrist. 16 Ar horv a-bez, kenaozet ha kennerzed gand an oll liammou a zegas dezañ magadurez hervez al labour merket da beb ezel, a deu dre ar Hrist da greski evid en em ober er garantez.

 Gwechall ha breman

17 Se tu amañ eta ar pez a lavaran hag an testeni a roan en Aotrou : na vevit mui evel ar bayaned gand o zoñjou goullo, 18 beuzet o spered en deñvalijenn, n’o-deus perz ebed e buez Doue, dizesk ma ’z int ha kaledet o halon ; 19 diskiant ma ’z int, o-deus en em roet d’an hudurnez beteg en em rei d’eul loustoni diroll. 20 C’hwi avad, n’eo ket evel-se ho-peus desket ar Hrist, 21 da vianna mar deo anezañ e gwirionez eo ho-peus klevet ano, mar deo eñ eo a zo bet desket deoh, hervez ar wirionez a zo e Jezuz : 22 red eo deoh en em zizober euz ho puez tremenet, dilemel diwarnoh an den koz a zeu da vreina er c’hoantegeziou touelluz. 23 Red eo deoh beza renevezet gand eur spered a jeñch ho kalon 24 ha gwiska an den nevez krouet hervez Doue er justis hag er zantelez a zeu euz ar wirionez.

25 Setu eta ma’z oh dieubet euz ar gevier : ra lavaro peb hini ar wirionez d’e nesa, rag izili om an eil d’egile. 26 Ma ’zeus droug ennoh ? Na behit ket. Arabad ez afe an heol da guzad war ho kounnar. 27 Na roit ket ennoh krog d’an diaoul. 28 An hini a laere, dezañ paouez da laerez : kentoh kemered ar boan da labourad gand e zaouarn en eun doare onest, evid kaoud peadra da ranna gand an den ezommeg. 29 Komz noazuz ebed ne dle dond diwar ho muzellou, med, diouz red, eur gomz vad bennag, gouest da skoueria ha da rei eur hras bennag d’ar re a glev anezi. 30 Na hlaharit ket ar Spered Santel, e verk dezañ e-neus Doue lakeet warnoh evel eur ziell evid deiz ar frankizadur. 31 Komzou treñk, froudennou, kounnar, dismegansou, na vo ano ebed mui a gement-se kenetrezoh, na kennebeud tamm fallagriez ebed. 32 Bezit madelezuz an eil e-keñver egile, bezit kalon vad. Pardonit an eil d’egile evel m’e-neus Doue pardonet deoh er Hrist.

 Skoueriou an Aotrou Doue

V 1 Kemerit skouer diwar Doue, peogwir ez oh bugale karet gantañ. 2 Bevit er garantez, evel m’e-neus ar Hrist or haret, hag en em roet evidom da Zoue en eur brovadenn hag eur zakrifis plijuz da Zoue. 3 Euz orged, hudurnez, n’eus forz e peseurt doare e vefent, euz skraperez, na vo ano ebed zoken en ho touez, evel ma tere da dud santel, 4 nag euz loustoni, diotachou, farserez –kement-se n’eo ket deread – med kentoh en em roit d’ar bedenn a drugarez. 5 Rag, intentit mad, n’e-n eus an orgeder, nag an den a ra hudurnez nag ar skraper -eun azeuler falsdoueou a zo anezañ- da gaoud perz e rouantelez ar Hrist, rouantelez Doue. 6 Arabad da zen touella gand komzou goullo, an dra-ze eo a denn kounnar Doue war an dud disent, 7 na vezit ket kenlodeg ganto.

8 Gwechall ez oah teñvalijenn, bremañ avad ez oh sklerijenn en Aotrou Krist ; bevit evel bugale ar sklerijenn, 9 rag frouez ar·sklerijenn eo peb madelez, peb justis, peb gwirionez. 10 Gwelit mad petra ’blij d’an Aotrou. 11 Arabad deoh kenlabourad evid oberou difrouez an deñvalijenn, diskuillit anezo kentoh. 12 Ar pez a ra an dud-se e kuz, mez eo zoken hel lavared. 13 Med kement a vez diskuillet a vez diskouezet gand ar sklerijenn, 14 rag sklerijenn eo ar pez a zo diskouezet, setu perag e vez lavaret :

Dihun ’ta te hag a zo kousket,
sav a-douez ar re varo,
ha warnout ar Hrist a skedo.

15 Taolit evez ouz ho toare beva, n’eo ket evel tud diskiant, med evel tud fur, 16 o lakaad da dalvezoud ar mare-mañ, rag fall eo an amzer a vevom. 17 Na vezit ket diskiant eta, med intentit mad petra eo bolontez Doue. 18 Arabad deoh beza mezo, kement-se a zoug d’ar vuez diroll, bezit avad leun a Spered Santel : 19 Lavarit asamblez salmou, imnou, ha kantikou speredel, kanit meulit an Aotrou a greiz kalon. 20 E peb amzer, da beb degouez, lavarit bennoz da Zoue an Tad en ano Jezuz Krist on Aotrou.

 An darempredou nevez

21 C’hwi hag ho-peus doujañs evid ar Hrist, sujit an eil d’egile. 22 Gwragez, sujit d’ho pried, evel d’or Zalver, 23 rag ar gwaz a zo ar penn evid ar vaouez, evel m’eo ar Hrist ar penn evid an Iliz, hag ar Zalver evid he horv. 24 Med evel ma suj an Iliz d’ar Hr.ist, ra zujo ar merhed e peb tra d’o gwazed. 25 C’hwi, gwazed, karit ho kwragez, evel m’e-neus an Aotrou Krist karet an Iliz, ha m’e-neus en em roet eviti, 26 evid he zantellaad en eur walhi anezi gand dour ar vadeziant hag ar Gomz, 27 hag evid lakaad dirazañ an Iliz leun a hloar, warni na si, na rouvenn, na netra evel-se, med santel ha divlam. 28 Evel-se ivez e tle ar gwaz kared e bried evel e gorv dezañ e-unan ; an neb a gar e bried, en em gar e-unan, 29 rag morse ne zeuas den da gaoud kas ouz e gorv, er hontrol eo, e vaga a ra ha kemer soursi anezañ ; evel-se e ra an Aotrou Krist evid e Iliz, 30 rag ni a zo izili euz e gorv. 31 Setu perag e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm evid en em staga ouz e bried, ha ne vezint o-daou nemed eur horv hebken. 32 Braz eo ar mister-se, lavared a ran eo hennez mister ar Hrist hag an lliz. 33 N’eus forz, peb hini ahanoh, evid ar pez a zell outañ, a dle kared e wreg eveldañ e-unan, hag ar wreg a dle douja d’he gwaz.

VI 1 Bugale, sentit ouz ho kerent en Aotrou, an dra-ze a zo just. 2 « Da dad, da vamm a enori », setu aze ar gourhemenn kenta, bet staget outañ eur bromesa : 3 « evid m’az po eürusted ha buez hir war an douar ». 4 C’hwi, tadou, arabad deoh hegasi ho pugale, med diorrennit anezo hervez an urz vad ha kenteliou an Aotrou. 5 C’hwi, sklaved, sentit ouz ho mistri euz an douar-mañ gand doujañs, en eur grena, eeun a galon, evel ouz ar Hrist, n’eo ket ablamour m’emaoh dirag an dud, evel ma vijeh o klask plijoud dezo, med evel sklaved d’ar Hrist, aketuz da ober bolontez Doue. 7 Grit, a volontez vad ho servich, evel pa vijeh e servich an Aotrou, ha n’eo ket e servich an dud. 8 Her gouzoud a rit, ar vad e-no greet peb hini, sklav pe frank e ve, a gavo e zigoll a-berz an Aotrou ; 9 ha c’hwi, mistri, grit kemend-all en o heñver. Na hourdrouzit ket : c’hwi a oar, evidoh hag evito ar mestr a zo en neñv, ha dirazañ den ne vo espernet.

 Ar stourmad evid ar feiz

10 A hend-all, tennit ho nerz euz nerz oll-halloudeg an Aotrou. 11 Gwiskit armou Doue evid beza e stad da zerhel penn da droiou-pleg an diaoul, 12 rag n’eo ket ouz an den on-eus da stourm, med ouz gallouduziou, beli ha domaniez ar bed a deñvalijenn-mañ, ouz sperejou an droug a zo en oablou. 13 Gwiskit eta arm Doue evid gelloud, d’an deiz fall, enebi ha chom en ho sav, o veza greet kement a oa red. 14 En ho sav, eta, ouz ho targreiz gouriz ar wirionez, gwisket ganeoh skoed ar justis, en ho treid boutou al lañs evid embann aviel ar peoh. 15 Kemerit dreist-oll skoed ar feiz, gantañ e helloh mouga oll virou entanet an diaoul ; 17 resevit erfin tok-brezel ar zilvidigez, hag ar hleze speredel, da lavared eo Komz Doue. 18 Ra zeuio ar Spered d’ober deoh pedi e peb doare, ha goulenn da beb mare ; implijit ho peilladegou da bedi dalhmad evid an oll zent 19 hag evidon-me ivez. Ra vo ar Gomz war ho muzellou evid embann gand hardisegez mister an Aviel, 20 ez on anezañ ar hannad en ereou ; gand ma vo posubl din eo, evel m’eo dleet din henn ober, embann anezañ gand hardisegez.

 Kemennadurez

21 Felloud a ra din e ouijeh, c’hwi ivez, e peseurt stad emaon, ar pez aran. Tichik va breur karet, eur ministr gwirion en Aotrou, a roio deoh an oll geleier. 22 E gas a ran deoh a-ratoz, evid lavared deoh e peseurt stad emaom hag evid ho frealzi. 23 Peoh d’ar vreudeur, karantez ha feiz a-berz Doue an Tad ha Jezuz Krist an Aotrou. 24 Ra vo ar hras gand ar re oll o-deus evid or Zalver

Jesus Krist eur garantez divarvel.