Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

Laudato Si Nn152 Du2016Laudato Si.
Kenta lizer-meur sosial
ar Pab Frañsez
(24 a viz mae 2015)

Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez "Meuleudi dit-te va Aotrou" euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, "vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza, ha ’vel eur vamm, kaer, a zegemer ahanom gand he divrec’h digor braz" (1). Ni on-unan "a zo douar" (Gn 2,7). Or c’horv e-unan a zo greet gand elemañchou euz ar blanedenn, « he êr a ro deom an alan hag he dour a ro deom huez ’vel ma renevez ahanom » (2).

Eun efed braz

Ral eo d’eul lizer-meur beza bet gortozet kement, ha zokén displeget araog beza bet embannet, zokén diwar skridou da-c’hortoz ! Eur zin eo euz ar pouez roet d’ar pab Frañsez. E gomz hirio a ra berz.

Bez’ ez-eus kalz gourhemennou, o tond euz tud hag a zo e-diavêz euz an Iliz hag a anavez he c’harg evid heñcha talvoudegeziou an den hervez an aviel. Ne zalhin nemed daou euz ar gourhemennou-se. Da genta hini Jean Jouzel, ispisialour brudet an hin : « lizer ar pab a ro eun hollad a gemennadou sklêr kement diwar-benn an diouganadenn ha diwar-benn efedou an hin o tomma diwar goust labouriou an den ha diwar-benn an diskoulmou da ober evid lakaad eun harz d’an efedou fall. Plijet on ive gand ar zell ledan kenañ e-keñver eun diorroadur paduz hag an ekologiez, hag e vijem galvet da jeñch or sell penn-da-benn war ar bed, pe ’vefem tud a feiz pe get ». Gourhemenn ive ar sosiologer ha filozof Edgar Morin : « eun eienenn penn-da-benn hervez an aviel eo al lizer-meur diweza. Kemennad ar pab a c’halv d’eur cheñchamant, d’eur zevenadur nevez, hag on plijet kalz gand an dra-ze. An akt kenta eo marteze euz ar galv evid eur zevenadur nevez

Peogwir ema er bed, ha nann euz ar bed. Peogwir pell diouz ar cheñchamañchou heb aliez a jeñchamant gwirion en on teknikachou liberal, e kinnig eur cheñch-tu a-bez euz or bueziou : frigasa kalz euz on idolennou evid en em drei ouz an Doue hepkén a ro frankiz.

Eul lizer-meur ar veuleudi

Laudato si’ ! Ar veuleudi-ze d’ar C’hrouer eo ar c’henta doare-beza ekologel. On darempred gwirion gand ar bed a grog end-eeun gand an anaoudegez-vad, hervez an daou ster euz ar ger-se : anaoud eo ar bed eur vad prisiuz fiziet ennom ha beza leun a anaoudegez-vad evid Doue a zo an eienenn anezañ. Lakeet eo bet an den er bed ’vel en eul liorz da labourad. Bez’ eo e-unan eun donezon a-berz Doue, hag e-neus da anaoud e nesa ’vel eun donezon a-berz Doue. Evelse, hervez ar Breur Frañsez, med ive hervez oll hengoun an Iliz, e kinnig deom ar Pab Frañsez eur zell euz ar bed unanet, ar grouadelez a-bez o tond euz ar memez jestr a garantez a-berz Doue, euz e gomz krouer, a ro buez ha ster da bep tra. On darempred gand ar bed a zastum er memez sell a estlamm hag a zoujañs ar c’hrouaduriou a zeblant beza an disterra hag ar re a zeblant beza an uhella. Hag an doujañs evid on nesa, dreist-oll an hini izella hag an hini gloazeta gand ar vuez, a zo ar memez doare-beza ekologel hag an doujañs evid an natur. Ar pab Frañsez a ziskouez eienenn an oll zigempoueziou, ’vel allouzou da zigas : kalon an den eo. Ablamour da ze eo e lizer-meur eul lizer a bastor : gervel a ra da zistro ar galon. Hag e tiskouez heñchou eun "distro ekologel". An distro-se eo hini pep hini ahanom, en on doareou kustum da veza.

Eun endro a-du

Tri dra a zo en em gavet asamblez evid rei muioc’h a nerz d’al lizer-meur-se :

• An dud o-deus en em rentet kont euz an efedou fall hag an dismantrou evid an den o tond euz an hin o tomma hag euz saotradur ar blanedenn.

• Bodadeg-Veur ar Broadou-Unanet hag he-deus greet, e miz gwengolo diweza, ar bilans euz an O.M.D. (Paliou ar Milved evid an Diorroadur) hag he-deus embannet Paliou eun Diorroadur Paduz (ODD) evid ar pennad 2015-2030. Ar paliou-se a zo dond a-benn da ziwrizienna ar gwasa paourentez, ober gwelloc’h evid digreski an dizingalded, ha rei muioc’h a bias da gudennou an en-dro.

• E du-kerzu 2015, 21ved bodadeg ar Broadou-Unanet diwarbenn cheñchamañchou an hin (COP 21) hag a zo en em vodet e Pariz.

Ar pez n’ eo ket eun dra zister

Pa lenner al lizer-meur-se, war eun dro ken uhel ha ken frêz, aberz eur pab anad eo en e afer, e teu da zoñj eun draig euz e vuez, ha n’eo ket bet meneget aliez, ’vel ma vefe bet eun taol-esa e-kichenn heb efed goude-ze : araog mond d’ar c’hloerdi, e-neus Jorge Mario Bergoglio greet studiou kimiez hag e-neus bet eun diplom a deknikour war an dachenn-ze. Ema an istor o paouez diskouez ne vedo ket eur fazi hervez raktres Doue.

Eul lizer-meur evid an oll

Al lizer-meur Laudato Si’ ’neus an dra-mañ ispisial : skrivet eo d’an oll dud. N’eo ket hepkén evid pobl ar grederien, na zokén evid an oll dud a volontez vad : bez’ eo evid kement gwaz ha kement maouez, peogwir eo diwar-benn on ti boutin. Diskouezet eo an degemererien en eun doare sklêr azaleg ar penn-kenta : « dirag labezadur olleg an endro, e fell din komz gand kement den a zo o chom war ar blanedenn » (3).

N’eo ket koulskoude ar wech kenta ma fellfe d’eun diell a-berz ar pab komz d’an oll dud. Bep tro·ma ’z-eus bet eur gudenn a-bouez-dreist evid an den, o-deus ar pabed klasket mond pelloc’h eged kumuniez ar gatoliked ha rei da gleved d’an ollved.

Doare ollvedel degemererien al lizer-meur a ziskouez pegen grevuz ha malluz zokén eo ar gudenn displeget, n’eo ket hepkén evid ar gristenien, med evid an oll dud. Aze e welom pegen pouezuz eo ouz daoulagad ar pab Frañsez stad an den gwasket gand eun enkadenn ekologel ha sosial ollvedel a lake dañjer amzer da zond « on ti boutin ». Zokén m’o-deus e ziaraogerien nevez ’zo greet ano dija euz ekologiez, ez eo ar c’henta da skriva eul lizer-meur penn-da-benn war an danvez-se.

Kerz dre vraz al lizer

Kerzadenn ar pab Frañsez er c’hwec’h pennad a gaver el lizer-meur a zo anaoud ha dibab. Komañs a ra ’n eur istima ar stad a-vremañ hervez dizohou an enklask skiantel (pennad 1). Goude-ze e tispleg an hengoun juzeo-kristen evid diskouez perag emouestla evid an en-dro (pennad 2). Kinnig a ra goude-ze mond pelloc’h eged selled ouz sinou an enkadenn ekologel evid displega ar pez a zo penn-kaoz e gwirionez (Pennad 3). Goude-ze e ra eur c’hinnig a ekologiez klok, er memez amzer endroel, ekonomikel ha sosial (Pennad 4). Alese e termen (e spisa) heñchou da zibab ha da gas da benn (Pennad 5). Echui a ra e gerzadenn en eur rei da anaoud an danveziou speredel a c’hell sikour an den da jeñch (Pennad 6).

N’emaom ket o vond da zelled dre vraz ouz ar pez a zo e peb pennad. Tri zoare pouezuz a zacho on evez, tri dra a houez braz : breskadurez, ekologiez klok, donezon. An tri zoñj-se a gas da zeir galvadenn malluz : en em zigeri muioc’h-mui d’an diviz, ober er memez amzer eun distro ekologel hag eur cheñchamant sevenadurel don.

Armand GUEZINGAR
(Brezoneg gand Job an Irien)

Minihi Levenez, niv. 152, Du 2016

>> [1] Tri dra a bouez bras

Stummadur

  • On Tad - Notre Père en breton

    On Tad - Notre Père en breton

    Texte en usage aujourd'hui (skritur skolveurieg) On Tad hag a zo en neñv, Hoc’h ano bezet santeleet, Ho rouantèlèz deuet deom, Ho polontez bezet greet, war an douar evel en neñv. Roit deom hirio or bara pemdezieg. Pardonit deom or pehejou, Evel ma pardonom d’ar re o deus manket ouzom,

    Lire la suite...
  • Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Depuis le 3 décembre dernier [2017], premier dimanche de l’Avent, le texte de la prière du Notre Père en français a été légèrement modifié. La phrase « Et ne nous soumets pas à la tentation » de la traduction de 1966 est désormais remplacée par « Et ne nous laisse pas entrer en

    Lire la suite...
  • Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Au cours du XXe siècle, un important travail de révision des cantiques traditionnels bretons a été effectué. Dans le recueil Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon qu’il avait publié en 1942, l’abbé Pierre-Jean Nédélec, alors professeur au Grand séminaire de Quimper, avait opéré une sélection parmi les vieux cantiques bretons

    Lire la suite...
  • Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si. Kenta lizer-meur sosial ar Pab Frañsez (24 a viz mae 2015) Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez "Meuleudi dit-te va Aotrou" euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, "vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza,

    Lire la suite...
  • Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    {tab Pennad e brezoneg} Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus

    Lire la suite...
  • Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    PEDENN AR PAB FRANSEZ EVID AR JUBILE Salver Jezuz-Krist, te hag az-peus desket deom beza trugarezuz ’vel on Tad euz an neñv, hag az-peus lavaret deom da weled eo e weled, diskouez deom da zremm hag e vezim salvet. Da zell leun a garantez ’neus frankizet Zache ha Maze euz

    Lire la suite...
  • Racines bretonnes et Foi chrétienne

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Racines bretonnes et Foi chrétienne Il existe des nations spirituelles Il existe des “nations spirituelles”, c’est-à-dire des groupes humains dont la culture est à peu près homogène et qui ont un rayonnement spirituel spécifique. Ces “nations” ne sont pas forcément des Etats, ce

    Lire la suite...
  • Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Gwriziou breizeg ha Feiz kristen   Bez’ ez eus broadou speredel Bez’ ez-eus “broadou speredel”, da lavared eo strolladou tud hag o-deus eur zevenadur unvan dre vraz, hag eul levezon speredel a zoug o merk dezo. Ar “broadou-ze” n’int ket dre red Stadou,

    Lire la suite...
  • lnculturer la liturgie

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : lnculturer la liturgie Au cours de la session de recherche pour une inculturation bretonne de la catéchèse, il m’était demandé d’intervenir sur l’inculturation de la liturgie. Ces quelques lignes voudraient reprendre l’essentiel de mon apport. Vous excuserez le décalage entre l’apport oral

    Lire la suite...
  • Ensevenaduri al Liderez

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : Ensevenaduri al Liderez E-kerz an deveziou-studi diwar-benn an doare da ensevenaduri en eun doare breizad ar c’hatekizerez (gouere 2004), e oa goulennet diganin komz diwar-benn ensevenaduri al liderez. Al linennou-mañ a azlavaro ar pep pouezuza euz va frezegenn, en eun doare eun

    Lire la suite...
  • Cultures bretonnes et Foi

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Conférence à l'occasion du 25e anniversaire du Minihi. Tréflévenez, 24 octobre 2009 Cultures bretonnes et Foi En donnant à cette conférence ce titre “Cultures bretonnes et foi”, je me suis demandé s’il était sensé, en ce début de XXIème siècle de

    Lire la suite...
  • Kulturiou Breiz hag ar Feiz

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Prezegenn da geñver 25ed deiz-ha-bloaz ar Minihi. Trelevenez, 24 a viz here 2009 Kulturiou Breiz hag ar Feiz En eur rei d’ar brezegenn-mañ an ano “Kulturiou Breiz hag ar feiz”, ’m-eus en em c’houlennet ha deread e oa, e penn kenta

    Lire la suite...
  • La porte de la Foi

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. La porte de la Foi On trouvera ici un résumé de l’article écrit par Michel Fédou sj. dans le numéro de janvier 2013 de la revue “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), suivi de quelques réflexions qui me sont venues. Ouvrir la “Porte de

    Lire la suite...
  • Dor ar Feiz

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. Dor ar Feiz Amañ e vo kavet eun diverra euz eur pennad bet skrivet gand Michel Fédou sj. e niverenn miz genver 2013 euz ar gelaouenn “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), ha warlerc’h, eun nebeud soñjou a zo deuet din dre-ze. Digeri “Dor

    Lire la suite...
  • Célébrer en langues ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Célébrer en langues ? Conférence de Job an Irien le 29 avril 2000 à Landévennec. - Place du breton à l’Eglise à l’issue de la guerre - La Réforme liturgique - L’enquête de 1973 - Après 1973 Entre 1945 et 1975 s’est joué l’un des actes les plus importants

    Lire la suite...
  • Lida e yezou ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Lida e yezou ? Prezegenn gand Job an Irien d’an 29 a viz ebrel 2000 da gever devez studi hanter kant vloaz Landevenneg.  - Plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel - Adstummadur al Liderez - Enklask 1973 - Warlec’h 1973  Ar bloaveziou etre 1945 ha

    Lire la suite...
  • Dieu, le Riche en miséricorde

    Père Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Dieu, le Riche en miséricorde » par le Père Abbé de Landévennec Préambule : Le pape François ouvre la bulle d’indiction du jubilé de la miséricorde par ces mots : « Jésus-Christ est le visage de la miséricorde du Père ». Ce Père Riche en Miséricorde

    Lire la suite...
  • Doue, pinvidig e trugarez

    Tad Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Doue, pinvidig e trugarez » Eur ger araog : Ar pab Fransez a zigor al lizer-embann jubile an drugarez gand ar c’homzou-mañ : « Jezuz-Krist eo dremm trugarez an Tad. » An Tad-se Pinvidig e trugarez hervez Ef 2,4 : « Doue avad, - pa z’eo pinvidig e trugarez

    Lire la suite...
  • L’année de la miséricorde (extraits)

    Job an Irien L’année de la miséricorde (extraits) Minihi Levenez n°148, mars 2016 Le mot breton miséricorde « trugarez » signifie en fait deux réalités différentes, enracinées pourtant dans la même réalité, comme deux branches du même arbre, ou les deux faces d’une même pièce. Ce n’est pas la même chose de

    Lire la suite...
  • Bloavez an Drugarez (tennadou)

    Job an Irien Bloavez an Drugarez (tennadou) Minihi Levenez n°148, meurz 2016 Ar ger trugarez a dalvez daou dra zisheñvel, gwriziennet koulskoude war ar memez gwrizienn, ’vel daou skourr euz ar memez gwezenn, ’vel an daou du euz ar memez gwenneg. N’eo ket ar memez tra trugarekaad unan bennag ha

    Lire la suite...
  • 1
  • 2