Euz an 3 d’an 9 a viz Ebrel 2022
1 Eet e oa Jezuz da Venez an Olived. 2 Kerkent ha goulou-deiz, e teuas en-dro da Dempl Jeruzalem. Dond a ree an oll dud d’e gaoud. Neuze, eh azezas, hag e stagas da gelenn.
3 Digas a ra ar Skribed hag ar Farizianed dirazañ eur vaouez bet tapet oh ober avoultriez. Lakaad a reont anezi er hreiz, dirag an oll, 4 hag e lavaront da Jezuz :
— « Mestr, paket eo bet ar vaouez-mañ oh ober avoultriez. 5 El Lezenn avad, e-neus Moizez gourhemennet deom laza seurt merhed a daoliou mein. Ha te, petra a lavarez ? »
6 Evel-se, e komzent evid tapoud Jezuz, a-benn gelloud tamall anezañ. Med en em lakaad a reas Jezuz, daoubleget, da skriva gand e viz war an douar. 7 O veza ma kendalhent da ober goulennou outañ, e savas e gein, hag e lavaras dezo :
— « An hini ahanoh a zo dibeh, dezañ da daoler outi ar mên kenta ».
8 Hag eet adarre en e zaoubleg, e talhas Jezuz da skriva war an douar. 9 Goude beza kleved Jezuz, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re gosa da genta, kén na jomas mui nemed Jezuz hag ar vaouez aze atao er hreiz.
10 O veza savet e gein, e lavaras Jezuz dezi :
— « Maouez, e-peleh emaint ’ta ? 11 Dén e-béd n’e-neus kondaonet ahanout ? »
— « Dén e-béd, Aotrou, emezi ».
— « Me kennebeud, eme Jezuz, ne gondaonan ket ahanout. Kee, hag arabad dit pehi hiviziken ! ».
12 Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :
— « Me eo sklêrijenn ar béd. An hini a zeuio d’am heul ne gerzo ket en deñvalijenn, med bez’ e-no sklêrijenn ar Vuhez ».
13 War-ze, e lavaras ar Farizianed dezañ :
— « Rei a rez testeni dit da unan ; n’eo ket gwirion da desteni ».
14 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Ya, rei a ran testeni din-me va-unan, ha koulskoude eo gwirion va zesteni, rag gouzoud a ran euz peleh on deuet ha da beleh ez an ; e-leh c’hwi, n’ouzoh ket a beleh e teuan, na da beleh ez an.
15 « Barn a rit-c’hwi hervez doare an dud. Ne varnan-me dén.
16 « Ha, ma teu din barn, gwirion eo va barnedigez, rag n’emaon ket va-unan : ganin ema an Tad, e-neus kaset ahanon.
17 « Hogen, skrivet eo en ho Lezenn eo gwirion testeni daou zén.
18 « Rei a ran-me testeni din va-unan, hag e ro an Tad e-neus kaset ahanon testeni din ive ».
19 Lavared a ree ar Farizianed dezañ :
— « E peleh ema da Dad ? »
Respont a reas Jezuz :
— « Ne anavezit na me, na va Zad. Ma ’h anavezfeh ahanon, eh anavezfeh ive va Zad ».
20 Lavared a reas Jezuz ar homzou-ze pa oa o kelenn en Templ, e tu an Teñzor. Ha ne dapas dén krog ennañ, rag ne oa ket deuet e eur c’hoaz.
21 En amzer-ze, e lavare Jezuz d’ar Farizianed :
— « O vond kuit emaon ; klask a reot ahanon, ha mervel a reot en ho pehed. D’al leh ma ’z an-me, ne hellit ket c’hwi mond ».
22 Lavared a ree ar Juzevien kenetrezo :
— « Daoust ha mond a ra d’en em laza, peogwir e lavar : D’al leh ma ’z an-me, ne hellit ket c’hwi mond ?
23 Respont a reas Jezuz dezo :
— « C’hwi a zo euz an traoñ ; me a zo euz an neh. C’hwi a zo euz ar béd-mañ ; me n’on ket euz ar béd-mañ.
24 « Setu perag em-eus lavaret deoh, e varvot en ho pehejou. Rag ma ne gredit ket EZ ON, e varvot en ho pehejou ».
25— « Piou out-te ? » emezo neuze.
Respont a reas Jezuz :
— « Bez’ ez on a-grenn ar pez am-eus lavaret deoh abaoe ar penn kenta.
26 « Meur a dra am-eus da lavared ha da varn diwar ho penn. A hend-all, e lavar ar wirionez an hini e-neus kaset ahanon, hag ar péz am-eus klevet anezañ o lavared, kement-se e lavaran evid ar béd ».
27 Ne gomprenjont ket e-noa komzet euz e Dad.
28 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « P’ho-pezo savet Mab an Dén d’an uhel, neuze e ouezoh EZ ON, ha penaoz ne ran netra ahanon va-unan : lavared a ran ar péz a zo bet kelennet din gand va Zad.
29 « Ganin ema an hini e-neus kaset ahanon : N’e-neus ket lezet ahanon va-unan, peogwir e ran bepréd ar péz a blij dezañ ».
30 Klevet ar homzou-ze lavaret gand Jezuz, e kredas e-leiz a dud ennañ.
31 Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien o-doa kredet ennañ :
— « Ma chomit fidel d’am Homz, ez oh, e gwirionez, diskibien din ; 32 neuze, eh anavezot ar wirionez, hag ho-po ar frankiz digand ar wirionez ».
33 Respont a rejont dezañ :
— « Bez’ ez om-ni euz lignez Abraham, ha n’om bet biskoaz sklaved da zén e-béd. Penaoz eta e hellez lavared : Dond a reot da veza tud libr ? »
34 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : piou bennag en em daol er pehed a zo sklav d’ar pehed.
35 « Ne jom ket eur sklav e-barz an tiad ; ar mab avad, a jom ennañ da viken.
36 « Ma vez roet eta ar frankiz deoh gand ar Mab, e viot libr da vad.
37 « Gouzoud a ran ez oh euz lignez Abraham, ha koulskoude emaoh o klask lakaad ahanon da vervel, peogwir ne ’z a ket va Homz beteg ennoh.
38 « Lavared a ran ar péz am-eus gwelet gand va Zad, hag e rit-c’hwi ive ar péz ho-peus klevet digand ho tad ».
39 Respont a rejont dezañ :
— « Abraham eo on tad-ni ».
Ha Jezuz dezo :
— « Ma vefeh bugale da Abraham, neuze e rafeh oberou Abraham. 40 Ha bremañ, e klaskit laza ahanon, me hag am-eus lavaret deoh ar wirionez am-eus klevet digand Doue : kement-se n’e-neus ket greet Abraham. 41 Med ober a rit-c’hwi oberou ho tad ».
Respont a rejont dezañ :
— « N’om ket ganet diwar ganedigez vil ! N’on-eus nemed eun Tad : Doue ».
42 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Ma vije bet Doue ho Tad, ho-pije karet ahanon, rag euz Doue eo ez on ganet, hag anezañ e teuan. N’on ket deuet ahanon va-unan ; Eñ eo e-neus kaset ahanon.
Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :
51 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Ma chom unan bennag fidel d’am Homz, ne welo biken ar maro ».
52 Lavared a reas ar Juzevien dezañ :
— « Gweled-mad a reom bremañ ez out dalhet gand an droug-spered ! Maro eo Abraham, ar brofeted ive, hag e lavarez-te : Ma chom unan bennag fidel d’am Homz, ne welo biken ar maro.
53 « Daoust ha brasoh ez out eged on tad Abraham ? Maro eo, ha maro ive ar brofeted. Piou ’ta a gav dit, ez out ? »
54 Respont a reas Jezuz :
— « Ma tennan gloar ahanon-me va-unan, va gloar n’eo netra ; va Zad eo a ro gloar din, Eñ hag a rit ho Toue anezañ, petra bennag ma ne anavezit ket anezañ.
55 « Me avad, a anavez anezañ, ha ma lavaran n’anavezan ket anezañ, e vin eur gaouiad, eveldoh-c’hwi. Med anaoud a ran anezañ, hag e choman fidel d’e Gomz.
56 « Tridal gand joa e-neus greet Abraham ho tad, gand an esper da weled va deiz.
Gwelet eo bet gantañ, hag ez eo bet karget a levenez ».
57 Lavared a reas ar Juzevien dezañ neuze :
— « Te, ha n’out ket hanter-kant vloaz c’hoaz, hag ez-peus gwelet Abraham ! »
58 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : a-raog ma oa bet euz Abraham, EZ ON-ME ».
59 Kemer a rejont mein neuze, evid stlepel outañ. Med en em denna a reas Jezuz, hag ez eas er-mêz euz an Templ.
31 Mond a reas adarre ar Juzevien da gerhad mein, da veinata Jezuz.
32 Neuze e komzas Jezuz outo :
— « Oberou kaer o tond a-berz va Zad am-eus greet dirazoh dreist-muzul. Evid pehini euz an oberou-ze, e klaskit meinata ahanon ? »
33 Respont a reas ar Juzevien dezañ :
— « N’eo ket evid eun oberenn gaer e klaskom meinata ahanout ; dre ma vlasfemez eo : rag n’out nemed eun dén, hag e rez Doue ahanout ».
34 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Daoust ha n’eo ket skrivet en ho Lezenn : Lavaret em-eus : bez’ ez oh doueed ?
35 « Neuze, ar re m’eo bet kaset beteg enno Komz Doue, e ra doueed anezo al Lezenn ; ha ne hell ket ar Skritur beza torret.
36 « Ahanta ! D’an hini a zo bet sakret gand an Tad, ha bet kaset er béd gantañ, e lavarit dezañ : Blasfemi a rez, peogwir em-eus lavaret : Bez’ ez on Mab Doue ».
37 « Ma ne ran ket oberou va Zad, chomit hep kredi ennon.
38 « Med ma ran anezo, ha pa jomfeh hep kredi ennon, kredit en oberou-ze.
En doare-ze e ouezot, hag eh anavezot muioh-mui, ema an Tad ennon, hag emaon-me en Tad ».
39 Klask a reent neuze, eur wech c’hoaz, tapoud krog ennañ, med tehed a reas a dre o daouarn.
40 Distrei a reas Jezuz en tu all d’ar Jordan, el leh m’e-noa Yann-Vadezour kroget da vadezi, hag e chomas eno.
41 Dond a reas e-leiz a dud d’e gaoud, en eur lavared :
— « Yann, gwir eo, n’e-neus greet burzud e-béd, med re wir e oa kement e-neus lavaret diwar-benn an dén-mañ ».
42 Hag eno, e oe stank ar re a gredas ennañ.
Pa oe deuet Lazar beo euz ar béz, 45 e teuas Juzevien da weled Mari : gweled a reas kalz euz ar re-mañ ar péz e-noa greet Jezuz, hag e kredjont ennañ. 46 Med mond a reas reou all da gaoud ar Farizianed, ha da gonta dezo petra e-noa greet Jezuz.
47 Bodet ar Huzul-Meur gand ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, e lavarent :
— « Petra a hellom ober ? Ober a ra an dén-se kalz burzudou. 48 Ma talhom da lezel anezañ da ober, e kredo an oll ennañ, hag e teuio ar Romaned da zistruja hag ol Leh santel hag or broad ».
49 Neuze, e lavaras unan anezo, Kaïfaz, hag a oa Beleg-Braz er bloavez-se :
— « Ne ouzoh diouz netra ! 50 Ne lakit ket ho soñj zokén e kement-mañ : ez eo gwelloh ganeoh e varvfe eun dén hepkén evid ar bobl, hag evel-se ne ’z aio ket ar vroad da goll en he-féz ».
51 N’eo ket anezañ e-unan e teue ar péz a lavare, med o veza ma oa Beleg-Meur er bloavez-se, e tiouganas e rañke Jezuz mervel evid ar vroad. 52 Ha n’eo ket hepkén evid ar vroad, med evid boda en eun tropellad hepkén, oll vugale Doue strewet.
53 Diwar an deiz-se, e oa greet e zoñj gand ar Huzul-Meur kas Jezuz d’ar maro.
54 Setu perag e chome Jezuz heb mond amañ hag a-hont war-wél d’ar Juzevien. Mond a reas kuit d’eun tolead tost d’an dezert, er gêr a Efraïm, ma chomas enni gand e ziskibien.
55 Tost e oa gouel Pask ar Juzevien, hag e teuas da Jeruzalem e-leiz a dud euz ar hornad-se, dezo da veza glaneet araog ar Pask. 56 Klask a reent war lerh Jezuz ; hag en Templ, e lavarent kenetrezo :
— « Petra a zoñj deoh ? Ha dond a raio d’ar gouel ?
57 Urziou o-doa roet Priñsed ar veleien hag ar Farizianed : an neb a ouezfe e peleh e oa Jezuz, dezañ dond da ziskuilla anezañ, evid ma vefe tapet krog ennañ.