Accueil  -  Pemped sizunvez ar Horaiz (A)

Pemped sizunvez ar Horaiz (A)

Euz ar 26 a viz Meurz d’ar 1a a viz Ebrel

Pemped sul ar Horaiz

Yn 11, 1-45 (A)

1 Bez’ e oa eun dén klañv, Lazar, euz Betania, bourhadenn Mari hag he hoar Marta.

2 Mari eo ar vaouez-se, bet skuillet ganti louzou c’hwez-vad war an Aotrou, ha sehet dezañ e dreid gand he bleo. He breur Lazar eo a oa klañv.

3 Kas a reas kelou eta an diou hoar da Jezuz :

— « Aotrou, klañv eo an hini a zo karet ganit ».

4 O kleved kement-se, e lavaras Jezuz :

— « Ne gas ket ar hlenved-se d’ar maro ; evid gloar Doue eo, rag diwarnañ e vo rentet gloar da Vab Doue ».

5 Karantez e-noa Jezuz evid Marta ha Mari he hoar, hag evid Lazar. 6 Goude beza klevet e oa klañv Lazar, e chomas c’hoaz daou zevez el leh ma oa.

7 Goude-ze hepkén, e lavaras d’e ziskibien :

— « Distroom da Vro-Judea ».

8 Lavared a reas e ziskibien dezañ :

— « Mestr, nebeud ’zo e klaske ar Juzevien meinata ahanout, hag ez ez en-dro du-hont ? »

9 Respont a reas Jezuz :

— « Daoust ha ne ’z eus ket daouzeg eurvez en eun devez ? An neb a gerz ouz sklêrijenn an deiz ne bako ket lamm, abalamour ma wél sklêrijenn ar béd-mañ. 10 « Med, an neb a vale en noz, a bako lamm, rag n’ema ket ar sklêrijenn ennañ ».

11 Goude ar homzou-ze, e lavaras Jezuz dezo ouspenn :

— « Kousket eo or mignon Lazar. Mond a ran en hent da denna anezañ euz e gousk ».

12 Lavared a reas e ziskibien dezañ neuze :

— « Aotrou, mar d-ema o kousked, e vo saveteet ».

13 Euz e varo avad eo e-noa komzet Jezuz, hag int a zoñje dezo e oa euz ar housk pemdezieg. 14 Neuze e lavaras frêz dezo :

— « Maro eo Lazar. 15 Hag abalamour deoh, ez on laouen o veza ma ne oan ket war al leh, evid ma teuot da gredi. Bremañ a-vad, deom beteg ennañ ».

16 Neuze Tomaz, lesanvet Didim (da lavared eo Gevell) a lavaras d’an diskibien all :

— « Deom ni ive, ma varvim asamblez gantañ ! ».

17 Pa zigouezas Jezuz, e kavas Lazar er béz abaoe pevar devez.

18 Tost ema Betania da Jeruzalem : war-dro eun hanter-eur vale. 19 Deuet e oa kalz Juzevien da weled Marta ha Mari, da ober dezo gourhemennou a gañv evid o breur.

20 Klevet ganti e oa Jezuz o tond, ez eas Marta a-benn hent dezañ, keid ha ma chome Mari azezet en ti.

21 Lavared a reas Marta da Jezuz :

— « Aotrou, ma vefes bet amañ, ne vefe ket marvet va breur. 22 Med gouzoud a ran c’hoaz diwar vremañ, kement tra a houlenni digand Doue, e vo roet dit gantañ ».

23 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Sevel a raio da vreur a varo da veo ».

24 « Gouzoud a ran, emezi, e savo a varo da veo d’an deiz diweza, pa zavo da veo an oll dud varo ».

25 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Me eo an adsav da veo hag ar vuhez. An neb a gréd ennon, ha pa vefe marvet, a vevo ; 26 kement hini a vév hag a gréd ennon, ne varvo biken. Ha kredi a rez kement-se ? »

27 — « Ya, Aotrou, emezi, kredi a ran : bez’ ez out ar Hrist, Mab Doue, an hini a zo deuet er béd ».

28 Diwar ar homzou-ze, ez eas da gerhad he hoar Mari, ha sioulig e lavaras dezi :

— « Ema ar Mestr eno, o klask war da lerh ».

29 O kleved kement-se, e savas Mari dioustu hag ez eas d’e gaoud. 30 Ne oa ket digouezet Jezuz c’hoaz er vourhadenn, rag chomet e oa el leh ma oa en em gavet gand Marta. 31 O weled anezi o sevel trumm evid mond er mêz, ez eas d’he heul ar Juzevien a oa chomet ganti en ti evid frealzi anezi. Soñjal a reent e oa o vond d’ar béz evid gouela eno.

32 Digouezet Mari el leh ma oa Jezuz, e kouezas e-harz e dreid pa welas anezañ, hag e lavaras dezañ :

— « Aotrou, ma vefes bet amañ, ne vefe ket marvet va breur ».

33 O weled anezo o ouela, hi hag ar Juzevien deuet ouz he heul, e teuas Jezuz da veza strafuillet en e ziabarz, ha trubuillet.

34 Goulenn a reas :

— « E peleh ema ganeoh ? »

— « Aotrou, emezo, deus da weled ».

35 Neuze e teuas Jezuz an dour en e zaoulagad. 36 Lavared a ree ar Juzevien :

— « Gwelit pebez karantez e-noa evitañ ! ».

37 Med lavared a reas lod all :

— « Digoret eo bet gantañ e zaoulagad d’an dén dall, ha Lazar, ne helle ket mired outañ da vervel ? »

38 Strafuillet adarre ennañ e-unan, e tigouezas Jezuz dirag ar béz, eur heo anezañ stanket gand eur mên. 39 Lavared a reas Jezuz :

— « Lamit ar mên kuit ! »

Lavared a reas dezañ Marta, c’hoar an hini maro :

— « Aotrou, c’hwez a zo gantañ dija : ar pevare devez eo ».

40 Respont a reas Jezuz dezi :

— « Ha n’em-eus ket lavaret dit : ma kredez, e weli gloar Doue ? »

41 Tennet e oe ar mên kuit. Neuze, e zaoulagad savet war-zu an neñv, e lavaras Jezuz :

— « Va Zad, trugarekaad a ran ahanout da veza selaouet ahanon ! 42 Gouzoud a ouien-me e selaouez ahanon atao ; med abalamour d’an dud a zo amañ en-dro din, em-eus komzet, evid ma kredint eo ganit-Te on bet kaset ».

43 War lerh ar homzou-ze, e youhas a vouez kreñv :

— « Lazar, deus er-mêz ! »

44 Hag e teuas er-mêz an hini a oa bet maro, lurennet e dreid hag e zaouarn, eul lien-sebelia en-dro d’e benn. Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Distagit dezañ e lurennou, ha lezit anezañ da vond ».

45 Kalz euz ar Juzevien deuet da gaoud Mari, ha gwelet ganto ar péz a oa bet greet gand Jezuz, a gredas ennañ.

Lun

Yn 8, 1-1 (bloaveziou A ha B)

1 Eet e oa Jezuz da Venez an Olived. 2 Kerkent ha goulou-deiz, e teuas en-dro da Dempl Jeruzalem. Dond a ree an oll dud d’e gaoud. Neuze, eh azezas, hag e stagas da gelenn.

3 Digas a ra ar Skribed hag ar Farizianed dirazañ eur vaouez bet tapet oh ober avoultriez. Lakaad a reont anezi er hreiz, dirag an oll, 4 hag e lavaront da Jezuz :

— « Mestr, paket eo bet ar vaouez-mañ oh ober avoultriez. 5 El Lezenn avad, e-neus Moizez gourhemennet deom laza seurt merhed a daoliou mein. Ha te, petra a lavarez ? »

6 Evel-se, e komzent evid tapoud Jezuz, a-benn gelloud tamall anezañ. Med en em lakaad a reas Jezuz, daoubleget, da skriva gand e viz war an douar. 7 O veza ma kendalhent da ober goulennou outañ, e savas e gein, hag e lavaras dezo :

— « An hini ahanoh a zo dibeh, dezañ da daoler outi ar mên kenta ».

8 Hag eet adarre en e zaoubleg, e talhas Jezuz da skriva war an douar. 9 Goude beza kleved Jezuz, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re gosa da genta, kén na jomas mui nemed Jezuz hag ar vaouez aze atao er hreiz.

10 O veza savet e gein, e lavaras Jezuz dezi :

— « Maouez, e-peleh emaint ’ta ? 11 Dén e-béd n’e-neus kondaonet ahanout ? »

— « Dén e-béd, Aotrou, emezi ».

— « Me kennebeud, eme Jezuz, ne gondaonan ket ahanout. Kee, hag arabad dit pehi hiviziken ! ».

Meurz

Yn 8, 21-30

21 En amzer-ze, e lavare Jezuz d’ar Farizianed :

— « O vond kuit emaon ; klask a reot ahanon, ha mervel a reot en ho pehed. D’al leh ma ’z an-me, ne hellit ket c’hwi mond ».

22 Lavared a ree ar Juzevien kenetrezo :

— « Daoust ha mond a ra d’en em laza, peogwir e lavar : D’al leh ma ’z an-me, ne hellit ket c’hwi mond ?

23 Respont a reas Jezuz dezo :

— « C’hwi a zo euz an traoñ ; me a zo euz an neh. C’hwi a zo euz ar béd-mañ ; me n’on ket euz ar béd-mañ.

24 « Setu perag em-eus lavaret deoh, e varvot en ho pehejou. Rag ma ne gredit ket EZ ON, e varvot en ho pehejou ».

25— « Piou out-te ? » emezo neuze.

Respont a reas Jezuz :

— « Bez’ ez on a-grenn ar pez am-eus lavaret deoh abaoe ar penn kenta.

26 « Meur a dra am-eus da lavared ha da varn diwar ho penn. A hend-all, e lavar ar wirionez an hini e-neus kaset ahanon, hag ar péz am-eus klevet anezañ o lavared, kement-se e lavaran evid ar béd ».

27 Ne gomprenjont ket e-noa komzet euz e Dad.

28 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « P’ho-pezo savet Mab an Dén d’an uhel, neuze e ouezoh EZ ON, ha penaoz ne ran netra ahanon va-unan : lavared a ran ar péz a zo bet kelennet din gand va Zad.

29 « Ganin ema an hini e-neus kaset ahanon : N’e-neus ket lezet ahanon va-unan, peogwir e ran bepréd ar péz a blij dezañ ».

30 Klevet ar homzou-ze lavaret gand Jezuz, e kredas e-leiz a dud ennañ.

Merher

Yn 8, 31-42

31 Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien o-doa kredet ennañ :

— « Ma chomit fidel d’am Homz, ez oh, e gwirionez, diskibien din ; 32 neuze, eh anavezot ar wirionez, hag ho-po ar frankiz digand ar wirionez ».

33 Respont a rejont dezañ :

— « Bez’ ez om-ni euz lignez Abraham, ha n’om bet biskoaz sklaved da zén e-béd. Penaoz eta e hellez lavared : Dond a reot da veza tud libr ? »

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : piou bennag en em daol er pehed a zo sklav d’ar pehed.

35 « Ne jom ket eur sklav e-barz an tiad ; ar mab avad, a jom ennañ da viken.

36 « Ma vez roet eta ar frankiz deoh gand ar Mab, e viot libr da vad.

37 « Gouzoud a ran ez oh euz lignez Abraham, ha koulskoude emaoh o klask lakaad ahanon da vervel, peogwir ne ’z a ket va Homz beteg ennoh.

38 « Lavared a ran ar péz am-eus gwelet gand va Zad, hag e rit-c’hwi ive ar péz ho-peus klevet digand ho tad ».

39 Respont a rejont dezañ :

— « Abraham eo on tad-ni ».

Ha Jezuz dezo :

— « Ma vefeh bugale da Abraham, neuze e rafeh oberou Abraham. 40 Ha bremañ, e klaskit laza ahanon, me hag am-eus lavaret deoh ar wirionez am-eus klevet digand Doue : kement-se n’e-neus ket greet Abraham. 41 Med ober a rit-c’hwi oberou ho tad ».

Respont a rejont dezañ :

— « N’om ket ganet diwar ganedigez vil ! N’on-eus nemed eun Tad : Doue ».

42 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ma vije bet Doue ho Tad, ho-pije karet ahanon, rag euz Doue eo ez on ganet, hag anezañ e teuan. N’on ket deuet ahanon va-unan ; Eñ eo e-neus kaset ahanon.

Yaou

Yn 8, 51-59

Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :

51 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Ma chom unan bennag fidel d’am Homz, ne welo biken ar maro ».

52 Lavared a reas ar Juzevien dezañ :

— « Gweled-mad a reom bremañ ez out dalhet gand an droug-spered ! Maro eo Abraham, ar brofeted ive, hag e lavarez-te : Ma chom unan bennag fidel d’am Homz, ne welo biken ar maro.

53 « Daoust ha brasoh ez out eged on tad Abraham ? Maro eo, ha maro ive ar brofeted. Piou ’ta a gav dit, ez out ? »

54 Respont a reas Jezuz :

— « Ma tennan gloar ahanon-me va-unan, va gloar n’eo netra ; va Zad eo a ro gloar din, Eñ hag a rit ho Toue anezañ, petra bennag ma ne anavezit ket anezañ.

55 « Me avad, a anavez anezañ, ha ma lavaran n’anavezan ket anezañ, e vin eur gaouiad, eveldoh-c’hwi. Med anaoud a ran anezañ, hag e choman fidel d’e Gomz.

56 « Tridal gand joa e-neus greet Abraham ho tad, gand an esper da weled va deiz.

Gwelet eo bet gantañ, hag ez eo bet karget a levenez ».

57 Lavared a reas ar Juzevien dezañ neuze :

— « Te, ha n’out ket hanter-kant vloaz c’hoaz, hag ez-peus gwelet Abraham ! »

58 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : a-raog ma oa bet euz Abraham, EZ ON-ME ».

59 Kemer a rejont mein neuze, evid stlepel outañ. Med en em denna a reas Jezuz, hag ez eas er-mêz euz an Templ.

Gwener

Yn 10, 31-42

31 Mond a reas adarre ar Juzevien da gerhad mein, da veinata Jezuz.

32 Neuze e komzas Jezuz outo :

— « Oberou kaer o tond a-berz va Zad am-eus greet dirazoh dreist-muzul. Evid pehini euz an oberou-ze, e klaskit meinata ahanon ? »

33 Respont a reas ar Juzevien dezañ :

— « N’eo ket evid eun oberenn gaer e klaskom meinata ahanout ; dre ma vlasfemez eo : rag n’out nemed eun dén, hag e rez Doue ahanout ».

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Daoust ha n’eo ket skrivet en ho Lezenn : Lavaret em-eus : bez’ ez oh doueed ?

35 « Neuze, ar re m’eo bet kaset beteg enno Komz Doue, e ra doueed anezo al Lezenn ; ha ne hell ket ar Skritur beza torret.

36 « Ahanta ! D’an hini a zo bet sakret gand an Tad, ha bet kaset er béd gantañ, e lavarit dezañ : Blasfemi a rez, peogwir em-eus lavaret : Bez’ ez on Mab Doue ».

37 « Ma ne ran ket oberou va Zad, chomit hep kredi ennon.

38 « Med ma ran anezo, ha pa jomfeh hep kredi ennon, kredit en oberou-ze.

En doare-ze e ouezot, hag eh anavezot muioh-mui, ema an Tad ennon, hag emaon-me en Tad ».

39 Klask a reent neuze, eur wech c’hoaz, tapoud krog ennañ, med tehed a reas a dre o daouarn.

40 Distrei a reas Jezuz en tu all d’ar Jordan, el leh m’e-noa Yann-Vadezour kroget da vadezi, hag e chomas eno.

41 Dond a reas e-leiz a dud d’e gaoud, en eur lavared :

— « Yann, gwir eo, n’e-neus greet burzud e-béd, med re wir e oa kement e-neus lavaret diwar-benn an dén-mañ ».

42 Hag eno, e oe stank ar re a gredas ennañ.

Sadorn

Yn 11, 45-57

Pa oe deuet Lazar beo euz ar béz, 45 e teuas Juzevien da weled Mari : gweled a reas kalz euz ar re-mañ ar péz e-noa greet Jezuz, hag e kredjont ennañ. 46 Med mond a reas reou all da gaoud ar Farizianed, ha da gonta dezo petra e-noa greet Jezuz.

47 Bodet ar Huzul-Meur gand ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, e lavarent :

— « Petra a hellom ober ? Ober a ra an dén-se kalz burzudou. 48 Ma talhom da lezel anezañ da ober, e kredo an oll ennañ, hag e teuio ar Romaned da zistruja hag ol Leh santel hag or broad ».

49 Neuze, e lavaras unan anezo, Kaïfaz, hag a oa Beleg-Braz er bloavez-se :

— « Ne ouzoh diouz netra ! 50 Ne lakit ket ho soñj zokén e kement-mañ : ez eo gwelloh ganeoh e varvfe eun dén hepkén evid ar bobl, hag evel-se ne ’z aio ket ar vroad da goll en he-féz ».

51 N’eo ket anezañ e-unan e teue ar péz a lavare, med o veza ma oa Beleg-Meur er bloavez-se, e tiouganas e rañke Jezuz mervel evid ar vroad. 52 Ha n’eo ket hepkén evid ar vroad, med evid boda en eun tropellad hepkén, oll vugale Doue strewet.

53 Diwar an deiz-se, e oa greet e zoñj gand ar Huzul-Meur kas Jezuz d’ar maro.

54 Setu perag e chome Jezuz heb mond amañ hag a-hont war-wél d’ar Juzevien. Mond a reas kuit d’eun tolead tost d’an dezert, er gêr a Efraïm, ma chomas enni gand e ziskibien.

55 Tost e oa gouel Pask ar Juzevien, hag e teuas da Jeruzalem e-leiz a dud euz ar hornad-se, dezo da veza glaneet araog ar Pask. 56 Klask a reent war lerh Jezuz ; hag en Templ, e lavarent kenetrezo :

— « Petra a zoñj deoh ? Ha dond a raio d’ar gouel ?

57 Urziou o-doa roet Priñsed ar veleien hag ar Farizianed : an neb a ouezfe e peleh e oa Jezuz, dezañ dond da ziskuilla anezañ, evid ma vefe tapet krog ennañ.