An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver

Lakeet e brezoneg gand Pierre Guichou

diwar ar c'hresianeg

Testamant Nevez.Guichou.2002
embannet gand Minihi Levenez

    Aviel Jezuz-Krist

    Oberou Ebestel

    Liziri Ebestel

    Diskuliadenn Sant Yann


Nihil obstat

Brest, 11 a viz Ebrel 2002
Sezni Roudaut, beleg

Imprimatur
Kemper, 1a a viz Mae 2002
An Aotrou 'n Eskob Guillon

Klikit amañ evid lenn ar fichennaoueg pdf

 

 

Bez' ez eus troidigeziou all war lec'hienn an Eskopti Kemper ha Leon :


Rakskrid

Kelou Mad or Zalver

Buez ha komzou or Zalver Jezuz-Krist a zo kalon feiz ar gristenien, ha mad eo e c’hellfe ar vrezonegerien o lenn en eun droidigez an tosta posubl ouz an destenn a orin. Mad e oa ive e c’hellfent kavoud, en eul leor hepkén, ouspenn ar pevar Aviel, Oberou Ebestel a gont deom penn-kenta an Iliz, ha lizeri an Ebestel, a zispleg deom penaoz beva eur vuez nevez hervez an Aviel.

’Vel m’eo savet, e c’hell al leor-mañ ive rei tro, d’an neb a garo, da studia a dostoc’h Komz Doue, hag ive da bedi. Bez’ eo ive eul leor kaer a c’hello, amañ pe ahont, servij evid al liderez. [...]

Ar pez wella ennom a deu euz ar garantez e-neus Jezuz evidom, ha seulvui e kresko on anaoudegez anezañ, seulvui e tiwano frouez kaer ennom hag en on Iliz.

Ra vo “KeZou Mad or Zalver” eun eienenn dihesk a sklêrijenn hag a vuez evid kement hini a lenno anezañ.

 † Clement GUILLON
Eskob Kemper ha Leon

La Bonne Nouvelle du Sauveur

La vie et les paroles du Seigneur Jésus sont au cœur de la foi des chrétiens, et il est bon que les bretonnants puissent les lire dans une traduction aussi proche que possible du texte d’origine. Il convenait aussi qu’ils puissent trouver, dans un seul volume, avec les Évangiles, les Actes des Apôtres qui sont le récit des débuts de l’Eglise, et les lettres des Apôtres qui nous indiquent comment vivre la vie nouvelle selon l’Évangile.

Tel qu’il se présente, ce livre peut donner, à qui le souhaite, l’occasion d’étudier de plus près la Parole de Dieu, et aussi de prier. C’est en même temps un beau livre qui pourra, ici ou là, servir pour la liturgie. […]

Le meilleur de nous-mêmes provient de l’amour que Jésus a pour nous. Plus grandira la connaissance que nous aurons de Lui, et plus germeront de beaux fruits en nous et dans notre Eglise.

Que “Kelou Mad or Zalver” soit une source intarissable de lumière et de vie pour tous ceux et toutes celles qui le liront.

† Clément GUILLON
Evêque de Quimper et de Léon

 


D’al lenner...

Pa c’hoarvez ar poent da vond er mêz a-garg, e tle pep hini klask peseurt implij a vefe mad dezañ ober euz e amzer hag euz e dammig nerz... Bet va-unan, a-hed kalz bloaveziou, o tispaka teñzor ar Skritur Zakr da gloareged Kemper, em-eus soñjet e c’hellfen labourad adarre war an dachenn-ze, med bremañ evid ar Vrezonegerien, pa ’z on-me dleour e-keñver yez Breiz ! Dre ar brezoneg eo bet digoret va spered da ouiziegez ar bed-mañ, ha digoret ive va c’halon da sklêrijenn an Neñv : ne ouien ket eur gér galleg pa ’z on eet da ‘Skol ar japel’, war ar mêz e Sant-Tegoneg...

Diwar-benn kement-se eo degouezet din komz gand va mignon Job an Irien, a zo abaoe pell-zo o labourad a bep tu war an dachenn-ze... Ha deuet om da zoñjal e c’hellfem (marteze !) trei en eun doare strisoc’h an Testamant Nevez, hag aoza eul leor kaer evid kinnig Kelou Mad or Zalver d’an oll Vrezonegerien... Rag anad eo d’an oll : an traou a lennom pe a glevom a vez kavet kalz c’hwekoc’h pa zeuont deom en or yez c’hinidig, e yez or c’halon !

C’hweg eo d’ar Vrezonegerien kleved Doue, an Tad, o komz dezo e brezoneg, ha kleved êl Doue o tegemenn dezo, evel d’ar Bastored, Kelou Mad or Zalver : “Setu ma tegemennan deoc’h eur C’helou Mad : ganet ez-eus deoc’h hirio eur Zalver, an Aotrou Mesiaz an Hini eo !”

Labour on-eus bet a-hed bloaveziou : heulia an destenn c’hresianeg, skriva heb fin, reiza, difazia, reñka ha kempenn mad pep tra, ha da fin, aoza al leor en e bez gand kalz skeudennou. Evid kement-se eo bet Job eur mestr war an dachenn... Mil bennoz dezañ !... Bennoz ive d’an oll re o-deus or sikouret, ha da voullerien Sant-Tonan, o-deus greet euz on labour eul leor euz ar c’haerra, da verka frêz e kaver ennañ eun teñzor dispar : Komz Doue on Tad, ha Kelou Mad or Zalver...

A-greiz kalon e kinnigom frouez on labour d’an oll Vreiziz, d’an oll Vrezonegerien dre ar béd...

Pierre Guichou

Venez et voyez !

Les évêques du Conseil Permanent répondent à l'appel du pape François

Dans la suite du message du pape François adressé à tous les catholiques le 20 août dernier, les évêques réunis…

Action Catholique des Enfants : une rentrée pleine de magie !

Happy Power ! Par ces deux mots, certains auront tout de suite reconnu l'univers dans lequel l'Action Catholique des Enfants…

Politique et religion : Quelles leçons de l'histoire pour aujourd'hui ?

La paroisse Notre-Dame de Folgoët - Abers - Côte des Légendes s'associe aux groupes de réflexion "Dimanche autrement" de Plabennec…

Itinéraire de catéchèse pour adultes

Notre diocèse relance à partir de septembre 2018 un itinéraire de catéchèse pour les adultes qui souhaitent découvrir ou redécouvrir…

Parcours sur l'enseignement social de l'Église

Un parcours de formation vous est proposé sur deux ans afin de découvrir l'Enseignement Social de l'Église par l'étude de…

Un Temps pour la création

Instituée en 2015 par le pape suite à la publication de l'encyclique Laudato Si', la Journée mondiale de prière pour…

Actualités locales

  • 25ème dimanche du temps ordinaire - 23 septembre 2018
    25ème dimanche du temps ordinaire - 23 septembre 2018 Plus que jamais, les mots « performance, compétitivité, concurrence » font feu de tout bois et tiennent lieu de règles d’or dans les domaines non seulement du sport mais aussi de l’économie, des affaires, de la vie sociale et politique. Même dans le domaine religieux ce vocabulaire peut se glisser de manière…