Accueil  -  Pevare sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Pevare sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Euz an 20 d’ar 26 a viz Du 2022

Gouel ar Hrist Roue (C)

Lk 23, 35-43

Staget e oa bet Jezuz ouz ar groaz, hag 35 e talhe tud ar bobl da jom eno, hag e sellent. Goap a ree anezañ ar renerien, en eur lavared :

— « Tud all e-neus saveteet : dezañ d’en em zavetei e-unan, ma ’z eo Mesïaz Doue, an hini bet dibabet gantañ ! »

36 Goap a ree ive ar zoudarded anezañ. O tostaad outañ, e kinnigent dezañ gwinegr, en eur lavared :

37 « Ma ’z out-te roue ar Juzevien, en em zavete da-unan ! ».

38 A-zioh e benn e oa eur skritell, gand ar geriou-mañ e gresianeg, latin hag hebreeg : « Hemañ eo roue ar Juzevien ».

39 Gwall-gomzou a lavare outañ unan euz an dorfetourien staget ouz ar groaz :

— « Daoust ha n’out ket-te ar Hrist ? En em zavete da-unan, ha ni da heul ».

40 Rebechou taer a-vad, a reas dezañ an torfetour all :

— « N’ez-peus tamm aon e-béd ouz Doue eta ! Kondaonet out, te ive, koulskoude ! 41 Hag evidom-ni ez eo just, rag diouz ar péz a zo bet greet ganeom, on-eus ar péz a veritom. Med hemañ, n’e-neus greet droug e-béd ».

42 Hag e lavare :

— « Jezuz, bez soñj ahanon, pa zeui en da Rouantèlèz ».

43 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « E gwirionez, e lavaran dit, hirio e vezi ganin er Baradoz ».

Lun 21 a Viz Du :
Ar Werhez Vari kinniget en Templ

Mz 12, 46-50

46 O komz d’an dud e oa Jezuz, pa zigouezas e vamm hag e vreudeur. Er-mêz, e oant chomet, hag e klaskent komz outañ.

47 Dond a reer da lavared dezañ :

— « Aze er-mêz, ema da vamm ha da vreudeur o klask komz ganit ».

48 Respont a reas Jezuz d’an hini e-noa digaset ar helou-ze dezañ :

— « Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur ? »

49 Hag o tiskouez e ziskibien gand e zorn, e lavaras :

— « Setu va mamm ha setu va breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en neñv, hennez a zo breur din, c’hoar din, ha mamm din ».

Meurz

Lk 21, 5-11

5 Bez’ e oa ar gaoz gand lod euz an diskibien diwar-benn an Templ, bamet ha souezet ma oant o weled ar vein gaer ha provou an dud fidel. Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

6 — « Kement-se oll emaoh o selled outañ, e teuio eun deiz ma ne jomo ket mên war vên anezañ : distrujet e vo pep tra ».

7 Goulenn a rejont outañ :

— « Mestr, pedavare e c’hoarvezo kement-se ? Ha petra a vo ar zîn ma vo tost an dra-ze d’en em gaoud ? »

8 Respont a reas :

— « Diwallit da veza touellet, rag dond a raio meur a hini em ano o lavared : « Me eo ! » ha : « Tostig-tost ema an amzer ». Arabad mond d’o heul !

9 Pa glevot kont euz brezeliou, taoliou dispah, n’it ket da sponta ! Rag bez’ e rañk kement-se c’hoarvezoud da genta, med ne vo ket raktal ar fin ».

10 Neuze, e lavaras Jezuz ouspenn :

— « Bez’ e savo freuz, broad eneb broad, rouantèlèz eneb rouantèlèz. 11 Bez’ e vo meur a grén-douar braz, hag amañ hag a-hont bosenn ha kernèz ; c’hoarvezoud a raio traou spontuz, ha sînou braz en oabl.

Merher

Lk 21, 12-19

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

12 « Tapet e vo krog warnoh, hag e viot gwall-gaset ; roet e viot d’ar zinagogennou, lakeet er prizon, kaset dirag ar rouaned hag ar houarnourien, abalamour d’am ano. 13 Ha kement-se a roio tro deoh da rei testeni.

14 « Lakait mad en ho spered, n’ho-po ket da glask penaoz en em zifenn. 15 Sila a rin, me va-unan, en ho spered komzou ha eur furnez, ha ne hello ket hoh enebourien herzel outo, na dispenn anezo.

16 « Gwerzet e viot gand ho tad hag ho mamm zokén, gand ho preudeur, ho kerent hag ho mignoned ; lod ahanoh a vo kaset d’ar maro ganto. 17 Kas o-devezo an oll ouzoh abalamour d’am ano.

18 « Med blevenn e-béd diwar ho penn na vo kollet.

19 « Dalhit mad d’ho feiz hag e viot salvet ».

Yaou

Lk 21, 20-28

Komz a ree Jezuz gand e ziskibienn diwar-benn e zonedigez :

20 « Pa welot Jeruzalem kelhiet gand an armeou, e ouezot neuze eo deuet eviti eur an dismantr.

21 « Neuze, ar re a vo e Bro-Judea, dezo tehed d’ar meneziou ; ar re a vo e diabarz kêr, dezo pellaad diouti ; ar re a vo war ar mêziou, dezo chom hep dond e kêr.

22 « Rag deveziou a gastiz e vo an deveziou-ze, ma vo kaset da benn kement a zo bet skrivet.

23 « Gwaz-a-ze d’ar maouzed a vezo o tougenn, pe o vaga, en deveziou-ze, rag reuz braz a vo er vro, ha kounnar a-eneb ar bobl-mañ.

24 « Koueza a raio an dud dindan neudenn ar hleze, kaset e vezint da sklav en oll vroiou. Breset e vo Jeruzalem dindan treid ar bayaned, beteg ma vo eet da benn amzer ar bayaned ».

25 « Bez’ e vo sînou burzuduz en heol, el loar hag er stered, ha war an douar anken ar poblou, nehet ma vezint gand trouz ar mor hag an tarziou, 26 ken na vo an dud trohet o alan dezo gand ar spont, da hortoz ar péz a hoarvezo gand ar béd a-béz, rag bransella a raio galloudou an neñv.

27 « Neuze, e vo gwelet Mab an Dén o tond war eur goabrenn gand kalz a halloud hag a hloar.

28 « Pa vo krog kement-se da hoarvezoud, en em lakait sonn, ha savit ho penn rag bez’ e vo ho silvidigez o tostaad ».

Gwener

Lk 21, 29-33

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez, 29 hag e lavaras eur barabolenn dezo :

« Sellit ouz ar wezenn fïez, hag an oll gwéz all. 30 Sellit outo : pa grog ar broñsou enno, e komprenit ema tost an hañv.

31 « Evel-se, c’hwi ive, pa welot kement-se o c’hoarvezoud, e ouezot ema tost Rouantèlèz Doue.

32 « E gwirionez, e lavaran deoh : Ne dremeno ket ar rummad-mañ ken na vo digouezet an oll draou-ze. 33 Tremen a raio an neñv hag an douar, va homzou a-vad ne dremenint ket ».

Sadorn

Lk 21, 34-36

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

34 « Evidoh-c’hwi, bezit war evez, gand aon na vo pounnereet ho spered gand an debri-re hag ar vezventi, ha gand trubulliou ar vuhez ; a-hend-all e tigouezo an deiz-se warnoh dre laer, evel eur roued, 35 rag koueza a raio war an oll dud o chom war an douar a-béz.

36 « Chomit war zihun, o pedi e peb amzer : evel-se e vezot e stad d’en em denna euz kement a zo da hoarvezoud, ha da jom en ho sav dirag Mab an Dén ».