Euz ar 16 d’an 22 a viz Gouere 2023
1 En devez-se, eet er-mêz euz an ti, e oa Jezuz azezet war vord ar mor. 2 Kement a dud a zeuas en-dro dezañ ma savas en eur vag, hag eh azezas enni ; hag e oa an oll dud war an aot. 3 Kentelia a reas anezo war kalz a draou dre barabolennou :
4 — « Setu an hader o vond da hada. E-pad ma oa oh hada, e kouez greun a-hed an hent. Deuet al laboused, hag eet ar greun ganto.
5 « Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar. Diwan a ra an had raktal, o veza ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.
7 « Kouez a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Kreski a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo.
8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha dougen frouez : kant, tri-ugent, tregont evid unan.
9 « An hini e-neus diskouarn, ra glevo ! »
10 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, ha goulenn outañ :
— « Perag e komzez d’an dud dre barabolennou ? »
11 — « Deoh-c’hwi, emezañ, eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz an neñv, med d’ar re-mañ n’eo ket. 12 Roet e vo d’an neb e-neus, hag e vo puill-puill ar péz e-no ; an hini n’e-neus ket, e vo dilamet digantañ ar péz e-neus zokén. 13 Ma komzan dezo dre barabolennou, eo abalamour ma welont hep gweled, ha ma klevont hep kleved nag intent.
14 « Evel-se, e teu da wir evito komzou ar profet Izaïaz :
« Kaer ho-po kleved, ne intentot ket,
« kaer ho-po selled, ne welot ket.
15 « Poud eo deuet da veza spered an dud-se,
« stanket o-deus o diskouarn,
« serret o-deus o daoulagad,
« gand aon na zeufe o daoulagad da weled,
« o diskouarn da gleved,
« o spered da intent,
« o halon da drei ouz Doue,
« – hag e vint pareet ganin ».
16 « Evidoh-c’hwi, eüruz ho taoulagad, peogwir e welont, ho tiskouarn, peogwir e klevont. 17 E gwirionez, e lavaran deoh : c’hoant o-deus bet kalz a brofeted hag a dud santel da weled ar péz a welit, ha n’o-deus ket gwelet, da gleved ar péz a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».
18 « C’hwi eta, intentit parabolenn an hader :
19 « Pa glèv an dén Komz ar Rouantèlèz hep intent anezi, e tigouez an droug-spered, hag e kas gantañ kement a zo bet hadet e kalon an dén-ze. Hennez eo an takad bet hadet a-hed an hent.
20 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had en eun douar meineg, an dén a glèv ar Gomz, a zigemer anezi raktal gand joa ; 21 med n’eus ket a wriziou ennañ, bez’ ez eo eun dén euz eur mare hepken : pa zav trubuill pe heskinèrèz diwar goust ar Gomz, e vez strobet dioustu.
22 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had e-touez ar spern, an dén a glèv ar Gomz ; med trabas ar béd-mañ, touellèrèz ar madou a voug ar Gomz, ha ne zav tamm frouez e-béd diwarni.
23 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had en douar mad, an hini a glèv ar Gomz hag a intent anezi : dougenn a ra frouez : kant, tri-ugent, tregont diwar unan ».
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg Abostol :
34 « N’it ket da gredi e vefen deuet da zigas ar peoh war an douar ; n’on ket deuet de zigas ar peoh, med ar hleze. 35 Rag deuet on da lakaad ar mab da zevel a-eneb e dad, ar verh a-eneb he mamm, ar verh-kaer a-eneb he mamm-gaer : 36 enebourien pep hini a vo tud e dïad dezañ e-unan.
37 « An neb a gar e dad pe e vamm muioh egedon, n’eo ket dîn ahanon. An neb a gar e vab pe e verh muioh egedon, n’eo ket dîn ahanon.
38 « An neb ne zamm ket e groaz ha ne zeu ket d’am heul, n’eo ket dîn ahanon.
39 An neb e-neus dalhet d’e vuhez, a hollo anezi. An hini e-neus kollet e vuhez abalamour din, a zalho anezi.
40 « An neb a ro digemer deoh, a ro digemer din va-unan ; hag an neb a ro digemer din, a ro digemer d’an Hini on bet kaset gantañ.
41 « Piou bennag a roio digemer d’eur profet, evel profet, e-no digoll eur profet. Piou bennag a zigemero eun dén just, evel dén just, e-no digoll eun dén just.
42 « Piou bennag a roio da eva, pa ne vefe nemed eur werennad dour frésk, da unan euz ar re vihanna-man, abalamour ma ’z eo diskib din, e gwirionez, e lavaran deoh, e vo roet dezañ digoll eun dén just ».
11.1 Echu gantañ rei e genteliou d’e zaouzeg diskib, ez eas Jezuz kuit ahalese, evid mond da gelenn ha da brezeg e kêriou ar vro.
20 Staga a reas Jezuz da ober rebechou d’ar hêriou m’e-noa greet enno an darn vrasa euz e vurzudou, ha ma oant chomet hep trei o halon ouz Doue :
21 — « Gwaz-a-ze dit, Korozain ! Gwaz-a-ze dit Betsaida ! rag ma vije bet en em gavet gwechall, e Tir hag e Sidon, ar burzudou en em gavet en ho-touez, e vefe bet ar hêriou-ze troet ouz Doue, en dillad reun hag el ludu.
22 « Ya, lavared an ran deoh : da zeiz ar varn, ne vezo ket ken rust evid Tir ha Sidon hag evidoh-c’hwi.
23 « Ha te Kafarnaom, daoust ha savet e vezi eta beteg an neñv ? Ne vezi ket, diskenn a ri beteg an iverniou. Rag ma vije bet en em gavet e Sodom ar burzudou bet en em gavet ennout, e vije bet ar gêr-ze en he-zav hirio c’hoaz. 24 Ya, lavared a ran deoh : da zeiz ar varn, ne vezo ket Bro-Zodom kastizet ken rust hag ar péz a vo greet en da geñver dit-te ».
25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :
— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.
27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».
En amzer-ze, e lavaras Jezuz ar homzou-mañ :
28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.
29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».
1 En amzer-ze, d’eun deiz sabat, e oa Jezuz o treuzi parkajou gwiniz ; e ziskibien deuet naon dezo en em lakeas da gutuill pennou-éd, ha debri anezo. 2 O weled kement-se, e lavaras ar Farizianed dezañ :
— « Ema da ziskibien oh ober eun dra ha n’eo ket aotreet ober d’an deiz sabat ».
3 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « Ha n’ho-peus ket lennet ar péz a reas David p’e-noe naon, eñ hag ar re a oa asamblez gantañ ? 4 Mond a reas tre e ti Doue ha debri baraennou ar hinnig ; ne oa ket avad aotreet debri anezo, na dezañ na d’ar re a oa gantañ, med d’ar veleien hepkén.
5 « Pe c’hoaz, n’ho-peus ket lennet el Lezenn, e torr ar veleien ar zabat, da zeiz ar zabat, en Templ, heb ober pehed e-béd ?
6 « Hogen, lavared a ran deoh : bez’ ez eus amañ brasoh eged an Templ. 7 M’ho- pefe komprenet ar homzou-mañ : « An drugarez eo a glaskan, ha n’eo ket ar zakrifis », n’ho-pefe ket kondaonet tud didamall. 8 Rag mestr eo Mab an Dén war ar zabat ».
Goude maro Jezuz, 1 d’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez a Mari-Madalen d’ar béz, hag e wél ar mên lamet kuit diwar ar béz.
11 Bez’ e oa en he zav er mêz, e-kichenn ar béz, hag e oa o ouela. E sèr gouela, e soublas war-zu ar béz. 12 Gweled a ra daou Êl, gwisket e gwenn, azezet el leh ma oa bet astennet korv Jezuz, unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.
Lavared a reont dezi :
13 — « Maouez, perag emaout o ouela ? »
Respont a ra dezo :
— « Kaset o-deus kuit va Aotrou, ha ne ouezan ket e-peleh eo bet lakeet ».
14 En eur gomz evel-se, e troas war-dreñv, hag e wélas Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.
15 Lavared a ra Jezuz dezi :
— « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou emaout o klask ? »
O veza ma kave dezi e oa al liorzour, e lavaras dezañ :
— « M’az-peus-te kaset anezañ ganit, lavar din e-peleh az-peus lakeet anezañ, hag ez in-me da gerhad anezañ ».
16 Lavared a ra Jezuz dezi :
— « Mariam ! »
Distrei a ra-hi ha lavared en hebreeg :
— « Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».
17 Lavared a ra Jezuz dezi :
— « Arabad dit derhel krog ennon, rag n’on ket savet c’hoaz etrezeg va Zad. Kee da gaoud va breudeur, ha lavar dezo : « Sevel a ran etrezeg va Zad hag ho Tad, etrezeg va Doue hag ho Toue ».
18 Mond a ra Mari-Madalen eta da rei da houzoud d’an diskibien :
— « Gwelet am-eus an Aotrou, ha kement-mañ eo bet lavaret din gantañ ».