Deuit, Spered Santel, euz an neñv,
Skuillit warnom ho sklêrijenn !
Tad ar re baour, donezonour,
Sklêrijenn ar c’halonou, deuit !
Frealzer dispar, mignon deom,
Levenez dous an eneou !
Distan er wréz, diskuiz er boan,
Frealzidigez ’kreiz an doan.
Sklêrijenn gaer, deuit da leunia
Goueled kalon ho tud fidel !
Héb ho sikour, n’eus dén e-béd
Hag a vefe pur a behed !
Gwalc’hit, dourit ha pareït
Kement ’zo louz, ha sèc’h, ha klañv !
Plegit, hag eeunit ha tommit
Kement ’zo reut, ha kamm ha yén !
D’ar re a lak ennoc’h o feiz,
Roit ho seiz donezon santel !
Santèlèz ha silvidigez,
Gant al levenez da viken !
Amen.
(Misal Roman) (An ton a c’hell beza hini « Gourc’hemennou Doue », pe hini ar Chapeled)