Euz ar 5 d’an 11 a viz Mezeven 2022
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
15 « Ma karit ahanon, e virot va gourhemennou.
« Me a bedo va Zad, hag e roio deoh eur Skoazeller all, a vezo ganeoh da virviken.
23 « An hini a gar ahanon a zalho d’am Homz ha va Zad a garo anezañ ; dond a raim beteg ennañ, hag on demeurañs a raim ennañ.
24 « An neb ne gar ket ahanon, ne vir ket va Homz. Hogen, ar homzou a glevit n’eo ket va re-me int, med re an Tad e-neus kaset ahanon.
25 « Lavaret em-eus kement-mañ deoh e-keid ha m’emaon o chom asamblez ganeoh.
26 « Ar Skoazeller, ar Spered-Santel, a vo kaset deoh euz va ferz ; rei a raio deoh kemennadurez war bep tra, ha digas deoh da zoñj euz kement am-eus lavaret deoh.
25 En amzer-ze, e kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.
26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :
— « Maouez, setu amañ da vab ».
27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :
— « Setu amañ da vamm ».
Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.
28 Goude-ze, o houzoud e oa kaset peb tra da benn, hag evid ma teufe da wir ar Skritur, e lavaras Jezuz :
— « Sehed am-eus ».
29 Bez’ e oa eno eur pod leun a winègr. Lakeet e oe e penn eur gorzenn hizop eun tamm spoue, karget a winègr, ha tosteet ouz genou Jezuz. 30 Kemeret gantañ ar gwinègr, e lavaras Jezuz :
— « Peurhreet eo pép tra ».
Hag o soubla e benn, e roas ar spered.
31 Bez’ e oa derhent ar Pask (da lavared eo : ar gwener). Arabad neuze e chomfe ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat, hag e oa ar zabat-se unan braz. Rag-se e houlennas ar Juzevien digand Pilat ma vefe torret dezo o diwesker, ha ma vefent lammet kuit.
32 Mond a reas ar zoudarded da derri o diwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, euz an daou a oa bet staget ouz ar groaz war eun dro gand Jezuz. 33 Digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne oe ket torret e ziwesker dezañ, 34 med toulla a reas unan euz ar zoudarded e gostez da Jezuz, gand e hoaf ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
13 « Bez’ ez oh-c’hwi holen an douar. Med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? N’eo mui mad da netra : taolet e vez er-mêz hag e vez breset gand treid an dud.
14 « Bez’ ez oh-c’hwi sklêrijenn ar béd. Eur gêr savet war gern eur menez ne hell ket beza kuzet.
15 « Ne vez ket enaouet eul lamp evid beza lakeet dindan an armel. Lakeet e vez war eur hantolor hag e skéd neuze da rei sklêrijenn d’an oll re a zo en ti.
16 « Evel-se, ra skedo ho sklêrijenn dirag an dud : neuze, o weled an oberou mad a rit, e rentint gloar d’ho Tad hag a zo en Neñv ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.
18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.
19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.
21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.
22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.
23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.
25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ha ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.
26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare deho :
27 « Klevet ho-peus eo bet lavaret : Na reot ket avoultriez. 28 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a daol sellou a hoantegez war eur vaouez, e-neus dija greet ganti avoultriez en e galon.
29 « Ma kas da lagad dehou ahanout da goueza er pehed, tenn anezañ ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije taolet da gorv a-béz er jehen.
30 « Ha ma kas da zorn dehou ahanout da goueza er pehed, troh anezañ, ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije kaset da gorv a-béz er jehen.
31 « Lavaret ez eus bet ive : Piou bennag a gas kuit e wrég, eo red dezan rei dezi eul lizer a zisparti. 32 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a gas kuit e wrég, nemed hag eur falz-dimezi e vefe, a boulz anezi da ober avoultriez. Hag an hini a zimez d’eur vaouez dilezet, a zo avoultrer.
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :
7 « Dre ma ’z eot, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, roit ar vuhez d’ar re varo, glannait an dud lor, kasit kuit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra.
9 « Na gasit ganeoh nag aour nag arhant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sah evid an hent, na diou vantell, na boutou, na baz, rag ar micherour eo dleet dezañ e voued.
11 « Kement kêr ha kement kêriadenn ma’z eot enno, goulennit piou a zo dîn da zigemer ahanoh, ha chomit eno beteg ma’z eot kuit.
12 « En eur vond tre en ti, saludit an dud a zo o chom ennañ. 13 Mar d-eo dîn an ti-ze, ra ziskenno ho peoh warnañ. Ma n’eo ket dîn avad, ra zistroio ho peoh warnoh ».