Accueil  -  Pevare sizunvez ha tregont war ar bloaz (A)

Pevare sizunvez ha tregont war ar bloaz (A)

Euz ar 26 a viz Du d’an 2 a viz Kerzu 2023

Gouel ar Hrist Roue (A)

Mz 25, 31-46 (A)

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien euz e zonedigez :

31 « Pa zeuio Mab an dén en e hloar, gantañ an oll êlez, neuze eh azezo war e drôn a hloar. 32 Bodet e vo an oll boblou dirazañ, hag e tispartio an dud an eil re diouz re all, evel ma tisparti ar pastor an deñved diouz ar givri. 33 Lakaad a raio an dañvadezed en tu dehou dezañ, hag ar givri en tu kleiz.

34 Neuze, e lavaro ar roue d’ar re a vo en tu dehou dezañ :

— « Deuit, tud benniget gand va Zad, resevit da lod ar Rouantèlèz zo bet pourchaset evidoh azaleg krouidigez ar béd. 35 Rag, naon am-eus bet, hag ho-peus roet din da zebri ; sehed am-eus bet, hag ho-peus roet din da eva ; estranjour on bet, hag ho-peus digemeret ahanon. 36 En noaz e oan, hag ho-peus gwisket ahanon ; klañv e oan, hag ez oh deuet da weled ahanon ; er prizon e oan, hag ez oh deuet beteg ennon ».

37 « Neuze, e responto an dud just dezañ :

— « Pedavare on-neus-ni gwelet ahanout o kaoud naon, hag on-eus-ni roet dit da zebri ? O kaoud sehed, hag on-eus-ni roet dit da eva ? 38 Pedavare on-eus-ni gwelet ahanout estranjour, hag on-eus-ni digemeret ahanout ? En noaz, hag on-eus-ni gwisket ahanout ? 39 Pevare on-eus-ni gwelet ahanout klañv pe er prizon, hag ez om deuet da weled ahanout ? »

40 « Hag e responto ar roue dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : bewech m’ho-peus greet evel-se da unan euz an dud dister-mañ, a zo breudeur din, din-me eo ho-peus greet kement-se. »

41 « Neuze, e lavaro d’ar re a vo en tu kleiz dezañ :

— « It pell diouzin, tud villiget ahanoh, it d’an tan a bado da viken, bet c’hwezet evid an diaoul hag e êlez. 42 Rag, naon am-eus bet, ha n’ho-peus ket roet din da zebri ; sehed am-eus bet, ha n’ho-peus ket roet din da eva ; 43 estranjour e oan, ha n’ho-peus ket digemeret ahanon ; en noaz e oan, ha n’ho-peus ket gwisket ahanon, klañv hag er prizon, ha n’oh ket deuet da weled ahanon ».

44 Neuze, e respontint, int-i ive :

— « Aotrou, pedavare on-eus-ni gwelet ahanout, naon dit pe zehed, estranjour pe en noaz, klañv pe er prizon, ha n’om ket deuet war da zikour ? »

45 « Hag e responto dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : bewech ma n’ho-peus ket greet evel-se evid unan pe unan euz ar re vihan-mañ, din-me kennebeud n’ho-peus ket greet kement-se.

46 « Hag ez aio ar re-mañ d’eur hastiz a bado da viken, hag ar re just d’ar vuhez ne vo fin e-béd dezi ».

Lun

Lk 21, 1-4

E-keid ma oa Jezuz o kelenn en Templ, 1 o sevel e zaoulagad, e welas an dud pinvidig o lakaad o frovou en Teñzor.

2 Gweled a reas ive eur paour-kêz intañvez o lakaad daou bézig bihan e-barz. 3 Neuze e lavaras :

— « E gwirionez, e tisklêrian deoh : bez’ he-deus lakeet an intañvez paour-ze muioh eged an oll re all. 4 Rag, evid rei o frov, o-deus kemeret ar re-mañ-oll, diwar ar péz a hellent dioueri ; hi avad, he-deus kemeret diwar he diénéz : roet he-deus kement hag he-devoa evid beva ».

Meurz

Lk 21, 5-11

5 Bez’ e oa ar gaoz gand lod euz an diskibien diwar-benn an Templ, bamet ha souezet ma oant o weled ar vein gaer ha provou an dud fidel. Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

6 — « Kement-se oll emaoh o selled outañ, e teuio eun deiz ma ne jomo ket mên war vên anezañ : distrujet e vo pep tra ».

7 Goulenn a rejont outañ :

— « Mestr, pedavare e c’hoarvezo kement-se ? Ha petra a vo ar zîn ma vo tost an dra-ze d’en em gaoud ? »

8 Respont a reas :

— « Diwallit da veza touellet, rag dond a raio meur a hini em ano o lavared : « Me eo ! » ha : « Tostig-tost ema an amzer ». Arabad mond d’o heul !

9 Pa glevot kont euz brezeliou, taoliou dispah, n’it ket da sponta ! Rag bez’ e rañk kement-se c’hoarvezoud da genta, med ne vo ket raktal ar fin ».

10 Neuze, e lavaras Jezuz ouspenn :

— « Bez’ e savo freuz, broad eneb broad, rouantèlèz eneb rouantèlèz. 11 Bez’ e vo meur a grén-douar braz, hag amañ hag a-hont bosenn ha kernèz ; c’hoarvezoud a raio traou spontuz, ha sînou braz en oabl.

Merher

Lk 21, 12-19

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

12 « Tapet e vo krog warnoh, hag e viot gwall-gaset ; roet e viot d’ar zinagogennou, lakeet er prizon, kaset dirag ar rouaned hag ar houarnourien, abalamour d’am ano. 13 Ha kement-se a roio tro deoh da rei testeni.

14 « Lakait mad en ho spered, n’ho-po ket da glask penaoz en em zifenn. 15 Sila a rin, me va-unan, en ho spered komzou ha eur furnez, ha ne hello ket hoh enebourien herzel outo, na dispenn anezo.

16 « Gwerzet e viot gand ho tad hag ho mamm zokén, gand ho preudeur, ho kerent hag ho mignoned ; lod ahanoh a vo kaset d’ar maro ganto. 17 Kas o-devezo an oll ouzoh abalamour d’am ano.

18 « Med blevenn e-béd diwar ho penn na vo kollet.

19 « Dalhit mad d’ho feiz hag e viot salvet ».

Yaou 30 a viz Du : Sant Andre

Mz 4,18-22

18 O tremen a-héd ar Mor-Galilea, e welas Jezuz daou vreur : Simon, lesanvet Pèr, hag Andre e vreur, o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant.

19 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Deuit d’am heul hag e rin pesketerien tud ahanoh ».

20 Ha raktal, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul.

21 Pelloh, e welas daou vreur all : Jakez, mab da Zebede ha Yann e vreur, en o bag, gand Zebede o zad, o kempenn o rouejou.

22 Gelver a reas anezo, ha kerkent e tilezjont o bag hag o zad evid mond d’e heul.

Gwener 1a kerzu, Sant Tudual
Memor (gouel en eskopti Landreger gwechall)

Yn 10, 11-16

Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :

11 « Me eo ar Pastor Mad.
Rei e vuhez evid e zeñved a ra ar Pastor Mad.
12 « An hini n’eo nemed mevel avad,
n’eo ket eñ ar pastor :
pa n’eo ket an deñved e re dezañ :
ma wél ar bleiz o tond,
e tilez an deñved
hag e teh kuit.
Hag e vezont skrapet gand ar bleiz
a ra dezo mond amañ hag ahont.
13 « Tehel kuit a ra ar pastor-ze,
peogwir n’eo nemed mevel,
ha n’eo ket chalet gand an deñved.
14 « Me eo ar Pastor Mad.
Anaoud a ran va deñved,
hag anaoud ahanon a ra va deñved,
15 « evel ma’h anavez an Tad ahanon,
ha ma’h anavezan, me ive, an Tad.
Ha va buhez a roan evid va deñved.
16 « Deñved all am-eus c’hoaz,
ha n’emaint ket er park-deñved-mañ.
Ar re-ze ive am-eus da rén.
Kleved a raint va mouez,
ha ne vo nemed eun tropell
hag eur pastor hepkén ».

Sadorn

Lk 21, 34-36

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

34 « Evidoh-c’hwi, bezit war evez, gand aon na vo pounnereet ho spered gand an debri-re hag ar vezventi, ha gand trubulliou ar vuhez ; a-hend-all e tigouezo an deiz-se warnoh dre laer, evel eur roued, 35 rag koueza a raio war an oll dud o chom war an douar a-béz.

36 « Chomit war zihun, o pedi e peb amzer : evel-se e vezot e stad d’en em denna euz kement a zo da hoarvezoud, ha da jom en ho sav dirag Mab an Dén ».