Euz ar 27 a viz Meurz d’an 2 a viz Ebrel 2022
1 Bez’ e veze an oll bublikaned hag an oll beherien o klask mond tost da Jezuz evid selaou anezañ ; 2 grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed, en eur lavared :
— « Digemer vad a ra an dén-ze d’ar beherien, ha drebi ganto ».
3 Neuze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ dezo :
11 — « Eun dén a oa dezañ daou vab.
12 Lavared a reas an hini yaouanka d’e dad :
— « Va zad, ro din ar péz a dle dond din d’am lod ».
« Hag e rannas an tad e oll vadou etrezo o-daou.
13 « Eun nebeud deveziou goude, dastumet gantañ e oll beadra, e kerzas ar mab yaouanka d’eur vro bell, hag eno e foetas e arhant o rén eur vuhez diroll. 14 Foranet gantañ kement e-noa, e tigouezas eur gernez vraz war ar vro, hag e krogas an diénéz ennañ ive. 15 Hag eñ en hent, ha mond da vevel gand eun dén euz ar vro, hag e oe kaset gand hemañ da ziwall ar moh en e barkeier. 16 C’hoant a-walh e-nefe bet da garga e gov gand ar hlosou a zebre ar moh, med dén e-béd ne roe anezo dezañ.
17 « Neuze, en em lakeas da zoñjal ennañ e-unan : Nag a vevelien o-deus bara o gwalh e ti va zad, hag emaon-me amañ o vervel gand an naon ! 18 Sevel a rin, ha mond da gaoud va zad, hag e lavarin dezañ : Va zad, pehet am-eus a-eneb an Neñv hag a -eneb dit. 19 N’on ket dîn mui da veza anvet da vab. Kemer ahanon evid unan euz da vevelien ».
20 « Sevel a reas eta, ha mond da gaoud e dad. Pell e oa c’hoaz, pa welas e dad anezañ, hag e oe rannet e galon. Redeg a reas an tad da vriata e vab, ha da bokad dezañ.
21 « Neuze, e lavaras ar mab :
— « Va zad, pehet am-eus a-eneb an Neñv hag a-eneb dit. N’on ket dîn mui da veza anvet da vab ».
22 Med lavared a reas an tad d’e vevelien :
— « Buan, it da gerhad kaerra dillad a zo da lakaad en-dro dezañ, gand eur walenn war e viz ha boutou-lèr en e dreid. 23 Digasit al leue lard, ha lazit anezañ. Drebom ha greom fést a joa. 24 Rag va mab amañ hag a oa maro, setu eñ deuet beo en-dro. Kollet e oa, ha setu m’eo kavet ».
« Hag e krogjont da ober fést.
25 «Hogen, bez’ e oa ar mab hena er park. En eur zond d’ar gêr, dre ma tostae ouz an ti, e kleve trouz soniou ha dañsou. 26 Gelver a reas unan euz ar vevelien, hag e houlennas outañ petra a oa o c’hoarvezoud.
27 — « Digouezet eo da vreur, eme ar mevel, ha da dad e-neus lakeet laza al leue lard, o veza m’e-neus kavet anezañ yah ha dibistig ».
28 « Neuze, ez eas ar mab hena e kounnar ruz, ha ne felle ket dezañ mond d’an ti. Rañkoud a reas an tad dond er-mêz da boursu warnañ.
29 Med respont a reas d’e dad :
— « Setu nousped a vloavez a zo emaon en da zervich, hep dizenti ouzit morse, ha gwech e-béd, n’ez-peus roet din-me eur havrig da ober fést gand va mignoned. 30 Med kerkent ha m’eo deuet en-dro ar mab-se dit, foetet gantañ da vadou dit gand merhed diroll, ez-peus lakeet laza evitañ al leue lard ».
31 Lavared a reas an tad dezañ :
— « Va mab, te a vez dalhmad ganin, ha kement tra am-eus, a zo dit. 32 Med réd e oa ober fést ha beza laouen, rag ar breur-ze dit a oa maro, hag ez eo beo adarre ; kollet e oa, hag ez eo adkavet ».
43 Tremenet daou zevez gand Jezuz e kêr ar Zamaritaned, ez eas kuit alese evid distrei da Vro-Halilea. 44 Evid gwir, e-noa diskouezet Jezuz ne vez ket enoret eur profet en e vro dezañ e-unan. 45 Koulskoude, pa en em gavas e Bro-Halilea, e oe digemeret mad gand Galileiz, rag eet e oant int-i ive da Jeruzalem evid gouel Pask, hag o-doa gwelet kement e-noa greet Jezuz eno. 46 Distrei a reas Jezuz eta da Gana-Halilea, el leh m’e-noa troet an dour e gwin. Hogen, eno e oa eun ofiser d’ar roue, ma oa klañv e vab e Kafarnaom. 47 O veza klevet e oa deuet Jezuz euz Bro-Judea da Vro-Halilea, e teuas da weled anezañ. Pedi a ree anezañ da ziskenn da Gafarnaom evid parea e vab dare da vervel.
48 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Nemed ha gweled a rafeh sinou ha burzudou, n’oh ket evid kredi morse ? ».
49 Lavared a reas an ofiser dezañ :
— « Aotrou,diskenn a-raog ma varvo va bugel ».
50 Jezuz dezañ :
— « Kee, beo eo da vab ».
Kredi a reas an dén-ze er gomz e-noa lavaret Jezuz dezañ, hag ez eas en hent. 51 Pa oa war an diskenn, e teuas e zervicherien en arbenn dezañ, hag e lavarjont dezañ e oa beo e vugel. 52 Goulenn a reas outo da béd eur e oa gwelleet dezañ. « Deh eo, emezo dezañ, da eun eur goude kreisteiz, ez eo eet an derzienn dioutañ ».
53 Asanti a reas an tad eo d’an eur-ze end-eün, e-noa lavaret Jezuz dezañ : « Beo eo da vab ».
Kredi a reas neuze, eñ e-unan hag oll dud e diad.
54 Hemañ eo an eil sîn a reas Jezuz, pa zistroas euz Bro-Judea da Vro-Halilea.
1 Da-geñver eur gouel evid ar Juzevien, ez eas Jezuz da Jeruzalem.
2 E Jeruzalem, e-tal dor an deñved, ez eus eul lennad-dour, Bedzata heh ano en hebreeg, hag a zo pemp porched dezi.
3 Dindan ar re-mañ, e veze war o gourvez e-leiz a dud klañv, tud dall, re gamm, tud seizet.
5 Bez e oa eno eun dén, klañv abaoe eiz vloaz ha tregont. 6 O weled anezañ war e hourvez, hag o kleved e oa er stad-se abaoe hir amzer dija, e lavaras Jezuz dezañ :
— « Ha c’hoant ez-peus da barea ? »
7 — « Aotrou, eme ar hlañvour dezañ, n’em-eus dén e-béd da daoler ahanoun el lenn kerkent ha ma vez bourbouill gand an dour ; hag amzer din da vond, e tiskenn unan all en dour em-raog ».
8 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Sav, kemer da hravaz ha kerz ».
9 Kerkent e oe pareet an dén. Kemer a reas e hravaz : kerzed a ree ! Hogen, eun deiz sabat oa an deiz-se. 10 Setu ma lavaras ar Juzevien d’an hini a oa bet pareet :
— « Sabat a zo ; n’eo ket aotreet dit dougen da hravaz ».
11 Med respont a reas dezo :
— « An hini e-neus pareet ahanon eo e-neus lavaret din : « Kemer da hravaz, ha kerz ! ».
12 Goulenn a rejont outañ :
— « Piou eo an dén e-neus lavaret dit : « Kemer da hravaz, ha kerz » ?
13 Med an hini a oa bet pareet ne ouie ket piou e oa ; hag e oa eet Jezuz pelloh, rag e-leiz a dud a oa war al leh-se.
14 Diwezatoh, e kavas Jezuz anezañ en Templ, hag e lavaras dezañ :
— « Setu te pareet. Arabad dit pehi hiviziken, gand aon na zigouezfe gwasoh ganit ».
15 Mond a reas an dén da gonta d’ar Juzevien e oa Jezuz an hini e-noa pareet anezañ. 16 Setu perag e klaske ar Juzevien heskina Jezuz, abalamour m’e-noa greet kement-se eun deiz sabat.
Pareet eun dén seizet gand Jezuz eun deiz sabat, e lavaras d’ar Juzevien :
17 — « Beteg-henn ema va Zad o labourad, hag emaon-me o labourad ive ».
18 Setu perag, muioh-mui c’hoaz, e klaske ar Juzevien kas anezañ d’ar maro, rag ne oa ket tra-walh dezañ terri lezenn ar zabat, lavared a ree ouspenn e oa Doue tad dezañ e-unan, oh en em lakaad evel-se par da Zoue.
19 Kement-mañ a lavare Jezuz dezo :
— E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Ne hell ar Mab ober netra anezañ e-unan, ne ra nemed ar pez a wél an Tad oh ober. Rag ar péz a ra an Tad, a vez greet gand ar Mab en heveleb doare.
20 « Rag an Tad a gar ar Mab, ha diskouez a ra dezañ kement a ra eñ e-unan. Diskouez a raio dezañ oberou brasoh c’hoaz, ma vezot estlammet ganto.
21 « Evel ma lak an Tad ar re varo da zevel euz ar béz ha da veva, evel-se ive e roio ar Mab buhez d’an neb a gar.
22 « Ne vez barnet dén e-béd gand an Tad. Roet e-neus hemañ d’ar Mab pep galloud evid barn, 23 ma vo enoret ar Mab gand an oll, evel ma ’h enoront an Tad. An neb na rent ket enor d’ar Mab, ne rent ket enor kennebeud d’an Tad m’eo bet kaset gantañ.
24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : An hini a zelaou va homzou, hag a gréd en Hini e-neus kaset ahanon, hennez ema ennañ ar vuhez peurbaduz, ha ne gouez ket dindan ar varnedigez, rag tremenet eo dija euz ar maro d’ar vuhez.
25 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Dond a ra an eur, ha bremañ eo, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag e vevo ar re o-do klevet anezi.
26 « Evel m’ema an Tad ar vuhez ennañ e-unan, evel-se e-neus greet d’ar Mab beza ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag e-neus roet dezañ ar galloud da zisklêria ar varnedigez, peogwir ez eo Mab an Dén.
28 « Arabad deoh beza souezet a gement-se : ema an eur o tond, ma klevo e vouez an oll re a zo er beziou. 29 Dond a raint er-mêz anezo : ar re o-do greet ar mad a zavo a varo da veo evid ar vuhez, ar re o-do greet an droug, evid sevel a varo da veo ha beza barnet.
30 « Ahanon va-unan, ne hellan-me ober netra. Barn a ran diouz ar péz a glevan ; hag ez eo just va barnedigez, rag ne glaskan ket va bolontez din-me, med bolontez an Hini e-neus kaset ahanon.
Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :
31 Ma roan-me testeni din-me va-unan, n’eo ket gwirion va zesteni.
32 « Med unan all a zo hag a zoug testeni diwar va fenn, ha gouzoud a ran ez eo gwirion an testeni-ze.
33 « Kaset ho-peus kannaded da gaoud Yann-Vadezour, hag e-neus roet testeni d’ar wirionez.
34 « N’em-eus ket ezomm-me euz testeni eun dén, med ne lavaran kement-se nemed evid ma hellot beza salvet.
35 « Bez’ e oa Yann-Vadezour ar houlaouenn war elum, dezi da rei sklêrijenn, ha plijet eo bet ganeoh kemer joa eur pennadig amzer ouz ar sklêrijenn-ze.
36 « Med, bez’ ez eus ganin eun testeni brasoh eged hini Yann : an oberou a ran, ar re-ze end-eün e-neus roet va Zad din da ober ; an oberou o-unan a ran a ziskouez ez on bet kaset gand an Tad.
37 « Hag an Tad, ma ’z on bet kaset gantañ, a ro testeni ive em heñver. C’hwi avad, biskoaz n’ho-peus klevet e vouez, na gwelet e fas ; 38 ne virit ket e Gomzou en o kalon, peogwir ne gredit ket en hini a zo bet kaset gantañ.
39 « Studia a rit dôn ar Skrituriou, dre ma kav deoh kavoud ar vuhez peurbaduz enno ; ar re-man eo a ro testeni ahanon ; 40 koulskoude, ne fell ket deoh dond war-zu ennon evid kaoud ar vuhez peurbaduz.
41 « Ar hloar, n’eo ket digand an dud e resevan anezi.
42 « Ha forz penaoz, anaoud a ran ahanoh : n’ema ket karantez Doue ennoh.
43 « Deuet on-me a-berz va Zad, ha ne fell ket deoh digemer ahanon. Ma teu unan bennag all en e ano dezañ e-unan, hennez avad, e tigemerot anezañ !
44 « Penaoz e hellfeh kredi, c’hwi hag a denn ho kloar an eil re euz ar re all, c’hwi ha n’emaoh ket o klask ar hloar o tond euz Doue hepkén ?
45 « N’it ket da zoñjal e vo me an hini a damallo ahanoh dirag an Tad. Ho tamaller eo Moïzez, ho-peus lakeet hoh esperañs ennañ.
46 « Ma kredfeh e Moïzez, e kredfeh ennon ive, rag diwar va fenn eo e-neus skrivet.
47 « Med ma ne gredit ket er péz e-neus skrivet, penaoz e kredot va homzou ? »
2 Tostaad a ree gouel ar Juzevien, gouel an Teltennou.
10 Pa oe en em gavet breudeur Jezuz e Jeruzalem evid ar gouel, ez eas eñ ive di, med n’eo ket war-wél d’an dud, med e kuz.
14 Pa oe dija eet e-biou eun hanter euz ar gouel, ez eas Jezuz d’an Templ, hag e stagas da gelenn.
25 Lavared a ree eun nebeud tud euz Jeruzalem :
— « Daoust ha n’eo ket hemañ an hini a glaskont kas d’ar maro ? Setu ema o prezeg war-wél d’an oll, ha ne lavar dén e-béd netra dezañ. 26 Daoust hag e vije deuet ar Pennou-Braz da anaoud eo eñ ar Hrist ? 27 Hemañ, koulskoude, e ouezom euz a beleh ez eo. Ha pa zeuio ar Hrist, ne ouezo dén e-béd euz a beleh ez eo ».
28 E-keid ma oa Jezuz o kelenn en Templ, e lavaras a vouez kreñv :
— « Anaoud a rit ahanon ! Ha gouzoud a rit euz a beleh ez on ! N’on ket deuet ahanon va-unan : med ar wirionez a zo gand an hini e-neus kaset ahanon, Eñ ha na anavezit ket. 29 Anaoud a ran-me anezañ, rag dond a ran dioutañ, ha gantañ eo on bet kaset ».
30 Klask a rejont neuze tapoud krog ennañ, med ne zeuas dén e-béd a-benn anezañ, rag ma ne oa ket deuet e eur c’hoaz.
O kelenn e oa Jezuz e Templ Jeruzalem :
40 E-touez an dud o-doa selaouet e gomzou, e lavare lod anezo :
— « E gwirionez, hemañ eo ar profet braz ! ».
41 Lavared a ree lod all :
— « Ar Hrist eo hennez ! ».
Med goulenn a ree lod all c’hoaz :
— « Daoust hag e hell ar Hrist dond euz Bro-Halilea ? 42 Ha ne lavar ket ar Skritur eo euz lignez David hag euz Betleem, kêriadenn David, e teuio ar Hrist ? »
43 Sevel a reas eta dizemgleo e-touez an dud diwar e benn.
44 C’hoant o-doa eun nebeudig anezo da baka krog ennañ, med ne daolas dén e-béd e zorn warnañ. 45 Dond a reas ar warded en-dro da gaoud ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, hag e lavaras ar re-mañ dezo :
— « Perag n’ho-peus ket digaset anezañ deom ? »
46 Respont a reas ar warded :
— « Biskoaz n’e-neus dén komzet evel ma komz an dén-ze ».
47 Lavared a reas ar Farizianed dezo :
– « Daoust ha diheñchet e vefeh bet c’hwi ive ? 48 E-touez ar Pennou-Braz pe euz ar Farizianed, daoust hag unan bennag e-neus kredet ennañ ? 49 N’eus nemed an dud-hont ha ne anavezont ket al Lezenn, tud villiget anezo ! »
50 Lavared a reas Nikodem, unan euz ar Farizianed hag a oa bet o weled Jezuz, nebeud amzer a-raog :
51 — « Daoust ha gelloud a reom, diwar ol Lezenn, kondaoni eun dén heb beza klevet anezañ, a-benn gouzoud petra e-neus greet ? »
52 — « Petra ! emezo, daoust hag euz Bro-Halilea ez out-te ive ? Klask mad, hag e weli ne zav biskoaz profet e-béd euz Bro-Halilea ».
53 Hag ez eas peb hini d’ar gêr.