Accueil  -  Seitegved sizunvez war ar bloaz (A)

Seitegved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz ar 30 a viz Gouere d’ar 5 a viz Eost 2023

Seitegved sul war ar bloaz (A)

Mz 13, 44-52 (A)

Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :

44 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eun teñzor bet kuzet en eur park ; kavet eo gand eun dén, hag a guz anezañ en-dro. Leun a levenez, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar park.

45 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur marhadour o klask perlez kaer. 46 Kavet gantañ eur berlezenn a dalvoudegez vraz, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar berlezenn ».

47 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur roued taolet er mor hag a zeu gantañ pesked a bep seurt. 48 Pa vez leun, e vez sachet gand ar besketerien war an aot ; azeza a reont hag e vez dastumet ar re vad e panerou, ha taolet kuit ar re na dalvezont netra.

49 « Evel-se, e c’hoarvezo da fin ar béd : dond a raio an êlez da zibab ar re fall a-douez ar re just, 50 ha stlepel anezo e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent.

51 Daoust ha komprenet ho-peus kement-se ? ».

— « Ya ’vad, emezo ».

52 Hag e lavaras dezo :

— « Setu perag, kement skrib deuet da veza diskib Rouantèlèz Doue, zo heñvel ouz eur penn-tiègèz hag a denn euz e deñzor traou nevez ha traou koz ».

Lun

Mz 13, 31-35

31 Eur barabolenn all a roas Jezuz da gleved d’an dud :

— « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur hreunenn zezo, e-neus eun dén kemeret hag hadet en e bark. 32 Ar bihanna euz an hajou eo. Med p’he-devez kresket, e vez ar brasa euz al legumachou. Sevel a ra da wezenn, ken ne teu al laboused an neñv da neizia en he skourrou ».

33 Eur barabolenn all a lavaras dezo :

— « Heñvel eo Rouantèlèz an Neñv ouz eun tamm goell, kemeret gand eur vaouez, ha sanket e tri vuzuliad bleud, beteg ma vo savet an toaz en e béz ».

34 Kement-se a lavare Jezuz dre barabolennou d’an dud, ha gwech e-béd ne gomze dezo nemed dre barabolennou.

35 Evel-se, e teue da wir ar gomz lavaret gand ar profet : « Komz a rin dre barabolennou, embann a rin traou kuzet abaoe ar penn kenta ».

Meurz

Mz 13, 36-43

36 Dilezet an dud gantañ, e teuas Jezuz d’ar gêr. Tostaad a reas e ziskibien outañ o lavared dezañ :

— « Displég deom frêz parabolenn an dreog er park ».

37 Respont a reas :

— « An hini a had ar greun mad eo Mab an Dén. 38 Ar park eo ar béd. Ar greun mad eo bugale ar Rouantèlèz. An dreog eo bugale an Droug. 39 An enebour hadet an dreog gantañ eo an diaoul. An eost eo fin ar béd. An eosterien eo an êlez.

40 « Evel ma vez tennet kuit an dreog da veza lakeet an tan, evel-se ive, e vo kont da fin ar béd. 41 Kaset e vo e êlez gand Mab an Dén, hag e vo tennet kuit ganto euz e Rouantèlèz, kement skwer fall ha kement dén a ra an droug ; 42 Taolet e vezint ganto e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 43 Neuze, e skedo an dud santel evel an heol e Rouantèlèz o Zad. An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

Merher

Mz 13, 44-46

Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :

44 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eun teñzor bet kuzet en eur park ; kavet eo gand eun dén, hag a guz anezañ en-dro. Leun a levenez, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar park.

45 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur marhadour o klask perlez kaer. 46 Kavet gantañ eur berlezenn a dalvoudegez vraz, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar berlezenn ».

Yaou

Mz 13, 47-53

Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :

47 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur roued taolet er mor hag a zeu gantañ pesked a bep seurt. 48 Pa vez leun, e vez sachet gand ar besketerien war an aot ; azeza a reont hag e vez dastumet ar re vad e panerou, ha taolet kuit ar re na dalvezont netra.

49 « Evel-se, e c’hoarvezo da fin ar béd : dond a raio an êlez da zibab ar re fall a-douez ar re just, 50 ha stlepel anezo e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent.

51 Daoust ha komprenet ho-peus kement-se ? ».

— « Ya ’vad, emezo ».

52 Hag e lavaras dezo :

— « Setu perag, kement skrib deuet da veza diskib Rouantèlèz Doue, zo heñvel ouz eur penn-tiègèz hag a denn euz e deñzor traou nevez ha traou koz ».

53 Echu gantañ e barabolennou, ez eas Jezuz kuit ahalese.

Gwener

Mz 13, 54-58

54 Mond a reas Jezuz en e vro, hag e kelenne an dud en o zinagogennou, en doare ma choment souezet ha ma lavarent :

— « Euz peleh e teu dezañ ar furnez hag ar burzudou-ze ? 55 Daoust ha n’eo ket mab ar halvez ? Daoust ha n’eo ket Mari ano e vamm ? Ha Jozef, Simon ha Jud, ano e vreudeur ? 56 Hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket oll en on-touez ? Euz a beleh e teu eta, kement-se dezañ ? » 57 Hag e oant feuket gantañ.

Lavared a reas Jezuz dezo avad :

— « Ne vez disprizet eur profet, nemed en e vro hag en e diad ».

58 Ha ne reas ket kalz a vurzudou eno, abalamour ma ne gredent ket.

Sadorn

Mz 14, 1-12

1 En amzer-ze, e klevas Herodez, hag a oa e penn Bro-Halilea, ano euz ar vrud greet diwar-benn Jezuz, 2 hag e lavaras d’e zervicherien :

— « Yann-Vadezour eo hennez ; adsavet eo a-douez ar re varo ; ha setu perag e ra burzudou ».

3 Rag greet e-noa Herodez tapoud krog e Yann, chadenna anezañ ha taoler er prizon. Bez’ e oa abalamour da Herodiadez, gwrég Filip, e vreur. 4 Ewid gwir, lavaret e oa bet dezañ gand Yann :

— « N’az-peus ket urz da gaoud anezi da wrég. »

5 C’hoant e neveze da gas anezañ d’ar maro, med aon e-noa bet rag an dud, hag a ree eur profet euz Yann.

6 Hogen da geñver deiz-ha-bloaz ganedigez Herodez, e tañsas merh Herodiadez dirag an oll, hag e plijas kement da Herodez, 7 ma touas dre le, rei dezi kement a houlennfe. 8 Atizet gand he mamm, e lavaras ar verh :

— « Ro din amañ, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».

9 Rannet braz e oe kalon ar roue, med abalamour d’e le ha d’an dud a oa gantañ ouz taol, e roas urz da rei dezi he hoant, 10 ha da zibenna Yann er prizon.

11 Digaset e oe ar penn war eur plad, ha roet d’ar plah yaouank. Ha kaset e oe ganti d’he mamm.

12 Dond a reas diskibien Yann da gerhad ar horv, hag e oe lakeet en eur béz ganto. Goude-ze, ez ejont da gas kelou da Jezuz.