Heskinèrèz a sko war an Azia-Izella ; moarvad e amzer an impalaer Domisian, war-dro ar bloavez 96. Yann a zo harluet e enezenn Patmos. Poueza a ra war ar red da ren eur vuez virvidig ha da jom stard er feiz. Doue e-neus bepred gwaranted d’ar Juzevien dre ar brofeded, d’ar gristenien dre an Aviel, o-defe an treh war o enebourien, ma chomfe ar bobl fidel dezañ. E meur a weledigez e tegas an Aotrou da zoñj da Yann an asurañs-se. Distrujet e-neus an Aotrou Jeruzalem, he-deus lakeet ar Mesias d’ar maro hag heskinet ar gristenien. Eun deiz a zeuio e treho war impalaerez Rom a ra brezel d’ar Hrist ha d’an Iliz ; en amzeriou diweza erfin, e treho war ar galloudureziou dastumet gand Satan evid eur stourmad diweza a-eneb an Iliz hag a-eneb Doue. Goude m’e-no trehet war e enebourien da vad, goude m’e-no trehet war ar maro e-unan, dre e adsao da veo, an Aotrou a roio lod d’an Iliz, e bried, en e rouantelez a beoh hag a eürusted barfed. Da hortoz, e-kreiz an trubuillou, ar Pried ne ehan da lavared : « O ! Ya ! Deus, Aotrou Jezuz ! »
I 1 Doue a roas an diskuliadur-se, evid diskouez d’e zervicherien ar pez a dlee c’hoarvezoud diwezatoh. Henn roet e-neus da anaoud dre e êl da Yann e zervicher. 2 Hemañ e-neus roet testeni, ez oa Komz Doue ha testeni Jezuz Krist kement e-noa gwelet. 3 Eüruz an hini a lenn, hag ar re a zelaou komzou ar brofediez, hag a vir ar pez a zo skrivet enni, rag tost eo ar poent.
4 Yann, d’ar seiz Iliz a zo en Azia : gras deoh ha peoh a-berz an Hini a zo, a zo bet hag a zeu, a-berz ar seiz spered a zo dirag an tron, 5 hag a-berz Jezuz Krist an test leal, ar henta ganet a-douez ar re varo ha mestr rouaned an douar : 6 d’an hini e-neus or haret, or frankizet euz or pehejou dre e wad, hag e-neus greet ahanom eur rouantelez beleien evid Doue e Dad ; dezañ gloar ha galloud da virviken. Amen ! 7 Setu m’ema o tond, a-dreuz ar goabrennou, ha kement lagad a welo anezañ, ar re o-deus toullet anezañ zoken : hirvoudi a ray oll veuriadou an douar ablamour dezañ. Ya ! Amen ! 8 Me a zo an Alfa hag an Omega, eme an Aotrou Doue, an Hini a zo, a zo bet hag a zeu, an oll halloudeg.
9·Me Yann, ho preur hag ho kenseurt en drubuill, er rouantelez hag er basianted e Jezuz, me a oa en Enez Patmoz, ablamour da Gomz Doue ha da desteni Jezuz. 10 E dalh ar Spered edon, da Zeiz an Aotrou, a-dreñv kein din, e klevis eur vouez kreñv evel hini eun drompill, a lavare : « Ar pez a welez, skriv anezañ en eul levr, ha kas anezañ d’ar seiz Iliz : Efez, Smirn, Pergam, Tiatir, Sard, Filadelfi ha Laodise ». 12 Distrei a ris evid selled ouz ar vouez a gomze ouzin, hag, o tistrei, e welis seiz kantolor aour, unan damheñvel ouz eur mab-den, gwisket gantañ eur zae hir, gourizet gand eur houriz aour. 14 E benn hag e vleo a oa gwenn evel gloan gwenn, evel erh, e zaoulagad evel flamm-tan beo, 15 e dreid a oa heñvel ouz arem a briz braz, evel nêteet dre an teuzlestr, hag e vouez heñvel ouz mouez an doureier braz. 16 En e zorn dehou ez oa gantañ seiz steredenn, hag euz e henou e teue eur hleze lemm a zaou droh ; e zremm a oa evel an heol pa sked e-kreiz e nerz.
17 Ouz e weled, e koueziz evel maro e-harz e dreid, med lakaad a reas e zorn dehou warnon en eur lavared : « Arabad eo dit kaoud aon, emezañ, me a zo ar henta hag an diweza, 18·an Hini beo, maro on bet ha setu me beo da virviken ; em herz ema alhweziou ar maro hag an iferniou. 19 Skriv eta ar pez az-peus gwelet hag ar pez a dle degouezoud goude-ze, 20 ha setu mister ar seiz steredenn az-peus gwelet em dorn dehou hag ar seiz kantolor aour : Ar seiz steredenn eo êlez ar seiz Iliz.
II 1 Da êl an Iliz a zo e Efez skriv : kement-mañ a lavar an hini a zo ar seiz steredenn en e zorn dehou, hag a gerz e-kreiz ar seiz kantolor aour. 2 Anaoud a ran da oberou, da boan ha da basianted, gouzoud a ran n’hellez ket gouzañv an dud fallagr. Amprouet az-peus ar re a lavar beza ebestel, ha n’ez int ket, ha kavet az-peus ez oant gaouiad. 3 Pasianted az-peus : da houzañv az-peus bet ablamour d’am Ano, ha n’out ket bet fallgalonet.
4 Med da rebech dit am-eus beza kollet da garantez kenta. 5 Dalh soñj eta a beleh ez out kouezet, bez keuz, ha gra an oberou kenta, a-hend-all me a zeu dit, hag e tennin da gantolor euz e blas ma ne zistroez ket. 6 An dra-mañ koulskoude a zo mad evidout : heug az-peus euz oberou an Nikolaided. 7 An neb e-neus diskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou. D’an treher, e roin da zebri euz eur wezenn a zo e baradoz Doue.
8 Da êl an Iliz a zo e Smirn skriv : kement-mañ a lavar ar Henta hag an Diweza, an Hini a zo bet maro, med a zo distroet d’ar vuez : 9 Anaoud a ran da drubuill ha da baourentez – med pinvidig out – ar falstamallou greet gand ar re a zo Juzevien war o meno, ar pez n’int ket, n’int nemed eur zinagog da Zatan. 10 Arabad eo dit kaoud aon rag ar pez emaout o vond da houzañv. Setu m’ema an diaoul o vond da deurel er prizon lod ahanoh evid hoh amproui, ha deg devez e pado ho trubuill. Bez fidel beteg ar maro hag e roin dit ar gurunenn a vuez.
11 An neb e-neus diskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou ; an treher ne vo ket gwallet gand an eil maro.
12 Da êl an Iliz a zo e Pergam skriv : kement mañ a lavar an hini e-neus ar hleze lemm a zaou dremm. 13 Goûd a ouzon e peleh emaout o chom, eno eo ema tron Satan. Med delher a rez d’am Ano, n’az-peus ket nahet va feiz, zoken da geñver amzer Antipas, test fidel din, lakeet d’ar maro du-ze, e leh m’ema Satan o chom. 14 Med eun nebeud rebechou am-eus da ober dit : du-ze ez euz lod hag a ya da heul kelennadurez ar Balaam-se a guzulias da Valak stegna eur pej da vugale Israel evid isa anezo da zebri kig bet kinniget d’an doueou-faoz, hag en em rei d’ar zerhèrèz. 15Ganeoh ez euz ivez lod hag a heuill kelennadurez an Nikolaided. 16 Distro eta, a-hend-all e teuin dit dizale, hag e stourmin outo gand ar hleze euz va genou.
17 An neb e-neus diskouam, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou. D’an treher e roin ar mann kuzet. Eur mên gwenn a roin dezañ hag engravet er mên, eun ano nevez dianavezet gand an oll, nemed gand an hini a reseo anezañ.
18 Da êl an Iliz a zo e Tiatir skriv : kement-mañ a lavar Mab Doue, an Hini a zo e zaoulagad heñvel ouz tan-flamm, hag e dreid heñvel ouz arem priziuz : 19 Anaoud a ran da oberou, da garantez, da feiz, da zervich ha da basianted, ar re ziweza euz da oberou a zo niverusoh eged ar re genta. 20 Med da rebech dit am-eus, e houzañvez Jezabel, ar vaouez-se hag a lavar beza profedez, a laka da vond da goll va zervicherien, o kelenn dezo debri kig bet kinniget d’an doueou faoz, 21 roet am-eus amzer dezi da zistrei, med ne fell ket dezi distrei euz he zerhèrèz. 22 Setu ma taolan anezi, hi hag ar re a ra avoultriez ganti, war eur gwele a glañvour, nemed ha distrei a rafent diouz o oberou. 23 D’he bugale e roin taol ar maro hag e ouezo an oll Ilizou ez on an hini a anavez kement a dremen er galon hag er spered.
24 Deoh-hwi a-vad e lavaran, c’hwi hag a zo e Tiatir, c’hwi oll ha na heuillit ket ar gelennadurez-se, ha n’ho-peus ket anavezet « donderiou Satan » evel ma lavaront. Ne lakan samm all ebed warnoh, 25 nemed dalhit mad d’ar pez ho-peus, beteg ma teuin. 26 An treher, an hini a vir beteg penn va oberou, a roin dezañ galloud war an oll vroadou, 27 hag e reno anezo-war ar peuri gand eur wialenn houarn, evel ma vez torret al listri-pri, 28 evel m’am-eus, me ivez, resevet galloud war gement-se digand va Zad, hag e roin dezañ ar steredenn vintin. 29 An neb e-neus diskouarn ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
III 1 Da êl an Iliz a zo e Sard skriv : kement-mañ a lavar an Hini e-neus ar seiz spered a Zoue hag ar seiz steredenn : anaoud a ran da oberou, brud az-peus da veza beo hag ez out maro. 2·Bez war evez : kennerz ar pez a jom hag a zo o vond da vervel, rag ne gav ket din e vefe peurvad da oberou dirag Doue. 3 Dalh soñj eta euz ar pez az-peus resevet ha klevet, mir anezañ ha distro. Ma ne vezez ket war evez, e teuin evel eul laer heb na oufez da bed eur e teuin davedout. 4 Koulskoude e Sard az-peus eun nebeud tud ha n’o-deus ket kaillaret o dillad. Va ambroug a raint, gwisket e gwenn, rag din int a gement-se. 5·Evel-se an treher a zougo dillad gwenn, ne lamin ket kuit e ano euz al levr a vuez, ha me en em zisklerio a-du gantañ dirag va Zad hag an êlez. 6·An neb e-neus diskouarn, dezañ kleved ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
7 Da êl an Iliz a zo e Filadelfi skriv : kement-mañ a lavar ar Zantel hag ar Gwirion, an Hini a zalh alhwez David : eñ a zigor, ha den ne zerro, eñ a zerr, ha den ne hell digeri. 8 Anaoud a ran da oberou, ha setu m’am-eus lakeet dirazout eun nor zigor ha n’hell den he zerri. Nebeud a nerz az-peus ha koulskoude az-peus miret va Homz ha n’az-peus ket dinahet va Ano. 9 Ha setu ma roan dit tud euz sinagog Satan, euz ar re a lavar beza Juzevien, ha n’int ket, rag gevier a lavaront. Setu ma lakin anezo da zond ha da stoui e-harz da dreid hag e ouezint am-eus da garet. 10 Peogwir az-peus miret ar Gomz euz va fasianted, me ivez a viro ahanout da eur an amprouenn a zirollo war an oll dud, evid amproui ar re a zo o chom war an douar. 11 Dizale e teuin. Dalh mad d’ar pez az-peus, ma ne zeuio den da denna diganit da gurunenn. 12 An treher a rin anezañ eur golonenn e Templ Doue, ha biken mui ne zeuio er mêz, ha warnañ e skrivin ano kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez, a ziskenn euz an neñv a-gichenn Doue, ha va ano nevez. 13 An neb e-neus diskouarn, dezañ selaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
14 Da êl an Iliz a zo e Laodise skriv : kement-mañ a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn kenta euz ar grouidigez greet gand Doue : 15 anaoud a ran da oberou, n’out na yen na tomm. Ma vijes bet yen pe domm eo ! 16 med peogwir ez out klouar ha n’ez out na yen na tomm, ez an da zistaoler ahanout euz va genou ; 17 peogwir e lavarez : « pinvidig on, pinvidikeet on, n’am-eus ezomm a netra », ha n’ouzout ket ez out eur paour-kêz, din a druez, paour, dall ha noaz, 18 eh alian ahanout da brena diganin aour nêteet dre an tan, evid dit pinvidikaad ha dillad gwenn d’en em wiska, ma n’az-po ket a vez da veza gwelet en noaz, hag eul louzou evid da zaoulagad ma weli sklêr adarre. 19 Me, kement hini a garan a vez difaziet ha reizet ganin. Bez greduz eta ha distro. 20 Setu m’emaon e toull an nor, hag e skoan. Ma klev hini pe hini va mouez, ha ma tigor an nor, ez in en e di, hag e tebrin koan gantañ hag eñ ganin-me. 21 An treher, me a roio dezañ azeza war va zron, evel m’am-eus me ivez trehet, ha ma ’z on eet da azeza gand va Zad war e dron. 22 An neb e-neus diskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.
IV 1 Goude-ze e welis kement-mañ : eun nor a oa digor en neñv, hag ar vouez am-boa klevet da genta o komz ouzin, evel eun drompill, a lavaras : « pign amañ hag e tiskouezin dit ar pez a dle degouezoud da houde ». 2 Kerkent e oen gourzavet gand ar Spered ha setu m’oa savet eun tron en neñv ha war an tron unan war e azez. 3 An hini a oa azezet e-noa lufr eur mên-yalp hag agatenn, killet e oa an tron gand eur helh a skede evel lufr emrodenn. 4 Endro d’an tron e oa pevar dron war ’n ugent, hag azezet war an troniou-ze e oa kozidi, pevar war ’n ugent anezo, gwisket e gwenn ha war o fenn kurunennou aour. 5 Euz an tron e tarze luhed, moueziou ha kurunou ; seiz lamp leskidig a zeve dirag an tron, ar re-ze eo ar seiz spered a Zoue. 6 Dirag an tron e oa eur mor splann, mein-strink a vefe lavaret. E-kreiz an tron hag endro dezañ pevar loen goloet a lagadou en a-raog hag en a-dreñv. 7 Ar henta heñvel ouz eul leon, an eil heñvel ouz eun taro yaouank, an trede dezañ evel dremm eun den, hag ar pevare heñvel ouz eun erer o·nijal.
8 Hag ar pevar loen o-doa, peb hini anezo, c’hweh askell, goloet e oant a lagadou tro war-dro dezo hag en diabarz. Ne ehanent ket, noz-deiz, da embann : « santel, santel, santel an Aotrou Doue oll halloudeg, an hini a oa, a zo hag a zeu ». 9 Ha bewech ma rent al loened gloar, enor ha trugarez d’an hini a zo azezet war an tron, d’an hini a vev da virviken, 10 ar pevar goziad war ’n ugent a stou dirag an hini a zo azezet war an tron, adori a reont an hini a vev da virviken hag e taolont o hurunennou dirag an tron en eur lavared : « Din out, Te, on Aotrou hag on Doue da reseo gloar, enor ha galloud, rag Te eo a grouas peb tra, fellet eo ganit e vefe anezo hag e oent krouet ».
V 1 Hag e welis : e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron, eul levr rollet, skrivet en diabarz hag en diavêz anezañ, siellet gand seiz siell, 2 hag e welis eun êl gallouduz oh embann a vouez kreñv : « Piou a zo din da zigeri al levr ha da derri ar ziellou ? » 3 Med den, nag en neñv na war an douar n’e-noa galloud da zigeri al levr na da zelled ennañ. 4 Glaharet e oan en abeg ma ne oe kavet den din da zigeri al levr na da zelled ennañ. 5 Med unan euz ar gozidi a lavaras din : « Arabad eo dit gouela, setu m’e-neus trehet al leon euz meuriad Juda, ar greskenn euz David, digeri a ray al levr hag e zeiz siell ».
6 Neuze e welis : e-kreiz an tron hag ar pevar loen, e-touez ar gozidi, eun oan en e zav, lidlazet da weled. Seiz korn e-noa ha seiz lagad, a zo ar seiz spered a Zoue kaset dre ar bed a-bez. 7 Tostaad a reas da reseo al levr euz dorn dehou an hini a oa azezet war an tron. 8 Ha p’e-noa resevet al levr, ar pevar loen hag ar pevar goziad war ’n-ugent a stouas dirag an Oan. Peb hini e-noa eun delenn hag eur hanaf aour leun a louzou c’hwez-vad ; pedennou ar zent eo ar re-mañ.
9 Eur hantig nevez a ganent : « Din out da reseo al levr ha da derri ar ziellou anezañ, rag lidlazet out bet, ha dasprenet az-peus evid Doue, dre da wad, tud euz peb meuriad, peb yez, pobl ha broad. 10 Greet az-peus anezo, evid on Doue, eur rouantelez ha beleien, ha ren a raint war an douar ». 11 Neuze e welis : hag e klevis mouez êlez niveruz endro d’an tron, d’al loened ha d’ar gozidi, miliadou ha miliadou anezo. 12 Hag eh embannent a vouez uhel : « Din eo an Oan lidlazet da reseo galloud, pinvidigez ha furnez, nerz, enor, gloar ha meuleudi. » 13 Hag an oll grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar ha war ar mor, ha kement tra a zo enno, me o hlevas oh embann :« D’an hini a zo azezet war an tron ha d’an Oan, meuleudi, enor, gloar, galloud da virviken ». 14 Hag ar pevar loen e lavare amen, hag ar gozidi a stouas hag a adoras.
VI 1 Neuze e welis : pa zigoras an Oan ar genta euz ar seiz siell, e klevis ar henta euz ar pevar loen o youhal gand eur vouez kreñv heñvel ouz ar gurun : « Deus ».2 Hag e welis : eur marh gwenn e oa. An hini a oa war e gein a oa eur wareg gantañ, eur gurunenn a oe roet dezañ hag ez eas e-giz eun treher, evid trehi. 3 Pa zigoras an eil siell e klevis an eil loen o lavared : « Deus ». 4 Neuze e oe gwelet eur marh ruz-tan. An hini a oa war e gein, e oe roet dezañ galloud da skrapa ar peoh diwar an douar, evid ma hellfed en em laza. Eur mell kleze a oe roet dezañ. 5 Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede loen o lavared : « Deus ». Hag e welis eur marh du ; an hini a oa war e gein e-noa eur valañs en e zorn. 6 Hag e klevis evel eur vouez e-touez ar pevar loen hag a lavare : « Eur muzuliad ed evid eun diner, ha tri vuzuliad heiz evid eun diner, an eoul avad hag ar gwin, arabad eo dit touch outo ».
7 Pa zigoras ar pederved siell, e klevis ar pevare loen o lavared : « Deus ». 8 Hag e welis : eur marh glaz e oa. An hini a oa war e gein a vez greet an « Ankou » anezañ hag an Iferniou a oa ouz e heul. Roet e oe dezañ galloud war ar palefarz euz an douar, evid laza dre ar hleze, an naonegez, ar vosenn, ha dre loened gouez an douar.
9 Pa zigoras ar pemped siell e welis, dindan an aoter, eneou ar re a oa bet lazet en abeg da Gomz Doue ha d’an testeni o-doa roet. 10 A vouez uhel e youhent : « Beteg peur, Mestr santel ha gwirion, e hortozi evid barn ha goulenn kont euz or gwad digand tud an douar ? » 11 Neuze e oe roet da beb hini eur zae wenn, hag e oe lavaret dezo kemered c’hoaz eun tammig pasianted, beteg ma vefe klok an niver euz o henseurted a oa diouz servich hag euz o breudeur a dlee bez a lakeet d’ar maro eveldo.
12 Hag e welis : pa zigoras ar c’hwehved siell e tegouezas eur gwall grendouar, du e teuas an heol da veza evel eul lienenn reun, hag al loar a-bez evel gwad. 13 Stered an neñv a gouezas war an douar evel fiez glaz eur wezenn fiez hejet gand ar gwall-amzer. 14 An oabl en em dennas kuit evel eul levr rollet, an oll veneziou hag an oll enezennou a oe kaset euz o flas. 15 Rouaned an douar, an dud a renk uhel, an ofiserien-veur, an dud pinvidig, ar re halloudeg, oll, sklaved ha tud frank a yeas da guzad er heviou hag e reier ar meneziou. 16 Lavared a reent d’ar meneziou ha d’ar reier : « Kouezit warnom, kuzit ahanom ouz dremm an hini a zo azezet war an tron, ouz kounnar an Oan, 17 rag deuet eo Deiz braz o hounnar, ha piou a hell chom en e zav ? »
VII 1 Goudeze e welis pevar êl en o zav e pevar horn an douar ; herzel a reent ouz ar pevar avel euz an douar evid ma ne zeufe avel ebed da c’hweza war an douar, war ar mor na war gwezenn ebed, 2 hag e welis eun êl all o sevel diouz kostez ar zav-heol, siell an Doue beo a oa gantañ, a vouez uhel e youhas d’ar pevar êl o-doa resevet galloud da ober gaou ouz an douar hag ouz ar mor : « Na rit ket a haou ouz an douar nag ouz ar mor, nag ouz ar gwez, ken na vo bet merket ganeom war dal servicherien on Doue». 4 Hag e klevis ped a oa merket gand ar ziell : kant pevar mil ha daou ugent merket gand ar ziell euz oll veuriadou bugale Israel, 5 euz meuriad Juda, daouzeg mil merket gand ar ziell ; euz meuriad Ruben, daouzeg mil ; euz meuriad Gad, daouzeg mil ; 6 euz meuriad Aser, daouzeg mil ; euz meuriad Neftali, daouzeg mil ; euz meuriad Manasse, daouzeg mil ; 7 euz meuriad Simeon, daouzeg mil ; euz meuriad Levi, daouzeg mil ; euz meuriad Izakar, daouzeg mil ; 8 euz meuriad Zabulon, daouzeg mil ; euz meuriad Josef, daouzeg mil ; euz meuriad Benjamin daouzeg mil merket gand ar ziell.
9 Goudeze e welis eun niver braz a dud, n’helle den o honta, euz kement bro, kement rumm, kement pobl ha kement yez a zo, oll en o zav dirag tron Doue ha dirag an Oan, dillad gwenn ganto ha skourrou palmez en o daouarn, 10 hag e savent uhel o mouez da lavared : « Ar zilvidigez a zo d’on Doue, azezet war an tron, ha d’an Oan ». 11 Hag an oll êlez bodet endro d’an tron, d’ar gozidi ha d’ar pevar loen, a stouas beteg an douar dirag an tron evid adori Doue en eur lavared : 12 « Amen, bennoz ha gloar, furnez ha trugarez, enor, galloud ha nerz d’on Doue da virviken. Amen ! »
13 Unan euz ar gozidi, neuze, a lavaras din : « Ar re-ze, dillad gwenn ganto, piou int hag a beleh int deuet ? » 14 Ha me a respontas : « Va Aotrou, c’hwi a oar ». Lavared a reas din : « Ar re-ze a zeu euz an drubuill vraz, gwalhet o-deus o dillad, ha kannet anezo e gwad an Oan. 15 Setu perag emaint dirag tron Doue, ouz e zervicha noz-deiz, en e zantual, hag an hini a zo azezet war an tron a roio goudor dezo en e deltenn. 16 N’o-devo mui naon, n’o-devo mui sehed, ne vezint ket mui skoet gand an heol hag an dommder, 17 rag an Oan, an hini a zo e-kreiz an tron, a vo o fastor, ren a ray anezo daved feunteuniou dour a vuez ha Doue a zeho an oll daerou euz o daoulagad.
VIII 1 Pa zigoras ar seizved siell, e oe sioulder en neñv, e-pad war-dro eun hanter-eur. 2 Hag e welis ar seiz êl a en em zalh en o zav dirag Doue, roet e oe dezo seiz trompill. 3 Eun êl all a zeuas d’en em lakaad en e zav e-kichenn an Aoter, gantañ eun ezañsouer aour, roet e oe dezañ e-leiz a louzeier c’hwez-vad da ginnig gand pedennou an oll zent war an aoter aour a zo dirag an tron. 4 Hag euz dorn an êl e savas eur moged fronduz, dirag Doue gand pedennou ar zent. 5 An êl a gemeras an ezañsouer, e gargas a dan euz an aoter, hag e taolas anezañ war an douar, hag e oe neuze tarziou-kurun, moueziou, luhed hag eur hren-douar.
6 Ar seiz êl a oa ganto seiz trompill, en em lakeas e-taill da zeni ganto. 7 Ar henta a lakeas e drompill da zeni : kazarh ha tan, mesket a wad, a c’hoarvezas hag e oent stlapet war an douar ; an drederenn euz an douar a flammas, an drederenn euz ar gwez a flammas ha kement glasvez a flammas. 8 An eil a lakeas e drompill da zeni, hag e vije bet lavaret e oa stlapet er mor eur menez braz entanet. E gwad e troas an drederenn euz ar mor. 9 An drederenn euz ar grouadurien a veve er mor a varvas, hag an drederenn euz al listri a oe distrujet. 10 An trede êl a lakeas e drompill da zeni, hag e kouezas euz an neñv eur steredenn vraz meurbed, entanet evel eun torchad ; koueza a reas war an drederenn euz ar steriou ha war eien an doureier. 11 Ar steredenn a oa « Huelenn-c’hwero » he ano, an drederenn euz an dour a zeuas da veza huelenn-c’hwero, hag e varvas kalz a dud ablamour d’an dour deuet da veza c’hwero. 12 Ar pevare a zonas gand e drompill : hag e oe skoet an drederenn euz an heol, an drederenn euz al loar, hag an drederenn euz ar stered, teñvalaad a rejont euz an drederenn euz o sked, an deiz a gollas an drederenn euz e sklerder hag an noz kemend-all. 13 Neuze e welis hag e klevis eun erer, o nijal e lein an neñv, o lavared a vouez kreñv : « Siwaz, siwaz, siwaz ! » da dud an douar ablamour da zonèrèz trompillou an tri êl a zo o vond da zeni.
IX 1 Ar pemped êl a lakeas e drompill da zeni, hag e welis eur steredenn stlapet euz an neñv war an douar, hag e oe roet dezi alhwez puñs an islong. 2 Digeri a reas puñs an islong, hag anezañ e savas eur vogedenn heñvel ouz hini eur fornez vraz, teñvalaad a reas an heol hag an oabl. 3 Hag euz ar vogedenn-se e teuas killeienn-raden d’en em skigna war an douar. Hag e oe roet dezo galloud heñvel ouz hini kruged an douar. 4 Divennet e oa outo ober gaou ouz yeot an douar, ouz glasvezenn ebed, ouz gwezenn ebed, med netra nemed ouz an dud ha na zougont ket siell Doue war o zal. 5 Aotreet e oent, n’eo ket d’o lakaad d’ar maro, med d’o heskina e-pad pemp miz, hag o heskin a zo heñvel ouz heskin ar grug pa flemm an den. 6 En deiziou-se an dud a glasko ar maro ha n’he havint ket, c’hoant o-dezo da vervel, med ar maro a deho diouto.
7 Ar hilleienn-raden o-doa doare kezeg harnezet evid an emgann, war o fenn e tougent evel kurunennou aour, hag o dremm a oa heñvel ouz dremmou tud, 8 o bleo heñvel ouz bleo merhed, hag o dent heñvel ouz dent al loened. 9 Da weled, e oant harnezet gand houarn, ha trouz o eskell a oa heñvel ouz trouz kirri stlejet gand e-leiz a gezeg, o redeg d’an emgann. 10 Lostou o-deus, heñvel ouz re ar gruged daredou outo, en o lost ema o galloud da noazoud d’an dud e-pad pemp miz. 11 Da roue, o-deus êl an islong. Abaddon eo e ano en Hebreeg hag Appolluon e Gresianeg. 12 Tremenet eo ar gwalleur kenta, setu o tond war e lerh daou walleur all.
13 Ar c’hwehved êl a lakeas e drompill da zeni, hag e klevis eur vouez o tond euz pevar horn an aoter aour a zo dirag Doue ; 14 lavared a ree d’ar c’hwehved êl, an hini a oa an drompill gantañ : « Diliamm ar pevar êl a zo chadennet war ar ster Eufrad ». 15 Diliammet e oe ar pevar êl, prest evid an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lakaad d’ar maro an drederenn euz an dud. 16 Ar zoudarded war varh a oa anezo daouzeg miliad a zegmiliad. Kleved a ris an niver anezo. 17 Evel-se e welis e va gweledigez ar hezeg hag ar varheien ganto harnez tan, iasint ha soufr. Pennou ar hezeg a oa evel pennou leoned hag o genou a zistaole tan, moged ha soufr.
18 Dre an teir walenn-se : an tan, ar moged hag ar soufr, distaolet euz o genou, e oe lazet an drederenn euz an dud, 19 rag galloud ar hezeg a zo en o genou koulz hag en o lost, rag heñvel ouz naered eo o lostou ; pennou o-deus ha ganto e hellont noazoud. 20 Evid ar peurrest euz an dud, ar re n’oant ket lazet dre ar gwalinier-se, ne zavas ket a geuz ganto da oberou o daouarn, kendelher a rejont da adori an diaouled, an idolou aour pe arhant, arem, mein pe goad, ha n’int ket evid gweled, kleved na kerzed. 21 Ne zistrojent ket euz o lazèrèz, nag euz o zorsèrèz, euz o zerhèrèz, euz o laeroñsi.
X 1 Hag e welis eun êl gallouduz o tiskenn euz an neñv, gwisket gand eur goumoulenn, e dal killet a hloar, e zremm heñvel ouz an heol hag e dreid heñvel ouz kolonennou tan. 2 Eul leorig digor a oa gantañ en e zorn, e droad dehou a lakeas war ar mor, e droad kleiz war an douar. 3 Youhal a reas a vouez kreñv evel ma yud eul leon. Goude m’e-noa youhet, e roas ar seiz kurun o moueziou da gleved. 4 P’o-doa tregernet ar seiz kurun, edon o vond da skriva, hag e klevis eur vouez o lavared din euz an neñv : « Dalh kuzet ganit kemennadurez ar seiz kurun, na skriv ket anezi ». 5 Hag an êl am-boa gwelet en e zav war ar mor ha war an douar a zavas e zorn dehou warzu an neñv, 6 hag e touas dre an hini a zo beo da virviken, hag e-neus krouet an neñv ha kement a zo ennañ, ar mor ha kement a zo ennañ : « Ne vo dale ebed mui », 7 med en deiziou ma vo klevet ar seizved êl, pa stago da zeni gand an drompill, neuze e vo sevenet mister Doue, evel m’e-noa embannet anezañ d’ar brofeded e zervicherien.
8 Hag ar vouez am-boa klevet o tond euz an neñv a gomzas ouzin a-nevez, hag a lavaras : « Kee da gemer al levr digor e dorn an êl a zo en e zav war ar mor ha war an douar ». 9 Mond a ris war-zu an êl hag e bedi da rei din al levr bian. Lavared a reas din : « Kemer ha debr anezañ, c’hwero e vo evid da vouzellou, med en da henou e vo dous evel ar mel ». 10 Neuze e kemeris al levr bian euz dorn an êl, hag e tebris anezañ. Em genou e oa dous evel ar mel, med p’am-boa e zebret e teuas va bouzellou da veza c’hwero. 11 Hag e oe lavaret din : « Red eo dit profedi a-nevez war eun niver braz a boblou, broiou, yezou ha rouanteleziou ».
XI 1 Neuze e oe roet din eur gorzenn evel eur vaz-muzulier, hag e oe lavaret din : « Sav, kemer ar muzul euz Templ Doue hag euz an aoter hag euz ar re a zo eno oh adori. 2 Med al leurenn a-ziavêz an Templ, lez anezi a-gostez, na gemer ket ar muzul anezi, rag roet eo bet d’ar poblou payan a vreso ar gêr zantel e-pad daou viz ha daou ugent, 3 ha, d’am daou dest me a raio dezo profedi, gwisket gand seier e-pad daouzeg kant devez ha tri-ugent ». 4 Bez ez int an diou olivezenn hag an daou gantolor a zo en o zav dirag Aotrou an douar. 5 Ma klask unan bennag noazoud dezo, e teu eun tan euz o genou hag a bulluh o enebourien. Ya, ma klaskfe unan bennag noazoud dezo, evel-se e vefe red dezañ mervel. 6 Galloud o-deus da zerri an neñv, ha glao ebed ne gouezo e-pad deveziou o frofediez, galloud o-deus da drei an dour e gwad, ha da lakaad gwalinier da skei an douar, ken aliez ha ma karint.
7 Med p’o dezo echu da rei testeni, an euzvil a zav euz an islong a raio brezel dezo, a hounezo warno hag o lakaio d’ar maro. 8 O horvou a jomo war leurgêr ar gêr vraz, a anver dre barabolenn Sodom hag Ejipt, el leh, end-eeun, ma oe bet staget o Aotrou ouz ar groaz. 9 Euz poblou, rummadou, yezou ha broiou e teuor da zelled ouz o horvou, e-pad tri devez hanter, hag heb bezia anezo. 10 An dud a zo o chom war an douar a vo laouen diwar o fenn, er joa e vezint, donezonou a roint an eil d’egile, rag an daou brofed-se o-doa greet dezo e-leiz a drubuillou.
11 Med goude an tri devez-hanter-se eur spered a vuez deuet euz Doue a antreas enno, hag e savjont en o zav. Neuze e kouezas eur spont braz war ar re a oa o selled outo. 12 Kleved a rejont eur vouez kreñv, deuet euz an neñv, o lavared dezo : « Pignit amañ ». Pignad a rejont d’an neñv en eur goabrenn, dirag daoulagad o enebourien. 13 D’an ampoent e c’hoarvezas eur gwall zarvoud ; an degved euz kêr a gouezas en e boull, ha seiz mil den a oe lazet er gwall-zarvoud-se. Spontet oll, ar re a oa chomet beo, a rentas gloar da Zoue an neñv.
14 Tremenet eo an eil gwaleur, ne zale ket an trede da zond.
15 Ar seizved êl a roas da gleved e drompill. Bez’ e oa moueziou kreñv en neñv hag a lavare : « Deuet eo rouantelez ar bed d’on Aotrou ha d’e Grist. Ren a ray da virvikent ». 16 Ar pevar goziad war’n-ugent a zo dirag Doue azezet war o zron a gouezas, o dremm d’an douar, da adori Doue en eur lavared : 17 « Da drugarekaad a reom Aotrou Doue oll halloudeg, Te a zo hag a oa, peogwir az-peus diskouezet pegen braz eo da halloud, ha diazezet da rouantelez. 18 Ar poblou payan a zo e kounnar, med da gounnar dit eo a zo deuet. Deuet eo ar mare da varn ar re varo, da zigoll ar brofeded, da zervicherien, ar zent hag ar re a zouj da Ano, bian ha braz, ha da zistruj ar re a zistruj an douar.
19 Ha templ Doue en neñv a zigoras hag e teuas war wel en e dempl Arh an emgleo ; neuze e c’hoarvezas luhed, moueziou, kurunou, eur hren-douar hag eur barrad kazarh.
XII 1 Eur zin vraz a oe gwelet en neñv : eur vaouez, an heol ouz he gwiska al loar dindan he zreid, hag eur gurunenn a zaouzeg steredenn war he fenn. 2 Dougêrêz eo ha youhal a ra, gwasket gand poan ar gwilioudi. 3 Eur zin all a oe gwelet en neñv : eun aerouant braz, ruz-tan, seiz penn ha deg korn dezañ, ha war e bennou seiz taledenn. 4 E lost, hag a skube an drederenn euz stered an neñv, a stlapas anezo war an douar. Chom a reas an aerouant dirag ar vaouez war-nez gwilioudi, evid lonka ar hrouadur kerkent ha ma vefe ganet. 5 Lakaad a reas eur mab er bed, eur paotr, an hini a dle beza pastor an oll boblou payan gand eur wialenn houarn, hag e oe tennet kuit ar bugel ha douget daved Doue ha daved e dron. 6 Hag ar vaouez a dehas kuit, d’ar goueleh, el leh m’he-deus eur plas renket eviti gand Doue, evid ma vefe maget e-pad mil daou hant devez ha tri ugent.
7 Hag e c’hoarvezas eun emgann en neñv, Mikêl hag e êlez a stourmas a-eneb an aerouant, hag an aerouant hag e êlez a stourmas ivez. 8 Med ne zeuas ket an treh gantañ, ha ne oe ket mui a blas evito en neñv. 9 Stlapet e oe ar mell aerouant, ar zarpant koz, an hini a anved an diaoul ha satan, toueller ar bed a-bez. Stlapet e oe war an douar hag e êlez gantañ. 10 Hag e klevis en neñv eur vouez kreñv o lavared : « Bremañ e c’hoarvez amzer ar zilvidigez, ar halloud hag ar rouantelez euz on Doue, hag amzer galloud e Grist, rag stlapet eo bet d’an traoñ tamaller or breudeur, an hini o zamalle noz-deiz dirag on Doue. 11 Med int-i o-deus bet an treh warnañ dre wad an Oan, ha dre e Gomz, m’o-deus rentet testeni anezi, rag disprizet o-deus o buez beteg mervel. 12 Setu perag bezit leun a levenez, c’hwi an neñvou, ha c’hwi hag a zo o chom enno. Med siwaz deoh, c’hwi an douar hag ar mor, rag an diaoul a zo diskennet davedoh, fuloret oll, o houzoud e chom gantañ nebeud a amzer ».
13 An aerouant, pa welas e oa bet stlapet war an douar, en em lakeas da redeg warlerh ar vaouez he-doa lakeet ar paotr er bed. 14 Med diou askell an erer braz a oe roet d’ar vaouez evid nijal d’ar goueleh, d’al leh miret eviti, evid beza maget eno, pell diouz ar zarpant e-pad eur pennad, pennadou hag eun hanter pennad. 15 Neuze ar zarpant a zistaolas euz e henou evel eur steriad dour warlerh ar vaouez evid ma vefe kaset gand red an dour. 16 Med an douar a zeuas war zikour ar vaouez, an douar a zigoras hag a lonkas ar steriad distaolet gand an aerouant. 17 Fuloret a-eneb ar vaouez, an aerouant a droas da stourm a-eneb ar peurrest euz he bugale, ar re a vir gourhemennou Doue hag a zalh da desteni Jezuz. 18 Goudeze eh en em lakeas war drêzenn ar mor.
XIII 1 Neuze e welis o sevel euz ar mor eun euzvil a zeg korn ha seiz penn. War e gerniel deg talgenn, ha war e bennou anoiou a vlasfemèrèz. 2 An euzvil a welis a oa heñvel ouz eul loupard, e baviou heñvel ouz re an arz, hag e heol heñvel ouz geol eul leon, hag an aerouant a roas dezañ e nerz, e dron hag eur halloud braz meurbed. 3 Unan euz ar pennou a oa evel ma vije bet skoet gand taol ar maro, med e hloaz marvuz a oe pareet. Bamet, ar bed a-bez a yeas da heul an euzvil. 4 Adori a rejont an aerouant ablamour m’e-noa roet galloud d’an euzvil, hag adori a rejont an euzvil en eur lavared : « Piou a zo par d’an euzvil, ha piou a hell stourm outañ ? » 5 Eur henou a oe roet dezañ evid lavared traou balh ha blasfemou. Galloud a oe roet dezañ da labourad e-pad daou viz ha daou ugent. 6 Digeri a reas e henou da doui Doue, da doui e ano, e deltenn hag ar re a oa o demeurañs en neñv. 7 Aotreet e oe da ober brezel d’ar zent ha da gaoud an treh warno. Roet e oe dezañ galloud war beb rummad, peb pobl, peb yez ha peb bro. 8 E adori a raint ar re oll a zo o chom war an douar, ar re ha n’eo ket skrivet o ano abaoe ar penn kenta euz ar bed e levr a vuez an Oan lidlazet. 9 An neb e-neus diskouarn dezañ kleved : 10 an neb a zo tonket da veza prizoniet a vo prizoniet, an neb a zo tonket da veza lazet gand ar hleze, a rank beza lazet gand ar hleze. Aze ema pasianted ha feiz ar zent.
11 Neuze e welis o sevel euz an douar eun euzvil all. Daou gorn e-noa evel eun oan, med komz a ree evel eun aerouant. 12 Oberia a ra gand oll halloud an euzvil kenta, dirag e zaoulagad, hag e ra d’an douar ha d’an dud a zo war an douar adori an euzvil kenta, bet pareet dezañ e houli marvuz. 13 Ober a ra burzudou braz, beteg lakaad an tan da ziskenn euz an neñv war an douar a wel d’an oll. 14 Touella a ra an dud war an douar gand ar burzudou roet dezañ da ober dirag lagad an euzvil, o lavared d’ar re a zo war an douar sevel eur skeudenn en enor d’an euzvil gloazet gand ar hleze, hag e-neus adkavet e vuez. 15 Roet e oe dezañ galloud da rei buez d’ar skeudenn euz an euzvil, e-doare ma helle ar skeudenn komz ha lakaad d’ar maro an neb na adorfe ket skeudenn an euzvil. 16 Lakaad a ree an oll, bian ha braz, pinvidig ha paour, tud frank ha sklaved da reseo eur merk war o dorn pe war o zal. 17 Ha den ne hello na prena, na gwerza, ma ne zoug ket ar merk, ano an euzvil pe niverenn e ano. D’an hini a zo digor e spered, gweled petra’ dalvez niverenn an euzvil. 18 Amañ ema ar skiant : an hini e-neus eur spered lemm, ra gonto niverenn an euzvil, eun niverenn a zen eo, hag an niverenn eo c’hweh kant c’hweh ha tri ugent (666).
XIV 1 Hag e welis : an Oan a oa en e zav war menez Sion, ha gantañ ar re o-doa e ano hag ano e Dad skrivet war o zal, kant pevar mil ha daou ugent a oa anezo. 2 Hag e klevis eur vouez o tond euz an neñv, heñvel ouz mouez douriou braz, heñvel ouz kroz eun taol-kurun pounner, hag ar vouez a glevis a oa heñvel ouz sonadenn telennerien o c’hoari war o zelennou, 3 hag e kanent eur hantig nevez dirag an tron ha dirag ar pevar loen hag ar gozidi, ha n’helle den deski ar hantig-se, nemed ar hant pevar mil ha daou ugent bet dasprenet euz an douar. 4 Ar re-ze eo ar re n’int ket bet saotret gand merhed, rag gwerh int. Da heul an Oan ez eont da gement leh ma ’z a. Dasprenet int bet a-douez an dud evid beza al lodenn genta kinniget da Zoue ha d’an Oan. 5 N’eus bet morse gaou ebed war o muzellou, direbech int.
6 Hag e welis eun êl all o nijal e lein an neñv. Eun Aviel peurbaduz e-noa da embann d’ar re a oa o chom war an douar, da beb bro, da beb meuriad, yez ha pobl. 7 Lavared a ree a vouez kreñv : « Doujit Doue, rentit gloar dezañ, rag deuet eo amzer ar varnedigez, adorit krouer an neñv, an douar, ar mor hag eien an douriou » ; 8 hag unan all, eun eil êl a zeuas war e lerh hag a lavaras : « Kouezet eo Babilon, ar gêr vraz, hi hag he-deus skuillet puill war an oll boblou gwin e zerhèrèz kounnaret ».
9 Hag unan all, eun trede êl, a zeuas war o-lerh, ha, kreñv e vouez, a lavaras : « ma ’h ador unan bennag an euzvil hag e skeudenn, ha ma reseo ar merk anezañ war e dal pe war e zorn, 10 hennez a evo, eñ ivez, gwin kounnar Doue, skuillet digemmesk e hanaf e gounnar. Da houzañv e-no poaniou an tan hag ar soufr dirag an êlez santel ha dirag an Oan. 11 Ar moged euz o foaniou a zav a gantved da gantved ha n’o-deus repu ebed, na deiz na noz, ar re a ador an euzvil, na kement hini a reseo ar merk euz e ano. 12 Deuet eo ar mare da jom stard, evid ar zent a vir gourhemennou Doue hag ar feiz e Jezuz. 13 Hag e klevis eur vouez o lavared euz an neñv : « skriv : eüruz, azaleg bremañ, ar re a zo maro en Aotrou : ya, eme ar Spered, dezo eo diskuiza euz o foaniou, rag o oberou a ya d’o heul ».
14 Hag e welis : eur goabrenn wenn e oa, ha war ar goabrenn ez oa, war e azez, eur doare mab-den, eur gurunenn aour war e benn hag en e zorn eur falz lemm. 15 Goudeze, eun êl all a zeuas er mêz euz an templ, hag en eur youhal a vouez uhel d’an hini a oa en e azez war ar goabrenn : « Taol da falz, gra an eost, deuet eo amzer an eost, dare eo eost an douar ». 17 Eun êl all a zeuas er mêz euz templ an neñv, en e zorn ez oa ive eur falz lemm. 18 Hag eun êl all a zeuas er mêz euz an aoter. Galloud e-noa war an tan ; gand eur vouez kreñv e krias d’an hini a oa gantañ ar falz lemm : « Taol da falz lemm ha mendem ar blokajou euz gwinienn an douar, rag dare eo e rejin ». 19 Hag an êl a daolas e falz war an douar, mendem a reas ar winienn euz an douar, hag ar vendem a oe taolet e beol vraz kounnar Doue. 20 Breset e oe ar veolad er mêz euz kêr, anezi e teuas gwad a zavas beteg gwestenn ar hezeg war eul ledander a vil c’hweh kant « stad ».
XV 1 Hag e welis en neñv eur zin all braz ha souezuz : seiz êl; ganto seiz gwalenn, ar re ziweza, rag ganto e vo sevenet kounnar Doue. 2 Hag e welis, heñvel ouz eur mor mên-strink mesket gand tan. En o zav war ar mor, ar re o-doa bet an treh war an euzvil, war e skeudenn ha war niverenn e ano, ganto ez oa telennou, 3 hag e kanent kantig Moizez, servicher Doue, ha kantig an Oan : Braz hag estlammuz, emezo, eo da Oberou, Aotrou Doue oll halloudeg Roue ar poblou, 4 Piou n’e-nefe ket a zoujañs, Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az Ano ? Rag Te, hebken, a zo santel. An oll boblou a zeuio hag a stouo dirazout rag sklêr eo bet diskouezet da varnedigeziou.
5 Goudeze e welis : an templ, ennañ teltenn an testeni a zigoras en neñv. 6 Hag ar seiz êl, ar re a oa ganto ar seiz gwalenn, a zeuas er mêz euz an templ ; gwisket e oant gand lin glan-lugernuz, gourizou aour o-doa endro d’o dargreiz. 7 Unan euz ar pevar loen a roas seiz hanaf aour d’ar seiz êl, hanafou leun euz kounnar Doue a vev a gantvejou da gantvejou. 8 Leun-voged e oe an templ, ablamour da hloar Doue ha d’e halloud, ha n’helle den mond en templ a-barz ma vefe peurzevenet seiz gwalenn ar seiz êl.
XVI 1 Hag e klevis eur vouez kreñv o lavared euz an templ d’ar seiz êl : « It, ha skuillit war an douar ar seiz hanaf euz kounnar Doue ». 2 Mond a reas ar henta da skuilla e hanaf war an douar, eur gwall houli noazuz a skoas ar re a zouge merk an euzvil hag a stoue dirag e skeudenn. 3 An eil a skuillas e hanaf war ar mor, ar mor a zeuas da veza evel gwad unan maro, hag e varvas kement tra e-noa er mor eur c’hwezadenn a vuez. 4 An trede a skuillas e hanaf war ar steriou ha war eien an doureier ; trei a rejont e gwad. 5 Hag e klevis êl an doureier o lavared : « Just out, Te hag a zo, hag a zo bet, ar Zant, peogwir az-peus barnet evel-se, 6 rag gwad ar zent hag ar brofeded o-deus skuillet, ha gwad ivez az-peus roet dezo da eva. 7 Mad a zo greet dezo ». Hag e klevis an aoter o lavared : « Ya, Aotrou Doue oll halloudeg, gwirion ha just eo da varnedigeziou ».
8·Ar pevare a skuillas e hanaf war an heol, hag e oe roet dezañ galloud da zevi an dud en tan. 9 Hag an dud a oe devet gand eun dommder vraz. Mallozi a rejont ano Doue e-neus galloud war ar gwalinier-se, med ne zeujont ket da zistrei evid renta gloar dezañ. 10 Ar pemped a skuillas e hanaf war dron an euzvil ; e rouantelez a oe beuzet en deñvalijenn ; gand ar boan, an dud a jaoke war o zeod. 11 Mallozi Doue an neñv a rejont, en abeg d’o foaniou ha d’o gouliou, med ne zeuas ket a geuz dezo d’o oberou.
12 Ar c’hwehved·a skuillas e hanaf war ar stêr vraz Eufrad, dizehet e oe evid digeri hent d’ar rouaned a zeu euz ar zav-heol. 13 Neuze, euz geol an aerouant, euz geol an euzvil, ha geol ar fals-profed, e welis o tond er-mêz tri spered hudur heñvel ouz gweskleved, 14 rag bez ez int sperejou diaouleg, ober a reont burzudou ha mond da gaoud rouaned ar bed a-bez d’o boda evid an emgann a vo da zeiz braz an Doue oll halloudeg. 15 Setu ma teuan evel eul laer. Eüruz an hini a veill, hag a zalh e zillad ; evel-se n’e-no ket da vond en noaz na da gaoud mez dirag an dud. 16 Bodet e oent ganto en eul leh anvet, en hebreeg, Harmagedon.
17 Ar seizved a skuillas e hanaf en êr, hag euz an templ e teuas, o tond euz an tron, eur vouez kreñv da lavared : « Degouezet eo ». 18 Neuze e oe luhed, moueziou, kurunou ha ken braz kren-douar ma ne oa bet biskoaz kemend-all abaoe m’ema an den war an douar. 19 E teir lodenn e torras ar gêr vraz, hag ar hêriou dre ar broiou a gouezas en o foull. Neuze Doue a zeuas da zoñj dezañ euz Babilon, ar gêr vraz, evid rei dezi an hanaf a vourbouill enni gwin e gounnar. 20 Hag e tehas an oll inizi, hag ar meneziou ne oe mui anezo. 21 Karzarhennou ken pounner ha talanchou a gouezas euz an neñv war an dud, ar re-mañ a vallozas Doue, en abeg d’ar walenn gazarh, rag eur walenn skrijuz e oa, ma ’z eus unan.
XVII 1 Dond a reas unan euz ar seiz êl a oa ganto ar seiz hanaf, hag e komzas ouzin evel-henn : « Deus, hag e tiskouezin dit, penaoz eo barnet ar zerh vraz a zo o chom war ribl ar moriou don. 2 Ganti o-deus serhet rouaned an douar, ha mezvet eo bet tud an douar gand gwin he zerhèrèz. 3 Neuze e oen kaset a spered d’ar goueleh hag e welis eur vaouez azezet war eun euzvil ruz-tan goloet a anoiou a vlasfemèrèz, seiz penn e-noa ha deg korn. 4 Ar vaouez gwisket e moug ha ruz-tan a sked warni aour, mein priziuz, ha perlez. En he dorn eun hanaf aour leun a draou euzuz, saotradurez he zerhèrèz. 5 He zal a oa skrivet warnañ eun ano, eur mister : Babilon ar vraz, mammenn ar zerhed hag an traou euzuz euz an douar. 6 Hag e welis ar vaouez mezvet gand gwad ar zent ha gwad testou Jezuz. Sabatuet e oen ouz he gweled. 7 Neuze e lavaras din an êl : « Perag beza sabatuet ? Me a lavaro dit mister ar vaouez ha mister an euzvil a zougen anezi hag e-neus seiz penn ha deg korn. 8 An euzvil az-peus gwelet a zo bet anezañ, med n’eus ket mui ; o vond da zevel euz an islong ema, evid mond da goll tud an douar, ar re n’eo ket skrivet o ano war roll ar vuez azaleg krouidigez ar bed, a vo souezet o weled an euzvil, rag bez e oa anezañ ha n’eus ket mui, med distrei a ray. 9 Amañ ema deuet ar mare da gaoud ar spered sklerijennet gand ar furnez : ar seiz penn eo ar seiz menez, el leh m’ema ar vaouez o chom, bez ez int ivez seiz roue. 10 Pemp anezo a zo kouezet, ar c’hwehved a zo o ren, n’eo ket deuet c’hoaz, med pa zeuio ne jomo nemed eun nebeudig amzer. 11 An euzvil a oa anezañ ha n’eus ket mui, eñ ivez a zo eun eizved roue. Unan euz ar seiz eo, hag ez a da goll.
12 An deg korn az-peus gwelet a zo deg roue ha n’o-deus ket c’hoaz resevet o roueelez, med e-pad eun eur o dezo galloud a roue asamblez gand an euzvil. 13 Ar re-ze ne glaskont nemed eun dra : lakaad o nerz hag o galloud e servich an euzvil, 14 brezel a raint d’an Oan hag an Oan a dreho warno, rag bez ez eo Aotrou an Aotronez, roue ar rouaned, ha gantañ ivez an dud galvet, an dud dibabet, an dud fidel a dreho. 15 An doureier az-peus gwelet, emezañ adarre, el leh m’ema ar zerh o chom, a zo poblou, berniou tud, broiou ha yezou.
16·An deg korn az-peus gwelet, hag an euzvil, o-dezo kas ouz ar zerh, heh-unan e vo lezet ganto hag en noaz, debri a raint he horv, en tan e tevint anezi. 17 Rag Doue e-neus lakeet en o halon ober e ziviz dezañ, eur memez diviz : lakaad o roueelez e servich an euzvil beteg ma vo sevenet komzou Doue. 18 Hag ar vaouez az-peus gwelet eo ar gêr vraz a ren war rouaned an douar.
XVIII 1·Goudeze e welis eun êl all o tiskenn euz an neñv. Braz e oa e halloud, ha gand e hloar e oe sklerijennet an douar. 2·Youhal a reas a vouez kreñv : « Kouezet eo ! Kouezet eo ! Babilon ar gêr vraz deuet eo da veza eun demeurañs evid an diaouled, eun toull kuz evid an oll sperejou hudur, toull kuz an oll laboused hudur hag euzuz, 3 rag d’an oll boblou he-deus roet da eva gwin he hounnar a zerhèrèz, ha rouaned an douar o-deus serhet ganti, ha marhadourien an douar a zo savet da binvidig diwar he fompadou direol. 4 Hag e klevis eur vouez all o lavared euz an neñv : « It er mêz euz ar gêr-se, o va fobl, gand aon da gemered perz en he fehejou, ha da gaoud lod er gwalinier a zo da zegouezoud ganti, 5 rag berniet eo he fehejou beteg an neñv, ha Doue e-neus dalhet soñj euz he dizurziou. 6 Rentit dezi hervez ar pez he-deus greet d’ar re all, grit dezi an hanter muioh eged n’he-deus greet. En hanaf ma kemmeske ennañ he gwin, kemmeskit dezi an hanter muioh. 7 Grit dezi kaoud kement a boan, ha kaoud kement a gañv ha m’he-deus en em blijet el lorh hag er pompadou, peogwir e lavar-hi en he halon : « Rouanez on, war va zron, ha n’on ket intañvez, biken ne vezin e kañv ». 8·Setu perag e teuio warni, en eun devez hebken, ar gwalinier pourchaset eviti : maro, kañv, naonegez, pulluhet e vo dre an tan, rag gallouduz eo an Aotrou Doue e-neus he barnet.
9 Neuze e ouelo, hag e hirvoudo war he hont rouaned an douar o-deus kemeret perz en he zerhèrèz hag en he fompadou pa welint moged an tan-gwall lakeet enni. 10 Ne dostaint ket gand aon rag he foan, hag e lavarint : « Siwaz ! Siwaz ! Babilon ar gêr vraz, ar halloudeg, eun eur a zo bet awalh evid barn ahanout ». 11 Marhadourien an douar a ouel hag a ra kañv dezi, rag ne bren den ebed mui o lestrajou : 12 lestrajou aour hag arhant, mein-briziuz ha perlez, lin, moug, koad c’hwez-vad, traou dent olifant, koad priziuz, arem, houarn pe varbr, 13 kanell, amon, louzeier c’hwez-vad, mir, ezañs, gwin, eoul, bleud fin ha gwiniz, ejened, deñved, kezeg ha kirri, sklaved ha prizonidi. 14 Ar gounid a c’hoantee da galon a zo eet pell diouzit, kement tra flour ha splann a zo kollet evidout. Biken mui ne vezint kavet endro. 15 Ar varhadourien bet pinvidikeet ganti ne dostaint ket gand aon rag he foan, en eur ouela hag o hirvoudi e lavarint : 16 « Allaz ! allaz ! Ar gêr vraz, gwisket e lin, e moug ha ruz-tan, an aour o skedi warni, hag ar vein-briziuz hag ar perlez, 17 eun eur a zo bet awalh evid kas da netra kement a dalvoudegez ».
Peb loman, peb merdead en andreou-se, peb martolod hag ar re a denn o boued euz ar mor ne dostaent ket, 18 hag e youhent o weled ar voged o sevel euz ar gêr o tevi, hag e lavarent : « Peseurt kêr a oa par d’ar gêr vraz ? » 19 Poultrenn a daolent war o fenn hag e youhent en eur ouela hag o hirvoudi « ar gêr vraz pinvidig-mor, he-doa pinvidikeet ar re oll o-doa listri war ar mor, eun eur a zo bet·awalh evid he gwasta ».
20 Bez laouen an neñv ha c’hwi ivez ar zent, an ebestel, ar brofeded, rag Doue e-neus roet deoh a-eneb dezi eur varnedigez just.
21 Eun êl gallouduz a grogas neuze en eur mên, evel eur mên-milin pounner, hag a stlapas anezañ er mor en eur lavared : « Gand kemend-all a feulsted e vo stlapet Babilon ar gêr vraz. Ne vo ket kavet mui ». 22 Ennout ne vo ket klevet mui kan an delennerien, nag hini ar vuzikerien, ar fleüterien, an drompillerien ; artizan ebed euz micher ebed, ne vo kavet ennout, trouz mên-milin ebed ne vo klevet ennout ; 23 ne skedo mui ennout sklerijenn lamp ebed, mouez ar gwaz nevez hag e vreg ne vo mui klevet ennout, peogwir da varhadourien a oa ar pennou braz euz an douar, peogwir da zorsèrèz he-deus touellet an oll boblou, peogwir ennout eo bet kavet gwad ar brofeded, ar zent, ar re oll a zo bet lazet war an douar.
XIX 1 Goudeze e klevis evel safar eur mor a dud hag a lavare e barr an neñv : « Allelouia ! d’on Doue eo ar zilvidigez, ar hloar hag ar galloud, 2 rag re wir ha just eo e varnedigez : barnet e-neus ar zerh vraz he-deus kontammet an douar gand he zerhèrèz veñjet e-neus warni gwad e zervicherien ». 3 Hag adarre e lavarjont : « Allelouia ! hag ar moged anezi a zav a gantvejou da gantvejou ». 4 Hag ar pevar goziad war’n ugent hag ar pevar loen a stouas da adori an Doue a oa azezet war an tron hag e lavarjont : « Amen, Allelouia ! »
5 Neuze, o tond euz an tron, eur vouez a lavare : « Meulit on Doue, c’hwi oll e zervicherien, c’hwi, bian ha braz, hag a zouj anezañ ». 6 Hag e klevis evel safar eur mor a dud, evel kroz ar moriou don hag evel talmou kurun pounner. Lavared a reent : « Allelouia » rag staget e-neus da ren on Aotrou, on Doue oll halloudeg. 7 Bezom laouen, leun a levenez, meulom anezañ, rag degouezet eo eured an Oan ; en em fichet he-deus he bried. 8 Gwisket eo bet gand lin fin, skeduz ha glan, rag al lin eo oberou just ar zent.
9 Hag e lavaras din : « Skriv : eüruz ar re zo pedet da vañvez eured an Oan », hag e lavaras din c’hoaz : « Ar re-ze a zo komzou gwirion a-berz Doue ». 10 Neuze e stouis e-harz e dreid d’e adori ; med lavared a reas din : « Arabad eo dit henn ober, me a zo kenzervicher ganit ha gand da vreudeur a vir testeni Jezuz. Doue eo a dleez adori, hag testeni Jezuz eo ar Spered a brofediez ».
11 Neuze e welis an neñv digor : eur marh gwenn e oa ; an hini a zo war e gein a zo e ano : Fidel ha Gwirion. Barn ha stourm a ra gand justis. 12 E zaoulagad a zo flamm-tan, war e benn ez eus talgennou e-leiz, ha skrivet warnañ eun ano ha n’eus nemetañ ouz e anaoud. 13 Eur vantell trempet er gwad a zo ouz e wiska, e ano eo : Komz Doue. 14 Armeadou an neñv, gwisket gand lin gwenn ha glan, a heulie anezañ war gezeg gwenn. 15 Eur hleze lemm a zeu er-méz euz e henou evid skei gan tan ar broadou. Eñ, e-unan, gand eur wialenn houarn a reno anezo war ar peuri, bresa a ray, e-unan, ar veol a vourbouill enni gwin kounnar on Doue oll halloudeg. 16 War e vantell ha war e vorzed e toug eun ano skrivet : Roue ar rouaned, hag Aotrou an Aotrounez.
17 Neuze e welis eun êl en e zav e-barz an heol. A vouez uhel e youhas d’an oll laboused a nije uhel en oabl : « Deuit d’en em voda evid bañvez braz Doue, 18 evid debri kig ar rouaned, kig an ofiserien, kig an dud galloudeg, kig ar hezeg hag ar re a vez war o hein, kig an oll dud, frank pe sklav, bian ha bras ». 19 Hag e welis an euzvil ha rouaned an douar hag o armeadou bodet evid stourm ouz ar marheg hag e armead. 20 Paket e oe an euzvil ha gantañ ar falsprofed, e-noa dre ar burzudou greet gantañ dirag an euzvil, touellet ar re o-doa resevet merk an euzvil hag adoret e skeudenn. O-daou e oent taolet ez-veo el lennad tan : eul lennad soufr entanet. 21 Ar re all a oe lazet gand ar hleze a zeue euz genou ar marheg, hag an oll laboused o devoa o gwalh euz o hig.
XX 1 Neuze e welis eun êl o tiskenn euz an neñv, en e zorn e oa gantañ alhwez an islong hag eur jadenn bounner. 2 Paka krog a reas en aerouant, ar zarpant a-wechall, an diaoul ha Satan eo, hag e chadennas anezañ evid eur miliad bloaveziou. 3 En islong e taolas anezañ, ha prenna ha siella warnañ evid ma chomfe heb touella an dud beteg ma vefe echu ar miliad bloaveziou. Goudeze e tle beza frankizet evid eun nebeud amzer. 4 Hag e welis troniou. Ar re a zeuas da azeza warno, e oe roet dezo galloud da varn. Hag e welis ivez eneou ar re a oa bet dibennet en abeg da desteni Jezuz ha da Gomz Doue hag ar re n’o-doa ket adoret an euzvil nag e skeudenn ha n’o doa ket resevet ar merk na war o zal na war o dorn. Dond a rejont d’ar vuez ha ren gand ar Hrist e-pad eur miliad bloaveziou. 5 Ar peurrest euz ar re varo, ne zeujont ket d’ar vuez araog fin ar miliad bloaveziou. Hennez eo an adsao kenta da veo. 6 Eüruz ha santel ar re o-deus perz en adsao kenta da veo. N’e-neus krog ebed enno an eil maro. Beleien Doue hag ar Hrist e vezint, ha gantañ e renint e-pad ar miliad bloaveziou.
7 Pa vo eet da benn ar miliad bloaveziou, e vo frankizet Satan euz e brizon. 8 Hag ez ay da douella ar poblou a zo dre bevar horn an douar, Gog ha Magog, o boda a ray evid an emgann, ken niveruz int ha trêzennou ar mor. 9 Dond a rejont war ar vro a-bez, kelhiet e oe tachenn ar zent hag ar gêr vuia-karet. Med eun tan a ziskennas euz an neñv hag a lonkas anezo. 10 Hag an diaoul, o zoueller, a oe stlapet el lenn a dan hag a zoufr, e-kichenn an euzvil hag ar fals-profed. Poaniou o dezo da houzañv ; noz-deiz, da virviken. 11 Neuze e welis eun tron gwenn ha braz hag an hini a oa azezet warnañ : dirazañ e tehas an douar hag an neñv heb lezel roud ebed war o lerh. 12 Hag e welis ar re varo, ar re vraz hag ar re vian, en o zav dirag an tron, hag e oe digoret leoriou. Eul levr all a oe digoret, levr ar vuez, hag ar re varo a oe barnet hervez o oberou, hervez ar pez a oa skrivet el leoriou. 13 Ar mor a rentas ar re varo dalhet ennañ, ar Maro hag an Iferniou ar re varo dalhet ganto, hag e oe barnet peb hini hervez e oberou. 14 Neuze ar Maro hag an Iferniou a oe stlapet e lenn a dan. Al Lenn a dan, setu aze an eil maro. 15 Ha kement hini ne oe ket kavet e ano skrivet el levr a vuez a oe stlapet el lenn a dan.
XXI 1 Hag e welis : eun neñv nevez e oa, hag eun douar nevez, rag an neñv kenta hag an douar kenta a oa eet da get, hag ar mor n’eus mui anezañ. 2 Ar gêr zantel, ar Jeruzalem nevez, a welis o tiskenn euz an neñv a-gichenn Doue, kempennet evel eur plah-nevez en em fichet evid he gwaz. Hag e klevis eur vouez kreñv o tond euz an tron hag a lavare : « Setu amañ demeurañs Doue gand an dud, chom a ray ganto. Int-i a vo e bobl hag eñ a vo « An Doue a zo ganto ». 4 Seha a ray an daerou euz o daoulagad, ar maro ne vo mui anezañ ; ne vo mui na kañv, na klemm, na poan, rag ar bed kenta a zo eet da get.
5 Hag an hini a zo azezet war an tron a lavaras : « Setu ma ran nevez-flamm peb tra » hag e lavaras : « Skriv : sur ha gwirion eo ar homzou-se ». 6 Hag e lavaras din : « Greet eo peb tra, an Alfa hag an Omega on, ar penn kenta hag ar penn diweza ; d’an neb e-neus sehed e roin, evid netra, euz eienenn an dour a vuez. 7 An treher a resevo kement-se da hêrez ; me a vo e Zoue hag eñ a vo va mab. 8 An dud laosk a-vad, an dud difeiz, ar re ziroll, ar vuntrerien, an dud hudur, ar zorzerien, an azeulerien fals-doueou hag ar gaouiaded, e lenn an tan hag ar soufr ema o lod ; hennez eo an eil maro.
9 Neuze e teuas unan euz ar seiz êl, ar re a oa ganto ar seiz hanaf leun euz ar seiz gwalenn ziweza hag e lavaras din : « Deus, ma tiskouezin dit ar plah nevez, pried an Oan ». 10 Va dougenn a reas a spered war eur menez braz hag uhel, hag e tikouezas din ar gêr zantel, Jeruzalem, o tiskenn euz an neñv a-gichenn Doue. 11 Skedi a ree euz gloar Doue e-unan. Tenna a ree he sked d’eur mên priziuz heñvel ouz eur mên-yalp treuz-weluz evel strink. 12 Mogeriou braz hag uhel he-doa gand daouzeg dor ; e toull an noriou ez oa daouzeg êl, hag anoiou skrivet, anoiou an daouzeg meuriad euz bugale Israel. 13 Diouz kostez ar zav-heol ez oa teir dor, diouz kostez an hanter-noz teir dor, diouz kostez ar hreisteiz teir dor, diouz kostez ar huz-heol teir dor. 14 Mogeriou kêr a oa savet war daouzeg diazez, skrivet warno daouzeg ano, anoiou daouzeg abostol an Oan. 15 An hini a gomze ouzin e-noa eur gorzenn aour e-giz muzul, evid muzula ar gêr, he doriou hag he mogeriou-divenn. 16 Pevar-horneg e oa ar gêr, keid-ha-keid a-dreuz hag a-hed. He muzula a reas gand e gorzenn : daouzeg mil stad a ree, keid-ha-keid e oa a-dreuz, a hed hag a uhelder. 17 Muzula a reas ar mogeriou-divenn : kant pevar troatad ha daou ugent o-doa hervez muzul an dud implijet gand an êl. 18 Ar mogeriou-divenn a zo e mên-yalp ; aour pur, heñvel ouz strink pur eo ar gêr. 19 Diazezou mogeriou kêr a zo kinklet gand mein briziuz a beb seurt. An diazez kenta a zo mein-yalp ; an eil mein-safir ; an trede kalkedon ; ar pevare emrodez ; 20 ar pemped sardoniz ; ar c’hwehved agatenn ; ar seizved aourven ; an eizved beril ; an naved topaz ; an degved mein-glaz aour ; an unnegved sirken ; an daouzegved ametist.
21·An daouzeg dor a zo daouzeg perlezenn. Peb dor, en he fez, n’oa anezi nemed eur berlezenn aour pur ; heñvel ouz strink sklêr oa al leur-gêr. 22 Templ ebed n’am-eus gwelet e kêr, rag templ kêr eo an Aotrou Doue oll halloudeg hag an Oan. 23 Ar gêr, n’he-deus ezomm nag euz an heol, nag euz al loar evid he sklerijenna, rag gloar Doue eo a sklerijenn anezi hag an Oan eo ar goulou. 24·Ar poblou payan a gerzo ouz he sklerijenn, ha rouaned an douar a zegaso dezi o gloar. 25 He dorojou ne vezint ket serret war an deiz, rag el leh-se ne vo noz ebed ken. 26 Degaset e vo di gloar hag enor ar poblou payan.
XXII 1 Hag e tiskouezas din eur stêr dour a vuez, skeduz evel strink, a darze euz tron Doue hag an Oan. 2·E-kreiz al leur-gêr, hag etre diou vrehenn ar stêr, ez eus eur wezenn a vuez, a daole daouzeg gwech he frouez, beb miz e roe frouez ; he deliou a vez implijet evid rei ar pare d’ar poblou payan. 3 Ne vo malloz ebed ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e zervicherien a adoro anezañ : 4 gweled a raint e zremm hag e ano a vo war o zal. 5·Ne vo noz ebed ken, n’e-no den ezomm euz sklerijenn ar goulou, nag euz sklerijenn an heol, rag an Aotrou Doue a skuillo warno e sklerijenn ; ren a raint da virviken.
6·Neuze e lavaras din : « Sur ha gwirion eo ar homzou-ze. An Aotrou, Doue sperejou ar brofeded, e-neus kaset e êl evid diskouez d’e zervicherien ar pez a dle degouezoud dizale ; 7 setu, me a zeuio dizale. Eüruz an neb a vir ar homzou profedet el levr-mañ. 8 Me, Yann, am-eus klevet ha gwelet kement-se, me a zo servicher evidout hag evid da vreudeur ar brofeded, hag evid ar re a vir komzou al levr-mañ. Doue a dleez adori. 10 Neuze e lavaras din : « Na zalh ket kuzet ar homzou profedet el levr-mañ, rag tost eo ar poent. 11 Ra gendalho an den disleal en dislealded, an den hudur en hudurnez, med ra gresko an den just er justis hag ar zant er zantelez. 12 Setu ma teuan dizale, ha va gopr a zo ganin, evid rei da beb hini hervez e labour. 13 Bez ez on an Alfa hag an Omega, ar penn kenta hag ar penn diweza. 14 Eüruz ar re a walh o zae evid kaoud gwir war gwezenn ar vuez hag antreal e kêr dre an noriou. 15 Er mêz, ar chas, ar zorserien, an dud gadal, ar vuntrerien, an azeulerien doueou-faoz, ha kement hini a zo troet gand ar gevier pe a zo gaouiad. 16 Me Jezuz, am-eus kaset va êl da rei deoh an testeni-se, diwarbenn an Ilizou, me a zo gwrizienn a lignez David, ar steredenn-vintin lugernuz. 17 Ar Spered hag ar plah-nevez a lavar : « Deus », an neb a glev, ra lavaro : « Deus », an neb e-neus sehed ra zeuio, an neb e-neuz c’hoant ra gemero dour a vuez evid netra. 18 Test on evid kement hini a glev ar homzou profedet el levr-mañ. Ma teu unan bennag da lavared tra-pe-dra ouzpenn, Doue a lakaio da greski dezañ ar gwalinier a zo bet ano anezo el levr-mañ. 19 Ma teu unan bennag da denna kuit tra-pe-dra euz ar homzou profedet el levr-mañ, Doue a denno kuit e lod euz ar wezenn a vuez hag euz ar gêr zantel, a zo ano anezo el levr-mañ.
20 An hini a desteni kement-mañ a lavar : ya, dond a rin heb dale. 21 Amen, amen, Aotrou Jezuz. Gras an Aotrou Jezuz ra vezo ganeoh oll !