Accueil  -  Pevarzegved sizunvez war ar bloaz (A)

Pevarzegved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz an 9 d’ar 15 a viz Gouere 2023

Pevarzegved sul war ar bloaz (A)

Mz 11, 25-30 (A)

25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

Lun

Mz 9, 18-26

18 E keit ha ma oa Jezuz o komz ouz diskibien Yann-Vadezour, e tosteas outañ eun dén a reñk uhel, hag en eur stoui dirazañ, e lavaras dezañ :

— « Ema va merh o paouez mervel, med deus da astenn da zorn warni hag e vevo ».

19 Sevel a reas Jezuz ha mond d’e heul, e ziskibien asamblez gantañ.

20 Ha setu eur vaouez, klañv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz, a dosteas a-dreñv dezañ, hag a douchas ouz bevenn e vantell. 21 Rag lavared a ree enni he-unan : Ma teuan a-benn, netra nemed da douch ouz e vantell, e vezin saveteet.

22 Med Jezuz o tistrei hag o weled anezi, a lavaras :

— « Bez fiziañs, va merh, saveteet out bet gand da feiz ».

Ha kerkent e oe saveteet ar vaouez.

23 Pa zigouezas Jezuz e ti an dén a reñk uhel, o weled ar fleüterien hag an dud, difred ganto, e lavaras dezo :

24— « It er-mêz ! N’eo ket maro ar plahig ; kousket eo ».

Hag e reent goap anezañ. 25 Pa oe lakeet an dud er-mêz, ez eas tre en ti. Kregi a reas e dorn ar plahig, hag e savas houmañ en he zav.

26 Dre an takad a-béz, e redas ar vrud a gement-se.

Meurz 11 a viz gouere
Gouel Sant Beneat,
abad Monte Cassino, ken-batron Europa

Mz 19, 27-29

27 Lavared a reas Pèr da Jezuz :

— « Dilezet on-eus-ni pep tra evid mond d’az heul : petra a dalvezo kement-se deom-ni eta ?

28 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an Dén war e drôn a hloar, e vezot, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg trôn evid barn an daouzeg meuriad euz Izrael.

29 « Ha kement hini e-no dilezet tïez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, abalamour d’am ano, a resevo kant kwech muioh, hag e-nevo da lod ar vuhez peurbaduz ».

Merher

Mz 10, 1-7

1 Gelver a reas Jezuz e zaouzeg diskib, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou evid kas anezo kuit, ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.

2 Setu amañ anoiou an daouzeg abostol : ar henta, Simon, anvet Pèr, hag Andre e vreur, Jakez mab Zebede, hag e vreur Yann, 3 Filip ha Berteleme, Tomaz ha Maze ar publikan, Jakez mab Alfe ha Tade, 4 Simon ar Greduz ha Judaz Iskariot, an hini end-eeün a werzas Jezuz.

5 Kas a reas Jezuz an daouzeg-se en hent en eur rei dezo ar gourhemennou-mañ :

– « Arabad deoh mond gand an hentchou a gas war-zu ar bayaned, ha chomit hep mond e kêriou ar Zamaritaned. 6 It kentoh war-zu an deñved dianket euz pobl Izrael. 7 Dre ma’z eot gand ho hent, embannit eo tostig-tost Rouantèlèz Doue ».

Yaou

Mz 10, 7-15

Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :

7 « Dre ma ’z eot gand ho hent, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, roit ar vuhez en-dro d’ar re varo, glannait an dud lor, kasit kuit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra.

9 « Na gasit ganeoh nag aour nag arhant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sah evid an hent, na diou vantell, na boutou, na baz, rag ar micherour eo dleet dezañ e voued.

11 « Kement kêr ha kement kêriadenn ma ’z eot enno, goulennit piou a zo dîn da zigemer ahanoh, ha chomit eno beteg ma ’z eot kuit.

12 « En eur vond tre en ti, saludit an dud a zo o chom ennañ. 13 Mar d-eo dîn an ti-ze, ra ziskenno ho peoh warnañ. Ma n’eo ket dîn avad, ra zistroio ho peoh warnoh ».

14 « Ma ne ’fell ket d’an dud digemered ahanoh, na selaou ho komzou, it er-mêz euz an ti-ze, pe euz ar gêr-ze, en eur heja ar boultrenn euz ho treid. 15 E gwirionez, e lavaran deoh, ne vezor ket ken rust, da zeiz ar Varn, e-keñver bro-Sodom ha Gomor, hag e-keñver ar gêr-ze ».

Gwener

Mz 10, 16-23

Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :

16 « Setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. Bezit eta war evez braz evel naered, ha didroidell a galon evel koulmed.

17 « Diwallit diouz an dud ! kas a raint ahanoh dirag al lezvarn, skourjeza a raint ahanoh en o zinagogennou. 18 Kaset e vezot dirag ar gouarnourien hag ar rouaned, abalamour din. Eun testeni e vo kement-se evito, hag evid ar bayaned.

19 « Pa vezot evel-se lakeet etre o daouarn, na vezit ket nehet o klask petra pe benaoz lavared. Roet e vezo deoh da houzoud ar péz ho-po da lavared d’ar mare-ze. 20 Ha n’eo ket c’hwi eo a gomzo, med Spered ho Tad eo a vo o komz ennoh.

21 « Kas e vreur a raio ar breur evid beza lakeet d’ar maro, hag an tad, e grouadur, sevel a raio ar vugale a-eneb o zud, ha kas anezo d’ar maro.

22 « Kasoni o-do an oll ouzoh abalamour d’am ano ; an hini avad, a zalho beteg penn, hennez a vo saveteet.

23 « Ma vez klasket war ho lerh e kêr pe gêr, tehit d’eur gêr all. E gwirionez, e lavaran deoh, n’ho-pezo ket greet tro kêriou Izrael, a-raog distro Mab an Dén ».

Sadorn

Mz 10, 24-33

Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :

24 « N’eo ket an diskib uhelloh eged e vestr, nag ar zervicher uhelloh eged e aotrou. 25 Tra-walh eo d’an diskib beza par d’e vestr, ha d’ar zervicher beza par d’e aotrou. M’o-deus an dud greet Beelzeboul euz ar penn-tiègèz, petra ne lavarint ket euz e dud ?

26 « Arabad kaoud aon rag an dud-se ; n’eus netra goloet ha na zeufe ket da veza dizoloet, netra kuzet ha na zeufe ket da veza anavezet.

27 « Kement a lavaran deoh en deñvalijenn, lavarit anezañ er sklêrijenn ; kement a glevit e plég ho skouarn, embannit anezañ diwar an toennou.

28 « Arabad kaoud aon rag ar re a laz ar horv, ha ne hellont ket laza an ene. Ho-pet aon kentoh ouz an hini a hell kas da goll ar horv koulz hag an ene er jehen.

29 « Daoust ha ne vez ket gwerzet daou filip evid eur gwenneg ? Koulskoude, ne gouez hini anezo war an douar, heb asant ho Tad.

30 « Ha c’hwi, kontet eo kement blevenn a zo war ho penn.31 Bezit dienkrez eta ; talvezoud a rit muioh eged oll filiped an neñv.

32 « Kement hini a zisklêrio dirag an dud beza a-du ganin, a vo disklêriet ganin-me ive dirag va Zad a zo en Neñv, beza a-du gantañ. 33 Med kement hini am naho dirag an dud, a vo nahet ganin-me ive dirag va Zad a zo en Neñv ».