Accueil  -  Kenta sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Kenta sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Euz an 27 a viz Eost d’an 2 a viz Gwengolo 2023

Kenta sul warn-ugent war ar bloaz (A)

Mz 16, 13-20 (A)

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15 Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po ereet war an douar, a vo ereet en neñv, ha kement az-po diereet war an douar, a vo diereet en neñv ».

20 Neuze e roas urz d’e ziskibien da jom hep lavared da zén e oa Eñ ar Hrist.

Lun

Mz 23, 13-22

Lavared a ree Jezuz :

13 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zo prennet ganeoh dor Rouantèlèz Doue ouz an dud : c’hwi hoh-unan ne ’z it ket e-barz, ha ne laoskit ket da vond e-barz ar re a gar.

15 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a réd ar mor hag an douar evid gounid unan hepkén d’ho falz-kredennou, ha pa ho-peus gounezet unan bennag, e rit anezañ eur mab-ivern diou wech gwasoh egedoh.

16 « Gwaz-a-ze deoh, blenierien zall hag a lavar : Ma vez touet dre ar Zantual, ne gont ket kement-se, med ma vez touet dre aour ar Zantual, e vezer dalhet. 17 Tud diboell ha dall, petra a zo dreist egile : an aour ? pe ar Zantual a ra d’an aour-ze beza sakr ?

18 « Lavared a rit c’hoaz : Ma vez greet eul le-douet dre an aoter, ne gont ket kement-se, med ma vez greet eul le-douet dre ar brovadenn lakeet war an aoter, e vezer dalhet. 19 Tud dall, petra a zo dreist egile : ar brovadenn ? pe an aoter a ra d’ar brovadenn-ze beza sakr ?

20 « An néb eta a ra eul le-douet dre an aoter, dre an aoter ha dre gement a zo warni eo e ra e le-douet. 21 An néb a ra eul le-douet dre ar Zantual, dre ar Zantual ha dre an Hini a zo o chom ennañ eo e ra e le-douet. 22 Hag an néb a ra eul le-douet dre an neñv, dre drôn Doue, ha dre an Hini a zo azezet war an trôn-ze eo e ra e le-douet ».

Meurz 29 a viz Eost
Gouel Merzerenti Yann-Vadezour

Mk 6, 17-29

17 Kaset e oa bet tud gand ar roue Herodez da dapoud krog e Yann-Vadezour, ha chadenna anezañ er prizon, abalamour da Herodiadez : deuet e oa houmañ da veza gwrég da Herodez daoust ha ma oa pried d’e vreur Filip. 18 Lavared a ree Yann da Herodez : « N’az-peus ket ar gwir da zelher ganit gwrég da vreur ».

19 Kasoni he-doa eta Herodiadez outañ, hag he-doa c’hoant da gas anezañ d’ar maro, med ne helle ket, 20 rag aon e-noa Herodez ouz Yann, o houzoud e oa eun dén just ha santel ; difenn a ree anezañ. P’e-neze klevet anezañ, e veze nehet braz, ha koulskoude e plije dezañ selaou anezañ.

21 Med digouezoud a reas eun dro vad, pa roas Herodez, da geñver e zeiz-ha-bloaz, eur bañvez d’e dud e karg, d’e ofïserien ha d’an dud a reñk uhel euz Bro-Halilea.

22 Dond a reas merh Herodiadez da zañsal, hag e plijas da Herodez ha d’e gouvidi. Neuze, e lavaras ar roue d’ar plah yaouank :

— « Goulenn diganin ar péz a gerez, hag e roin dit ».

23 Hag e touas dezi :

— « Kement a houlenni diganin, a roin dit, ha pa vefe an hanter euz va rouantèlèz ».

24 Mond a reas ar plah er-mêz, hag e lavaras d’he mamm :

— « Petra a houlennin ? »

Respont a reas hi :

— « Penn Yann, ar Badezour ».

25 Gand mall, e tistroas ar plah yaouank da gaoud ar roue, hag e lavaras dezañ :

— « Felloud a ra din, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».

26 Rannet braz e oe kalon Herodez, med abalamour d’e le ha d’e gouvidi, ne fellas ket dezañ nah he goulenn outi.

27 Dioustu, e kasas ar roue eur gward, gand an urz da zigas penn Yann. Mond a reas ar gward da zibenna Yann en e brizon. 28 Digas a reas ar penn war eur plad, rei anezañ d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank a roas anezañ d’he mamm.

29 Pa glevas diskibien Yann ar helou-ze, e teujont da gemer e gorv, hag e lakejont anezañ en eur béz.

Merher

Mz 23, 27-32

Lavared a ree Jezuz :

27 « Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz ! C’hwi hag a zo heñvel ouz beziou gwennet gand lêz-raz : kaer ez int da weled diouz an diavêz, med en diabarz, ez int leun a eskern tud varo hag a bep seurt loustoni.

28 « Evel-se ive, diouz an diavêz, ez oh, evid an dud, tud just da weled ; en diabarz avad, ez oh leun a falsentez hag a fallagriez.

29 Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zav beziou ar brofeted, hag a laka kinkladuriou en-dro da veziou an dud just. 30 Hag e lavarit : « Ma vefem bet war an douar en amzer on tadou-koz, n’or-befe ket kemeret perz ganto da skuill gwad ar brofeted ». 31 Evel-se, e tougit testeni a-eneb deoh hoh-unan : bugale oh d’ar re o-deus lazet ar brofeted. 32 Dalhit da ober gwasoh eged ar péz o-deus greet ho takou-koz ! ».

Yaou

Mz 24, 42-51

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez :

42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio ho Mestr.

43 « Intentit mad : m’e-nefe gouezet mestr an ti, da béd eur euz an noz e oa al laer da zond, e vefe chomet war héd, ha n’e-nefe ket laosket toulla moger e di. 44 Bezit eta prést, c’hwi ive : dond a raio Mab an Dén d’an eur na zoñjit ket deoh ».

45 Pehini eo eta ar zervicher féal ha fur, bet karget gand ar mestr da rén war dud e di, ha da rei dezo o boued d’ar mare ?

46 « Eûruz ar zervicher a vo kavet hoh ober evel-se, gand e vestr pa zigouezo ! 47 E gwirionez, e lavaran deoh : rei a raio dezañ ar garg euz e oll vadou.

48 « Med ma lavar ar zervicher fall-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr » 49 ha ma stag da skei gand e gompagnuned, da zebri ha da eva gand al lonkerien, 50 neuze, pa zistroio ar mestr d’an deiz n’ema ket e zervicher o hortoz anezañ ha d’an eur ne oar ket, 51 e kaso ar zervicher-ze kuit, hag e raio dezañ evel d’an dud faoz. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».

Gwener

Mz 25, 1-13

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :

1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.

2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.

5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.

6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :

— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »

7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :

— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».

9 « Respont a reas ar re fur dezo :

— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».

10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :

— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »

12 « Med respont a reas dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».

13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».

Sadorn 2 a viz Gwengolo
An dud eüruz Glaoda Laporte, Visant Rousseau, Nicolas Varron, Frañsez al Livec hag o hompagnuned, beleien ha merzerien

Yn 15, 18-21

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

18 « M’e-neus ar béd kasoni ouzoh, e ouezot-c’hwi e-neus bet kasoni ouzin da genta.

19 « Ma vijeh euz ar béd, e-nije bet ar béd karantez ouz ar péz a vije dezañ. Med n’oh ket euz ar béd ; me eo am-eus dispartiet ahanoh diouz ar béd, ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.

20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr. M’o-deus gwall-gaset ahanon, e vezot-c’hwi ive gwall-gaset ganto.

21 « Kement-se a raint deoh abalamour d’am ano, rag n’anavezont ket an hini on bet kaset gantañ ».