Euz ar 4 d’an 10 a viz Mezeven 2023
16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med m’e-no ar vuhez peurbaduz.
17 « Rag n’e-neus ket kaset Doue e Vab er béd evid barn anezañ, med evid ma vo salvet ar béd drezañ.
18 « An neb a gréd ennañ n’eo ket barnet ; an neb na gréd ket ennañ a zo dija barnet peogwir n’e-neus ket kredet e Mab unganet Doue.
1 Staga a reas Jezuz da gomz dre barabolennou d’ar Veleien-Vraz, d’ar Skribed ha d’ar Re Goz :
— « Planta eur winïeg a reas eun dén. Lakaad a reas eur harz en-dro dezi, kleuza enni eur presouar ha sevel eun tour. Goude-ze, e roas anezi diouz feurm da winierien hag ez eas da veaji.
2 « Deuet ar mare, e kasas eur zervicher da gaoud ar winierien evid kaoud diganto e lod euz frouez ar winïeg. 3 Med kregi a reas ar re-mañ ennañ, skei gantañ ha kas anezañ kuit gand netra.
4 « Eur zervicher all a gasas dezo c’hoaz. Hemañ ive o-deus skoet gantañ war e benn ha dismeganset anezañ.
5 « Unan all a gasas c’hoaz, hag e oe lazet hemañ ganto ; ha goude, kalz re all ; lod a oe skoet ganto ha lod all lazet.
6 Chom a ree gantañ unan c’hoaz : e vab muia-karet. Kas a reas anezañ war-zu enno, e-giz kannad diweza, en eur lavared ennañ e-unan : « Douja a raint da va mab ».
7 « Lavared a reas a-vad ar winierien-ze kenetrezo :
— « Ar pennhér eo hemañ : deom dehi ! lazom anezañ, hag e vo an heritaj deom-ni ».
8 « Tapoud krog a rejont ennañ, laza anezañ, hag e oe stlapet ganto er-mêz euz ar winieg.
9 « Petra a raio mestr ar winieg ? Dond a raio, kas a raio ar winierien d’ar maro, ha fizioud ar winieg e tud all.
10 « N’ho-peus ket lennet ar pennad-mañ euz ar Skritur ?
« Deuet eo ar mên taolet kuit gand ar re a zave ti, da veza ar mên-korn : 11kement-se eo labour an Aotrou, hag eun dra vurzuduz eo evidom-ni ! ».
12 Klask a ree Pennou-Braz ar Bobl tapoud krog ennañ, med aon o-devoa rag an dud. Intentet mad o-doa e oa evito eo e-noa lavaret ar barabolenn-ze. Neuze en eur laosker anezañ, ez ejont kuit.
13 Kas a reas ar Veleien-Vraz, ar Skribed hag ar Re Goz lod euz Farizianed ha lod euz tud a-du gand Herodez, da gaoud Jezuz, evid tapoud anezañ war gomz pe gomz. 14 Deuet e oant da lavared dezañ :
— « Mestr, gouzoud a reom ez out eun dén gwirion ; ne rez forz euz dén e-béd, rag ne zellez ket ouz reñk an dud, med kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez. Hag aotre a zo, pe n’eus ket, da baea taillou da Zezar, an impalaer ? Daoust ha paea a rañkom, pe get ? »
15 Med Eñ, anad dezañ o zrubardèrèz, a lavaras dezo :
— « Perag emaoh o klask paka ahanon ? Diskouezit din eur péz-arhant ma welin ! »
16Diskouez a rejont unan dezañ. Neuze e lavaras Jezuz dezo :
— « Euz piou eo ar skeudenn hag al lizerennou ? »
— « Euz Sezar, emezo ».
17 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Rentit eta, da Zezar kement a zo da Zezar, ha da Zoue kement a zo da Zoue ».
Hag e choment souezet braz diwar e benn.
18 Dond a ra Saduseaned da gaoud Jezuz (lavared a ra ar re-ze n’eus ket a adsao da veo). Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ :
19— « Mestr, skrivet e-neus Moizez evidom kement-mañ : ma c’hoarvez da vreur unan bennag mervel en eur laosker e wrég, med heb bugel e-béd avad, e rañko eur breur dezañ dimezi gand an intañvez evid sevel lignez d’e vreur. 20 Bez’ e oa seiz breur. Dimezi a reas ar henta hag e varvas dishèr. 21 Dimezi a reas an eil breur gand an intañvez hag e varvas hep lezel bugale kennebeud. An trede, kemend-all. 22 Ha ne laoskas, hini e-béd euz ar zeiz breur, bugel ebéd war e lerh. A-benn ar fin, war-lerh an oll, e varvas ive ar wrég. 23 Da vare an adsao, pa adsavint a varo da veo, da behini anezo e vo-hi gwrég, peogwir o-deus bet anezi da wrég o zeiz ».
24 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Daoust ha n’oh ket dihenchet dre ma ne anavezit ket ar Skrituriou na galloud Doue ? 25 Pa adsaver a varo da veo, ne gemerer na gwrég na gwaz, med heñvel e vezer ouz êlez en Neñvou.
26 « Ha diwar-benn adsao ar re varo da veo, ha n’ho-peus ket lennet e leor Moizez, e pennad ar « bod-spern entanet », penaoz e-neus lavaret Doue dezañ : « Bez’ ez on-me Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob ? » 27 N’eo ket Eñ Doue an dud varo, med Doue ar re veo. Dihenchet oh a-grenn ».
28 Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :
— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »
29 Respont a reas Jezuz :
— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.
31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».
32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :
— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 33 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».
34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :
— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».
Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.
35 Pa oa Jezuz o kelenn en Templ, e lavare :
— « Penaoz e hell ar Skribed lavared ez eo ar Hrist mab da Zavid ? 36 David e-unan, sklêrijennet gand ar Spered-Santel, e-neus lavaret :
« Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou :
« Azez en tu dehou din,
« beteg m’am-bo greet euz da enebourien
« eur skabell dindan da dreid ».
37 « Bez’ e ra David e-unan Aotrou anezañ : penaoz neuze ez eo Mab dezañ ? »
Hag e oa an dud, stank anezo, o selaou Jezuz gand plijadur.
38 En e gelennadurez, e lavaras Jezuz :
— « Taolit evez ouz ar Skribed : plijoud a ra dezo mond ha dond, gwisket gand saeou hir, ha beza saludet war ar plasennou, 39 mond da azeza war ar hadoriou kenta er zinagogennou, ha kaoud ar reñkou kenta er hoaniou. 40 Debri a reont madou an intañvezed, ha war zigarez e reont pedennou hir. Seul rustoh e vo evito ar varnedigez ».
41 Azezet dirag kéf ar provou, e selle Jezuz penaoz e taole an dud péziou mouneiz e-barz, ha kalz a re binvidig a daole e-leiz.
42 Dond a reas eun intañvez paour o lakaad daou bézig. 43 Gervel a reas Jezuz e ziskibien d’e gaoud, hag e lavaras dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh, lakeet he-deus an intañvez paour-mañ er héf muioh eged an oll dud all. 44 Lakeet o-deus ar re-mañ euz ar péz o-doa da zioueri, med hi he-deus kemeret war he diénéz, ha roet kemend a oa dezi, kemend a jome ganti da veva ».