Accueil  -  Pevare sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Pevare sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Euz ar 17 d’an 23 a viz Gwengolo 2023

Pevare sul warn-ugent war ar bloaz (A)

Mz 18, 21-35 (A)

21 Tostaad a reas Pèr ouz Jezuz evid goulenn outañ :

— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e rañkan pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »

22 Respont a reas Jezuz :

— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg deg-ha-tri-ugent kwech seiz kwech.

23 « Rag e gwirionez, heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ urzia e gonchou gand e zervicherien.

24 « Kroget e oa da urzia e gonchou, pa oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant.

25 « O veza ma n’e-noa ket hemañ peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz da werza anezañ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, evid kaoud evel-se an diskarg euz e zle.

26 « Neuze, en em daolet ar zervicher e-harz e dreid, eh aspede e vestr en eur lavared :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein kement a zlean dit ».

27 « Kroget an druez er mestr, e lezas e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an diskarg euz e zle.

28 « Med, a-boan eet er-mêz, e kavas hemañ unan euz e gompagnuned-labour, hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Tapoud a reas krog ennañ, ha gwaska war e houzoug beteg beza prést da vouga anezañ, en eur lavared :

— « Paee da zle ! »

29 « Neuze, en em daolas ar zervicher e-harz e dreid en eur aspedi anezañ :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein dit va dle en e-béz ».

30 « Egile a-vad, ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad taoler anezañ er prizon, beteg m’e-nefe paeet e zle.

31 « O weled kement-se, e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.

32 « Neuze, e lakeas e vestr gervel anezañ, hag e lavaras dezañ :

— « Servicher fallagr, kement ha ma oas dleour din, am-eus roet-me an diskarg anezañ dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha ne oa ket réd dit d’az-tro kaoud truez ouz da gompagnun, evel m’am-eus bet-me truez ouzit ? »

34 « Ha fuloret braz, e lakeas ar mestr anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.

35 « Evel-se, e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv, ma ne bardonit ket pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz ho kalon ».

Lun

Lk 7, 1-10

1 Echu e brezegenn dirag an dud, ez eas Jezuz e Kêr Gafarnaom.

2 Eun ofiser e-noa eur zervicher hag a oa klañv ha dare da vervel ; kared kenañ a ree anezañ avad.

3 Klevet gantañ ano euz Jezuz, e kasas an ofiser eun nebeud euz pennou-braz ar Juzevien d’e gaoud, evid pedi anezañ da zond da zavetei e zervicher.

4 Digouezet e-kichenn Jezuz, eh aspedjont anezañ stard en eur lavared : « Meritoud a ra e rafes kement-se evitañ, 5 rag kared a ra or pobl : gantañ eo bet lakeet sevel deom ar zinagogenn ».

6 Ober a ree Jezuz hent ganto, ha dija ne oa ket pell ken diouz an ti, pa zeuas mignoned d’an ofiser da lavared dezañ euz e berz :

— « Aotrou, arabad dit kemer ar boan-ze, rag n’on ket dîn e teufes dindan va zoenn. 7 Abalamour da ze, n’em-eus ket kredet me va-unan mond beteg ennout, med lavar eur gér, ha ra vo pare va zervicher ! 8 Bez’ ez on-me dindan galloud unan all, med soudarded am-eus dindannon ; pa lavaran da unan : Kee ! ez a, da unan all : Deus ! e teu, ha d’am zervicher : Gra an dra-mañ ! hag e vez greet gantañ ».

9 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz. Trei a reas war-zu an dud a oa ouz e heul :

— « Lavared a ran deoh, eme Jezuz : en Izrael zokén n’em-eus ket kavet ken braz feiz ».

10 Pa zistroas ar gannaded d’an ti, e kavjont ar zervicher yah-pesk.

Meurz

Lk 7, 11-17

11 Bez’ e oa Jezuz o vond d’eur gêr, Naïm heh ano, e ziskibien hag e-leiz a dud oh ober hent gantañ. 12 En em gaoud a reas tost da zor-kêr, d’ar mare ma oad o kas eun dén maro d’ar véred. Intañvez e oa e vamm, ha n’he-doa nemetañ. Kalz tud a oa ouz he heul. 13 O weled an intañvez, e-noe Jezuz truez outi, hag e lavaras dezi :

— « Paouez da ouela ! »

14 Tostaad a reas hag e touchas ouz an arched. Ar re a zouge ar horv a jomas a-zav, hag e lavaras Jezuz :

— « Paotr yaouank, me a lavar dit, sao ! ».

15 Neuze, e savas an dén maro e gein, azeza war e hoazez, ha staga da gaozeal. Hag e roas Jezuz anezañ d’e vamm.

16 Kregi a reas aon enno-oll, hag e veulent Doue en eur lavared :

— « Savet ez eus eur profet braz en on-touez, ha deuet eo Doue da weled e bobl ».

17 Hag e redas ar homzou-ze diwar-benn Jezuz dre Vro-Judea a-béz, ha dre ar broiou tro-war-dro.

Merher

Lk 7, 31-35

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

31 « Ouz piou keñveria tud ar rummad-mañ ? Ouz piou ez int heñvel ?

32 « Heñvel int ouz bugale azezet war ar blasenn, hag o youhal an eil d’egile : « Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset ; kanet on-eus klemmganou, ha n’ho-peus ket gouelet ».

33 « Rag deuet eo Yann ar Badezour ; ne zébr ket a vara, ha ne év ket a win, hag e lavarit : « Eun diaoul a zo ennañ ! »

34 « Deuet eo Mab an Dén ; debri hag eva a ra, hag e lavarit : « Setu eul lonteg hag eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien ».

35 « Gand he oll vugale avad eo bet rentet justis da Furnez an Aotrou Doue ».

Yaou 21 a viz Gwengolo
Gouel Sant Vaze, abostol hag avieler

Mz 9, 9-13

9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.

10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :

— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».

Gwener

Lk 8, 1-3

1 C’hoarvezoud a reas gand Jezuz tremen a-dreuz kêriou ha bourhadennou, o prezeg hag oh embann Kelou-Mad Rouantèlèz Doue. Ouz e heul e oa an Daouzeg, 2 hag ive eun nebeud merhed, bet pareet gantañ diouz droug-sperejou ha kleñvejou : Mari, anvet Madalen, kaset kuit seiz diaoul diouti, 3 Janed, gwreg Kouza, merour Herodez, Suzanna ha meur a hini all a zikoure anezo diwar o madou.

Sadorn

Lk 8, 4-15

4 Dond a ree tud euz pep kêr war-zu Jezuz, hag o veza ma oa e-leiz anezo bodet en-dro dezañ, e lavaras ar barabolenn-mañ :

5 — « Eet e oa an hader da hada e had, ha dre ma ’z ee o hada, e kouezas euz ar greun war bord an hent. Breset e oent gand an treid, ha debret gand laboused an Neñv.

6 « Koueza a reas eul lodenn all war ar vein ; diwan a rejont ha dizeha dre ziouer a hlebor.

7 « Koueza a reas eul lodenn all c’hoaz e-touez an dréz, hag e oent mouget gand an dréz o kreski d’o heul.

8 « Koueza a reas ive lod euz ar greun en douar mad ; sevel a rejont ha teuler frouez : kant evid unan.

Ha Jezuz neuze, a vouez kreñv :

— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».

9 Goulenn a reas e ziskibien outañ petra a oa da intent gand ar barabolenn-ze. 10 Respont a reas dezo :

— « Deoh-c’hwi eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz Doue ; d’ar re all a-vad eo dre barabolennou hepken. Evel-se : Selled a reont hep gweled, kleved a reont heb intent.

11 « Setu petra a dalvez ar barabolenn : an had eo Komz Doue.

12 « Bez’ ez eus lod tud hag a zo war bord an hent : ar re-ze o-deus klevet ; neuze e teu an diaoul, hag e lam kuit ar Gomz euz o halonou, gand aon na zeufent da gredi ha da veza salvet.

13 « Bez’ ez eus lod hag a zo war ar vein : pa glevont, e tigemeront ar Gomz gand levenez. Med n’o-deus ket a wriziou ; e-pad eur pennad amzer e kredont, med da vare an trubuillou, e troont kein d’ar feiz.

14 « Ar péz a zo kouezet e-mesk an dréz eo ar re a glèv, med diwar goust an trubuillou, ar binvidigez ha plijaduriou ar vuhez, e vezont mouget en hent ha ne zeuont ket da zarevi ».

15 « Hag ar péz a zo kouezet en douar mad eo ar re o-deus klevet ar Gomz gand eur galon eün ha mad, a vir anezi, hag a daol frouez en eur zerhel stard ».