Kosa pedenn an Iliz eo ar zalmou. Araog beza pedet gand ar gristenien, int bet pedet gand pobl Doue, pobl Izrael, a c’hortoze ar Zalver prometet. Jezuz, ’vel e bobl, e-neus pedet gand ar zalmou, ar pez a ra d’ar bedenn-ze beza talvoudusoc’h c’hoaz evidom.
Ar zalmou n’o-deus ket a ditl, med eun niverenn hag ez-eus 150 anezo. Bez’ ez int salmou a veuleudi, a fiziañs, a drugarez, a bardon, a vignoniaj gand Doue…