Accueil  -  Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz (A)

Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz (A)

Euz ar 5 d’an 11 a viz Du 2023

Kenta sul ha tregont war ar bloaz (A)

Mz 23, 1-12 (A)

En amzer-ze, e tisplegas Jezuz kement-mañ d’ar bobl ha d’e ziskibien :

2 — « Kelenn a ra ar Skribed hag ar Farizianed diwar gador Voizez. 3 Grit eta, ha mirit kement a lavaront deoh. N’it ket a-vad, da gemer skwer diwar o oberou, rag lavared a reont, ha ne reont ket.

4 « Eren a reont sammou pounner, ha karga anezo war ziouskoaz an dud, med ne fell ket dezo o-unan o diblas gand penn o biz.

5 « Kement a reont a-vad, eo evid beza gwelet gand an dud. Dougenn a reont warno o-unan rubanou ledan-kenañ, warno c’hoaz pennadou-skrid al Lezenn, hag ez eo hir-kenañ ar fleñch euz o mantilli. 6 Plijoud a ra dezo ar plasou a enor er prejou, ar plasou kenta er zinagogennou, 7 beza saludet war ar plasennou, ha beza anvet « rabbi » gand an dud.

8 « C’hwi a-vad, n’it ket da rei deoh an ano a « rabbi », rag n’ho-peus nemed eur mestr evid kelenn ahanoh, hag ez oh breudeur oll.

9 « Na roit da zén war an douar an ano a dad, rag n’ho-peus nemed eun Tad : an hini a zo en neñvou.

10 Na rit ket kennebeud rei deoh an ano a zoktor, rag n’ho-peus nemed eun doktor : ar Hrist.

11 « An hini brasa en ho-touez, ra vo servicher deoh. 12 Piou bennag en em lakaio uhel, a vo izelleet, ha piou bennag en em lakaio izel, a vo uhelleet.

Lun

Lk 14, 12-14

Eet e oa Jezuz da zebri e ti unan euz pennou-braz ar Farizianed.

12 Lavared a ree d’an hini e-noa pedet anezañ :

— « Pa rez eul lein pe eur goan, arabad dit pedi da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidig, gand aon da veza pedet ganto d’o zro, hag evel-se digollet.

13 « Er hontrol, pa rez lein vraz, péd tud paour, tud vahagnet, tud kamm, tud dall ; 14 eüruz e vezi rag ne hellont ket ober dit kemend-all : digollet e vezi pa zavo an dud just a varo da veo ».

Meurz

Lk 14, 15-24

E-pad eur préd e ti unan euz pennou-braz ar Farizianed, 15 o kleved Jezuz o kaozeal, e lavaras dezañ unan euz an dud pedet :

— « Eüruz an hini e-no perz er préd e Rouantèlèz Doue ! »

16 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ e oa eun dén o vond da rei eur goan vraz, hag e oa bet pedet e-leiz a dud gantañ. 17 Da vare ar préd, e kasas e zervicher da lavared d’an dud pedet gantañ :

— « Deuit ! Prést eo bremañ pep tra ».

18 « Oll a-unan a-vad, e stagjont da glask digareziou. Lavared a reas an hini kenta dezañ :

— « Eur park am-eus prenet, hag e rañkan mond da weled anezañ. Plijet ganit digarezi ahanon »

19 Gand unan all e teuas an digarez-mañ :

— « Pemp koublad ejenned emaon o nevez prena, hag ez an da esêa anezo. Plijet ganit digarezi ahanon ».

20 Lavared a reas an trede :

— « Nevezig zo on dimezet, rag-se ne hellan ket mond ».

21 « Deuet en-dro, e kontas ar zervicher ar responchou-ze d’e vestr. Neuze, eet e fulor, e lavaras ar mestr d’e zervicher :

— « Kerz buan dre blasennou ha ruiou kêr ; digas amañ ar re baour, ar re mahagnet, ar re zall, ar re gamm ».

22 Dond a reas en-dro ar zervicher da lavared dezañ :

— « Mestr ! Greet eo bet kement az-poa gourhemennet, hag e chom plas c’hoaz.

23 Neuze, e lavaras ar mestr d’e zervicher :

— « Kee dre an heñchou hag a-hed ar hleuziou, ha lak an dud da zond amañ, ma vo leun va zi. 24 Rag lavared a ran deoh : Hini e-béd euz ar re a oa bet pedet, n’e-no an tañva euz va fréd ».

Merher

Lk 14, 25-33

25 Bez’ e oa eur maread a dud oh ober hent gand Jezuz. Distrei a reas war-zu enno ha lavared dezo :

26 –- « An néb a zeu d’am heul hep kared ahanon muioh eged e dad, e vamm, e wrég, e vugale, e vreudeur ha c’hoarezed, hag e vuhez e-unan zokén, hennez ne hell ket beza diskib din.

27 « An hini ne zoug ket e groaz evid dond d’am heul, ne hell ket beza diskib din ».

28 « Pehini ahanoh, c’hoant dezañ sevel eun tour, ne azez ket da genta da ober ar gont euz ar mizou, da weled ha peadra a-walh e-neus da gas al labour da benn ? 29 Rag ma ra an diazez ha n’eo ket gouest da beurechui e labour, e vo greet goap anezañ gand kement hini a welo anezañ, o lavared : 30 « Setu aze eun dén, staget gantañ da zevel eun tour, ha n’eo ket bet gouest da echui al labour ! »

31 « Pe c’hoaz : Peseurt roue, o vond da ober brezel d’eur roue all, ha ne azez ket da genta, evid gweled ha gouest eo, gand deg mil dén, da zelher penn ouz an hini a zeu dezañ gand ugent mil ? 32 Ma n’eo ket gouest, e-keid ha m’ema egile pell c’hoaz, e kas kannaded d’e gaoud evid goulenn digantañ ober ar peoh.

33 « Evel-se eta, an néb piou bennag ahanoh ha ne zilez ket kement a zo dezañ, ne hell ket beza diskib din ».

Yaou 9 a viz Du
Gouel Dedi Iliz-Rouanez Sant Yann Latran,
iliz-veur ar Pab

Yn 2, 13-22

13 Pa oa gouel Pask ar Juzevien o tostaad, ez eas Jezuz da Jeruzalem.

14 E diabarz an Templ, e kavas ar varhadourien o werza ejenned, dañvadezed ha koulmed, hag an drokerien arhant.

15 Neuze, greet gantañ eur skourjez euz kerdin, e taolas kuit anezo oll er-mêz euz an Templ, dañvadezed, ejenned hag all ; strewi a reas moneiz an drokerien, ha taoler o zaoliou d’an traoñ.

16 D’ar varhadourien koulmed, e lavaras :

— « Kasit an traou-ze kuit ahalenn ; na rit ket euz ti va Zad eur stal-genwerz ».

17 Soñj a zeuas d’e ziskibien euz komzou ar Skritur-Zakr : « Devet on gand tan ar garantez evid da di ».

18 Med lavared a reas ar Juzevien dezañ :

— « Peseurt sîn a hellez diskouez deom evid ober kement-se ? »

19 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Diskarit ar zantual-mañ, hag en eur ober tri devez, e lakin anezañ en e-zav en-dro ».

20 Respont a reas ar Juzevien dezañ :

— « C’hweh bloaz ha daou-ugent zo eet da zevel ar zantual-mañ, ha te a adsavfe anezañ en eur ober tri devez ? »

21 Med komz a ree Jezuz euz ar zantual ma oa e gorv. 22 Setu pa oe savet Jezuz a-douez ar re varo, e teuas da zoñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se ; kredi a rejont er Skrituriou hag e komzou lavaret gand Jezuz.

Gwener

Lk 16, 1-8

1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Bez’ e oa eun dén pinvidig, dezañ eur merour. Disklêriet e oe dezañ e oa e verour o forani e vadou.

2 « Gelver a reas anezañ d’e gaoud, hag e lavaras dezañ :

— « Petra a glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz, rag hivziken ne helli ket beza va merour ».

3 « Lavared a reas ar merour outañ e-unan :

— « Petra a rin, pa lam va mestr va harg diganin ? Mond da labourad an douar ? N’am-eus ket nerz a-walh. Astenn va dorn evid kaoud va boued ? Méz am-befe. 4 Gouzoud a ran petra a rin evid ma vo tud da rei digemer din, pa vo kollet va harg ganin.

5 « Gelver a reas d’e gaoud, hini hag hini, ar re a oa dleour d’e vestr. D’ar henta e lavaras :

— « A begement out dleour d’am mestr ? »

6 « Respont a reas :

— « A gant barillad eoul ».

« Lavared a reas ar merour dezañ :

— « Kemer da baper-diskarg, azez, ha buan, skriv : hanter-kant ».

7 « Goude-ze, e lavaras da unan all :

— « Ha te, a begement out dleour ? »

— « A gant sahad gwiniz » emezañ.

— « Kemer da baper, eme ar merour, ha skriv : pevar-ugent ».

8 « Ha meuli a reas ar mestr ar merour dizonest-se evid e ampartiz ; evid gwir, bez’ ez eo bugale ar béd-man ampartoh kenetrezo eged bugale ar sklêrijenn.

Sadorn

Lk 16, 9-15

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

9 Ahanta ! lavared a ran deoh : gand an arhant dizonest, grit mignoned deoh, evid, pa zeuio hemañ marteze da vankoud, beza digemeret ganto, en teltennou peurbaduz.

10 « An neb a heller kaoud fiziañs ennañ e traou dister, a heller kaoud fiziañs ennañ ive e traou braz. An neb a zo dizonest e traou dister, a zo ken dizonest all e traou braz.

11 « Ma n’oh ket bet dîn a fiziañs eta, gand an arhant dizonest, piou a fizio ennoh ar pinvidigeziou gwirion ?

12 « Ha ma n’oh ket bet dîn a fiziañs gand madou a zo da dud all, piou a roio deoh ar madou hag a zo deoh hoh-unan ?

13 « Ne hell servicher e-béd servicha daou vestr : pe e-no kasoni ouz unan ha karantez ouz egile, pe en em stago ouz unan, hag e tisprijo egile. Ne hellit ket servicha Doue hag an arhant, war eun dro ».

14 Pa gleve ar Farizianed kement-se, tud troet gand an arhant ma ’z int, e reent goap anezañ. 15 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Bez’ ez oh-c’hwi tud euz ar re a glask beza sellet outo evel tud just gand ar re all, med anaoud a ra Doue ho kalon ; rag evid gwir, ar péz a zo uhel evid an dud, a zo eun dra euzuz dirag daoulagad an Aotrou Doue ».