Accueil  -  Seizved sizunvez war ar bloaz C

Seizved sizunvez war ar bloaz C

Euz an 23 a viz C’hwevrer d’ar 1a a viz Meurz 2025

Seizved sul war ar bloaz

Lk 6, 27-38

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

27 « Deoh-c’hwi hag a zo o selaou ahanon, e lavaran : Karit hoh enebourien, grit vad d’ar re o-deus kasoni ouzoh.

28 « Goulennit bennoz Doue war ar re a daol malloz warnoh ; pedit evid ar re a damall ahanoh e-gaou.

29 « D’an hini a sko ganit war eur jod, astenn ive ebén dezañ. An hini a lam diganit da vantell, laosk anezañ da baka ive da dunikenn.

30 « Ro d’an néb a houlenn eun dra bennag diganit, ha d’an néb a lam diganit ar péz a zo dit, chom hep goulenn digantañ.

31 « Evel m’ho-peus c’hoant e rafe an dud deoh, grit dezo evel-se ive.

32 « Ma karit ar re a gar ahanoh, peseurt grad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a gar ar re a gar anezo.

33 « Ma rit vad d’ar re a ra vad deoh, peseurt anaoudegez vad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a ra kemend-all.

34 « Ma prestit arhant d’ar re a zoñj deoh ho-po anezañ en-dro, peseurt anaoudegez vad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a brést d’ar beherien evid ma vo restaolet dezo kemend-all.

35 « Er hontrol, karit hoh enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra en-dro. Neuze e vo braz ho tigoll, hag e vezot bugale d’an Uhel-Meurbed, rag madelezuz eo Eñ ouz an dud dianaoudeg ha droug.

36 « Bezit trugarezuz evel m’eo trugarezuz ho Tad.
37 « Na varnit ket, ha ne vezot ket barnet. 
« Na gondaonit ket, ha ne vezot ket kondaonet. 
« Pardonit, hag e vo pardonet deoh.

38 « Roit, hag e vo roet deoh : eur muzuliad réz ar bord, stardet, hejet, leun-barr a vo skuillet deoh en ho tavañjer ; rag diouz ar muzul a root gantañ evid ar re all, e vo muzuliet deoh d’ho tro.

Lun

Mk 9, 14-29

14 O tond gand Pèr, Jakez ha Yann war-zu an diskibien all, e welas Jezuz tud e-leiz en-dro dezo, ha skribed o terhel kaoz ganto. 15 Kerkent ha ma weljont Jezuz, e oent oll sebezet, hag e teuent d’ar réd da zaludi anezañ.

16 Goulenn a reas Jezuz outo :

— « Euz petra zo kaoz ganeoh ? ».

17 Respont a reas dezañ eun dén euz a-douez an dud :

— « Mestr, digaset em-eus dit va mab hag a zo dalhet gand eur spered a laka anezañ da veza mud. 18 Kregi a ra ar spered-se ennañ n’eus forz e peleh, stlepel a ra anezañ d’an douar, dond a ra eonenn e genou ar paotr, skrignal a ra e zent, hag e teu e gorv da veza reud. Goulennet em-eus digand da ziskibien kas ar spered-se kuit, med n’int ket deuet da benn ».

19 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Tud diskredig hag a zo ahanoh ! Pegeid e vezin-me ganeoh ? Pegeid e rañkin gouzañv ahanoh ? Digasit anezañ din ».

20 Digaset e oe dezañ. Kerkent ha ma welas Jezuz, e stagas ar spered da heja ar paotr en eur doare rust. Koueza a reas d’an douar, hag e ruille, eonenn gantañ en e henou.

21 Goulenn a reas Jezuz ouz an tad :

— « Pegeid zo e c’hoarvez kement-se gantañ ? »

— « Abaoe e vugaleaj, emezañ. 22 Hag aliez eo bet stlapet en tan pe en dour gand ar spered, evid ober dezañ mervel. Med ma hellez ober eun dra bennag, deus d’or zikour, dre druez ouzom ! ».

23 Ha Jezuz dezañ :

– « Mar gellez » emezout…? Evid an hini a gréd, e hell pep tra en em gaoud ».

24 Kerkent e youhas tad ar paotr :

— « Kredi a ran ! Deus war zikour, gand al laosk m’eo va feiz ».

25 O weled e oa an dud o tiredeg, e hourdrouzas Jezuz ar spered hudur en eur lavared dezañ :

— « Spered a lak an dud da veza mud ha bouzar, gourhemenn a ran dit : kee kuit euz ar paotr-mañ, ha na zistro biken ennañ ».

26 Youhal a reas ar spered, heja ar paotr en eun doare rust, hag ez eas er-mêz anezañ. Dond a reas hemañ da veza evel unan maro, ken ma lavare an oll dud : « Maro eo ! ».

27 Med en eur gregi en e zorn, e reas Jezuz dezañ sevel : chom a reas ar paotr en e-zav. 28 Pa oe eet Jezuz tre en ti, e houlennas e ziskibien outañ, en o fart o-unan :

— « Perag n’on-eus ket ni gellet kas kuit ar spered-se ? »

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ne hell ket eur seurt spered beza kaset kuit, nemed dre ar bedenn hag ar yun ».

Meurz

Mk 9, 30-37

30 Bez’ e oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent a-dreuz Bro-Halilea, ha n’e-noa ket c’hoant e teufe dén da houzoud. 31 Rag setu amañ ar péz a gelenne d’e ziskibien :

— « Gwerzet e vo Mab an Dén da veza lakeet etre daouarn an dud. Kaset e vo ganto d’ar maro, ha tri devez goude-ze, eh adsavo da veo ».

32 Ne intente ket an diskibien avad ar homzou-ze, ha ne gredent ket ober goulennou outañ.

33 En em gaoud a rejont e Kafarnaom, hag eur wech degouezet en ti, e houlennas Jezuz outo :

— « Diwar-benn petra e oah o kaozeal a-héd an hent ? »

34 Chom a rejont dilavar, rag a-héd an hent, o-doa komzet etrezo evid gouzoud pehini anezo e oa ar brasa.

35 Azeza a reas Jezuz, hag e halvas an Daouzeg da zond d’e gaoud. Lavared a reas dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag beza da genta, e rañk beza an diweza euz an oll, ha servicher an oll ».

36 Neuze, e halvas eur paotrig ha lakaad anezañ dirazo. O veza kemeret anezañ etre e ziouvreh, e lavaras dezo :

37 — « An hini a zigemer, em ano, eur paotrig evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan. Hag an hini a zigemer ahanon, n’eo ket me eo a zigemer, med an Hini on bet kaset gantañ ».

Merher

Mk 9, 38-40

38 Lavared a ree Yann, unan euz an Daouzeg, da Jezuz :

— « Mestr, gwelet on-eus eun dén o kas kuit an droug-sperejou en da ano ; harzet on-eus outañ, rag n’ema ket gand ar re a zo a-du ganeom ».

39 Respont a reas Jezuz :

— « Arabad herzel outañ, rag an hini a ra eur burzud en va ano, ne hell ket lavared droug ouzin kerkent war-lerh. 40 An hini n’ema ket a-eneb deom, a zo a-du ganeom ».

Yaou

Mk 9, 41-50

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

41 « Piou bennag a roio deoh da eva eur werennad dour, ablamour ma ’z oh diskibien d’ar Hrist, e gwirionez e lavaran deoh, ne gollo ket e rekompañs ».

42 « An hini a lak da behi unan bennag euz ar re vihan-mañ a gréd ennon, e vefe gwelloh staga ouz e houzoug eur mên-milin a vez lakeet da drei gand an azened, ha stlapa anezañ er mor.

43 « Ha ma vez da zorn o tougenn ahanout d’ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit antreal mogn er vuhez peurbaduz, kentoh eged koueza gand da zaou zorn er « jehenn », en tan na varv ket.

(44)45 Ma vez da droad o tougenn ahanout d’ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit mond kamm d’ar vuhez peurbaduz, eged beza stlapet gand da zaou droad er « jehenn ».

(46)47 « Ha ma vez da lagad o tougenn ahanout d’ar pehed, tenn anezañ kuit, rag gwelloh eo dit mond born e Rouantèlèz Doue, eged beza stlapet gand da zaou lagad er « jehenn », 48 el leh m’ema ar preñved na varvont ket hag an tan na zeu ket da vouga. 49 Rag pep dén vo sallet en tan.

50 « Eun dra vad eo an holen ; med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ e zaour en-dro ? Ra vezo holen ganeoh-c’hwi, ha bezit er peoh kenetrezoh ».

Gwener

Mk 10, 1-12

1 Degouezoud a ra Jezuz e Bro-Judea, ha goude-ze en tu all d’ar Jordan. Adarre, e teu e-leiz a dud en-dro dezañ, hag adarre, evel kustum, e kelenne anezo.

2 Tostaad a reas Farizianed outañ, hag evid paka anezañ en e gomzou, e houlennjont outañ :

— « Daoust hag aotreet eo eur gwaz da gas e wrég kuit ? »

3 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Petra zo bet gourhemennet deoh gand Moïzez ? »

4 Lavared a rejont dezañ :

– « Aotreet e-neus Moizez da gas ar wrég kuit, gand ma vo savet eul lizer a zisparti ».

5 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Abalamour ma z’ eo kaled ho kalon eo eo bet skrivet al lezenn-ze gand Moïzez evidoh. 6 Med e penn kenta ar béd, e-noa Doue greet anezo gwaz ha maouez. 7 Rag-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wrég, 8 ha ne vint o-daou nemed unan ; evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med unan hepkén.

9 « Arabad d’an dén eta dispartia ar péz a zo bet unanet gand Doue ! »

10 Eur wech deuet en ti, e ree an diskibien goulennou outañ adarre war ar poent-se. 11 Hag e respontas dezo :

— Kement hini a gas kuit e wrég hag a gemer unan all, a ra avoultriez en he-heñver. 12 Hag ar vaouez he-deus kaset kuit he gwaz, evid kemer unan all, a ra avoultriez ».

Sadorn

Mk 10, 13-16

13 Digaset e oa bugaligou da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno. Med kaset e oent pelloh buan gand an diskibien.

14 O weled kement-se, ez eas Jezuz droug ennañ, hag e lavaras :

— « Laoskit ar vugaligou da zond d’am haoud ; na virit ket outo, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue. 15 E gwirionez, e lavaran deoh : an hini na zigemer ket Rouantèlèz Doue evel ma ra eur bugelig, ne z’ aio ket enni ».

16 Stardet e vezent gantañ etre e zivreh, hag e vennige anezo en eur astenn e zaouarn warno.