Euz ar 6 d’an 12 a viz Meurz 2022
1 Goude e vadiziant, karget euz ar Spered-Santel, e tistroas Jezuz euz bord ar Stèr-Jordan, hag e oe kaset gand ar Spered-Santel en dezert. 2 Eno, e-pad daou-ugent devez e oe tentet gand an diaoul. Ne zébras netra e-doug an deveziou-ze, ha pa oe tremenet an amzer-ze, e teuas naon dezañ.
3 Neuze, e lavaras an diaoul dezañ :
— « Ma ’z out Mab Doue, ro urz d’ar mên-mañ trei e bara ».
4 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Skrivet eo : N’eo ket diwar vara hepkén, e vevo an dén ».
5 Kas a reas an diaoul Jezuz uhelloh, ha diskouez dezañ, e berr amzer, oll rouanteleziou ar béd.
6 Lavared a reas dezañ :
— « Rei a rin dit an oll halloudegez-se ha gloar ar rouanteleziou-ze, rag din eo bet roet kement-se, ha d’an neb a garan, e roan anezañ. 7 Te eta, ma stouez dirazon, az-po kement-se oll ».
8 Respont a reas Jezuz :
— « Skrivet eo : Stoui a ri dirag an Aotrou da Zoue, ha ne adori nemetañ ».
9 Goude-ze, e kasas an diaoul anezañ da Jeruzalem, lakaad a reas anezañ war gern an Templ, hag e lavaras dezañ :
— « Ma ’z out Mab Doue, lamm ahann d’an traoñ, 10 rag skrivet eo : Rei urz a raio d’e êlez da ziwall ahanout ; ha c’hoaz : War o daouarn e tougint ahanout, da vired na stokfe da droad ouz ar mên.
12 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Lavaret eo : Ne denti ket an Aotrou da Zoue ».
13 Echu gantañ klask touella Jezuz e pep doare, e pellaas an diaoul dioutañ, da hortoz ar mare merket.
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien euz e zonedigez :
31 « Pa zeuio Mab an dén en e hloar, gantañ an oll êlez, neuze eh azezo war e drôn a hloar. 32 Bodet e vo an oll boblou dirazañ, hag e tispartio an dud an eil re diouz re all, evel ma tisparti ar pastor an deñved diouz ar givri. 33 Lakaad a raio an dañvadezed en tu dehou dezañ, hag ar givri en tu kleiz.
34 Neuze, e lavaro ar roue d’ar re a vo en tu dehou dezañ :
— « Deuit, tud benniget gand va Zad, resevit da lod ar Rouantèlèz zo bet pourchaset evidoh azaleg krouidigez ar béd. 35 Rag, naon am-eus bet, hag ho-peus roet din da zebri ; sehed am-eus bet, hag ho-peus roet din da eva ; estranjour on bet, hag ho-peus digemeret ahanon. 36 En noaz e oan, hag ho-peus gwisket ahanon ; klañv e oan, hag ez oh deuet da weled ahanon ; er prizon e oan, hag ez oh deuet beteg ennon ».
37 « Neuze, e responto an dud just dezañ :
— « Pedavare on-neus-ni gwelet ahanout o kaoud naon, hag on-eus-ni roet dit da zebri ? O kaoud sehed, hag on-eus-ni roet dit da eva ? 38 Pedavare on-eus-ni gwelet ahanout estranjour, hag on-eus-ni digemeret ahanout ? En noaz, hag on-eus-ni gwisket ahanout ? 39 Pevare on-eus-ni gwelet ahanout klañv pe er prizon, hag ez om deuet da weled ahanout ? »
40 « Hag e responto ar roue dezo:
— « E gwirionez, e lavaran deoh : bewech m’ho-peus greet evel-se da unan euz an dud dister-mañ, a zo breudeur din, din-me eo ho-peus greet kement-se. »
41 « Neuze, e lavaro d’ar re a vo en tu kleiz dezañ :
— « It pell diouzin, tud villiget ahanoh, it d’an tan a bado da viken, bet c’hwezet evid an diaoul hag e êlez. 42 Rag, naon am-eus bet, ha n’ho-peus ket roet din da zebri ; sehed am-eus bet, ha n’ho-peus ket roet din da eva ; 43 estranjour e oan, ha n’ho-peus ket digemeret ahanon ; en noaz e oan, ha n’ho-peus ket gwisket ahanon, klañv hag er prizon, ha n’oh ket deuet da weled ahanon ».
44 Neuze, e respontint, int-i ive :
— « Aotrou, pedavare on-eus-ni gwelet ahanout, naon dit pe zehed, estranjour pe en noaz, klañv pe er prizon, ha n’om ket deuet war da zikour ? »
45 « Hag e responto dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : bewech ma n’ho-peus ket greet evel-se evid unan pe unan euz ar re vihan-mañ, din-me kennebeud n’ho-peus ket greet kement-se.
46 « Hag ez aio ar re-mañ d’eur hastiz a bado da viken, hag ar re just d’ar vuhez ne vo fin e-béd dezi ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».
9 « C’hwi eta, pedit evel-henn :
« On Tad, hag a zo en neñv,
« Hoh ano beza santelleet,
10 « Ho Rouantèlèz deuet deom,
« Ho polontez bezet greet war an douar evel en neñv.
11 « Roit deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardonit deom or pehejou,
evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mirit ouzom da goueza en tentadur,
« Med on diwallit diouz an Droug.
14 « Rag ma pardonit o mankou d’an dud, e pardono ho Tad euz an neñv deoh ive.
15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».
29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ, e stagas Jezuz da lavared :
— « Eur rummad fall eo ar rumrnad-mañ : goulenn a ra eur zîn ; med sîn e-béd ne vo roet dezañ nemed sîn ar profed Jonaz.
30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zîn evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Dén eur zîn evid ar rummad-mañ.
31 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreizteiz gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo ; rag deuet eo euz ar penn pella euz ar béd da zelaou fumez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.
32 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv gand ar rummad-mañ, hag e kondaonint anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
7 « Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 8 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; hag an neb a sko war an nor, e vez digoret dezañ.
9 « Piou ahanoh, ma houlenn e vab bara digantañ, a roio eur mên dezañ ? 10 Pe ma houlenn eur pesk, a roio eun naer dezañ ? 11 Neuze ’ta, peogwir e ouezit-c’hwi, tud fallagr ahanoh, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioh e roio ho Tad euz an neñv traou mad d’ar re a houlenn digantañ.
12 « Setu eta, grit d’ar re all kement ho-peus c’hoant e rafent evidoh, rag aze ema al Lezenn hag ar Brofeted ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.
21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.
22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.
23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.
25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.
26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.
1 Goude beza dibabet daouzeg ha tri-ugent euz e ziskibien, e kasas Jezuz anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr hag e kement leh m’e-noa e-unan da vond. 2 Hag e lavaras dezo :
— « Braz eo an eost, med mederien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso labourerien d’e eost.
3 « It en hent ! Setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na boutou. Na jomit ket en hent da gonta ar gaoz gand dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : « Peoh d’an ti-mañ ! » 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.
7 Chomit er memez ti, o trebi hag oh eva euz ar péz a vo kinniget deoh, rag gounid a ra al labourer e zevez. Arabad deoh mond euz eun ti d’eun all.
8 E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh, 9 roit ar pare d’ar re glañv a vo eno, ha lavarit d’an dud : « Tosteet eo ouzoh Rouantèlèz Doue ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
43 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha kasaad da enebour. 44 Me avad, a lavar deoh : Karit hoh enebourien, pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evid beza evel-se gwir vugale d’ho Tad hag a zo en neñv, rag laka a ra e heol da zevel war an dud fall ha war ar re vad, hag ar glao da ober war an dud a zo just ha war ar re n’int ket.
46 « Rag m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Ha ne ra ket ar bublikaned kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar er péz a rit ? Ha ne ra ket ar bayaned kemend-all ?
48 C’hwi avad, ra vo peurvad ho madèlèz, evel ma z’ eo peurvad ho Tad euz an neñv ».