Euz ar 6 d’an 12 a viz Here 2024
2 Tostaad a reas Farizianed ouz Jezuz, hag evid paka anezañ en e gomzou, e houlennjont outañ :
— « Daoust hag aotreet eo eur gwaz da gas e wrég kuit ? »
3 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Petra zo bet gourhemennet deoh gand Moïzez ? »
4 Lavared a rejont dezañ :
– « Aotreet e-neus Moizez da gas ar wrég kuit, gand ma vo savet eul lizer a zisparti ».
5 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Abalamour ma z’ eo kaled ho kalon eo eo bet skrivet al lezenn-ze gand Moïzez evidoh. 6 Med e penn kenta ar béd, e-noa Doue greet anezo gwaz ha maouez. 7 Rag-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wrég, 8 ha ne vint o-daou nemed unan ; evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med unan hepkén.
9 « Arabad d’an dén eta dispartia ar péz a zo bet unanet gand Doue ! »
10 Eur wech deuet en ti, e ree an diskibien goulennou outañ adarre war ar poent-se. 11 Hag e respontas dezo :
— Kement hini a gas kuit e wrég hag a gemer unan all, a ra avoultriez en he-heñver. 12 Hag ar vaouez he-deus kaset kuit he gwaz, evid kemer unan all, a ra avoultriez ».
13 Digaset e oa bugaligou da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno. Med kaset e oent pelloh buan gand an diskibien.
14 O weled kement-se, ez eas Jezuz droug ennañ, hag e lavaras :
— « Laoskit ar vugaligou da zond d’am haoud ; na virit ket outo, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue. 15 E gwirionez, e lavaran deoh : an hini na zigemer ket Rouantèlèz Doue evel ma ra eur bugelig, ne z’ aio ket enni ».
16 Stardet e vezent gantañ etre e zivreh, hag e vennige anezo en eur astenn e zaouarn warno.
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.
39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :
— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».
41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :
— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».
1 Eun devez, e oa Jezuz o pedi, en eul leh bennag. Pa oe echu gantañ e bedenn, e lavaras dezañ unan euz e ziskibien :
— « Aotrou, desk deom pedi, evel m’e-neus Yann-Vadezour e-unan desket d’e ziskibien ».
2 Lavared a reas Jezuz dezo :
« – Pa vezot o pedi, lavarit :
« Tad, da ano bezet santelleet,
« Da Rouantèlèz deuet deom.
3 « Ro deom ar bara on-eus ezomm bemdez.
4 « Pardon deom or pehejou, rag on-unan e pardonom da gement-hini e-neus greet gaou ouzom.
« Ha mir ouzom da goueza en tentadur ».
5 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Lakom e-nefe unan bennag ahanoh, eur mignon hag a zeufe d’e gaoud e-kreiz an noz da lavared dezañ : « Va mignon, prest din teir varaenn, 6 rag eur mignon din o veaji, a zo digouezet du-mañ, ha n’em-eus netra da ginnig dezañ ». 7 Ha ma respont egile euz diabarz an ti : « Laosk ahanon e peoh. Prennet eo bremañ an nor ; va bugale, koulz ha me, zo eet da gousked. Ne hellan ket sevel da rei eun dra bennag dit ». 8 Mad ! Lavared a ran deoh : goude ma ne zavje ket da rei dezañ e houlenn abalamour ma ’z eo e vignon, e savo koulskoude dre forz beza tregaset gantañ, hag e roio dezañ kement e-neus ezomm.
9 « Lavared a ran deoh : Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 10 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; d’an neb a sko, e vez digoret dezañ.
11 « Peseurt tad, en ho-touez, ma teu e vab da houlenn eur pésk digantañ, a rofe dezañ eun naer e leh eur pésk ? 12 Ha ma houlenn eur vi, daoust hag e rofe dezañ eur grug ?
13 « Rag-se ’ta, ma ouezit c’hwi, daoust d’ar fall ma ’z oh, rei traou mad d’ho pugale, na pegement muioh ne roio ket an Tad euz an Neñv ar Spered-Santel d’ar re a houlenno digantañ ».
O veza m’ e-noa Jezuz kaset kuit eun diaoul, 15 e lavaras darn euz an dud :
— « Dre Veelzeboul, priñs an droug-sperejou, eo e kas kuit an diaoulou ».
16 Evid amproui Jezuz, e houlenne reou all digantañ eur zîn euz an neñv.
17 Med oh anavezoud o zoñjou, e lavaras Jezuz dezo :
— « Mond a ra da goll kement rouantèlèz a zo dizunaniez enni heh-unan, hag enni e tizah an tiez an eil war egile. 18 Mard eo Satan ive disrannet dioutañ e-unan, penaoz e chomo e rouantèlèz en he-zav, pa lavarit eo dre Veelzeboul e kasan kuit an droug-sperejou ? 19 Ha mard eo dre Veelzeboul eo e kasan-me kuit an droug-sperejou, dre biou e kas kuit anezo ho tiskibien-c’hwi ? Rag-se, e vezo ar re-mañ o-unan ho parnerien.
20 « Mard eo a-vad, dre halloud Doue eo e kasan kuit an droug-sperejou, neuze eo deuet Rouantèlèz Doue beteg ennoh.
21 « Pa vez eun den kreñv, gand e armou, o tiwall e di, e vez e beadra e surentez. 22 Med ma tigouez unan all kreñvoh egetañ, o kaoud an treh warnañ, e lamo digantañ e armou a oa e fiziañs enno, hag e lodenno e breiz.
23 « An hini n’ema ket a-du ganin, a zo a-eneb din, hag an hini ne zastum ket ganin, stlabeza eo a ra ».
24 « Pa vez eet ar spered hudur er-mêz euz eun dén, e red dre lehiou dizeh, o klask diskuiz, ha ne gav ket. Neuze, e lavar ennañ e-unan : « Distrei a rin d’am zi, an hini am-eus kuiteet ».
25 « Ha pa zigouez, e kav an ti skubet ha kempennet. 26 Neuze ez a kuit, hag e kemer gantañ sperejou all, falloh c’hoaz egetañ, seiz anezo ; hag e teuont da jom eno. Evel-se, gwasoh eo stad diweza an dén-ze eged an hini kenta ».
27 Pa oa Jezuz o komz, e savas eur vaouez he mouez a-douez an dud da lavared dezañ :
— « Eüruz ar vamm he-deus douget ahanout enni, hag out bet maget gand he lêz ! »
28 Neuze e lavaras Jezuz dezi :
— « Eüruz kentoh ar re a zelaou komz Doue, hag a vir anezi ».