An den Enoruz Dom Mikael an Nobletz (1577-1652)

Dond a reas Mikael an Nobletz war an douar d’an 29 a viz Gwengolo 1577, en maner Kerodern, parrez Plougerne. Ober a reas e studi e skolaj an Tadou jezuist, e Bourdel hag e Ajen, ha goude-ze c’hoaz e Skol-Veur ar Sorbon, e Pariz ; beleget e oe e 1607. Distroet da Blougerne, ec’h en em dennas, epad eur bloavez a-bez, en eur minihi e-noa lakeet sevel e-mesk ar reier, war aod Tremenac’h : eno e renas eur vuhez rust. Ober a reas neuze e zoñj mond da veleg misioner, hag e kemeras evel ger-stur ar pennad-mañ skrivet gand an abostol Sant Paol : “Vae mihi, si non evangelizavero !” (Gwaz-a-ze din ma ne embann ket an Aviel).

Staga a reas gand ar misionou e eskoptiou Landreger ha Leon, o vond goude-ze e enez-Eusa, e enez Molenez, hag e enez-Vaz : kement-se a-raog mond da Vro-Gerne e 1614. Da genta ez eas da jom e Kemper, ma prenas eno eun tamm ti, e karter Douar-an-Dug ; prezegi a ree e iliz Sant-Vaze, beb sul ha da beb deiz gouel ; eno c’hoaz e roe kenteliou katekiz. Euz Kemper ez ee da brezeg misionou, er Faou, e Konk-Kerne, Goaien, hag e enez Sizun... Anvet da berson e Meilars, e roas e zilez eun nebeud miziou goude, evid dond da jom, e miz Mae 1617, e Douarnenez, na oa en amzer-ze nemed eur c’harter euz parrez Ploare.

Epad tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mond a ra da weled an dud paour hag a re glañv ; lakaad a ra da dalvezoud doareou nevez evid kelenn ; skriva a ra kantikou brezoneg e-leiz : miret eo bet ar re-mañ piz, a rummad da rummad. Evid rei brud d’e brezegennou, e ra diouz eur c’hiz savet gantañ : liva taolennou war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennou euz ar vuhez ; diwezatoc’h e vo savet, diwar ar skwer-ze, meur ha meur a daolenn ar misionou. A drugarez da zom Mikael, e teu Douarnenez da veza eul lec’h birvidig euz ar vuhez kristen.

E 1640, e teuas dom Mikael en-dro en e eskopti Leon : eun ti a brenas e Konk-Leon, ma chomas ennañ epad an daouzeg bloavez diweza euz e vuhez. E 1651 pe 1652, e oe roet dezañ gand Doue kaoud merkou Pasion Or Zalver en e gorv, war fin vuhez kinniget penn-da-benn da Zoue ha d’e vreudeur. Mervel a reas e Konk-Leon, d’ar 5 a viz mae 1652, d’an oad a bemzeg vloaz ha tri-ugent.

Roet e oa bet dezañ gand lod eul lesano “ar beleg foll”. Bet eo bet dom Mikael an Nobletz, en penn kenta ar seitegved kantved, an hini kenta, hag unan euz nerzusa misionerien an Adkempenn katolik e Breiz-Izel. Skrivet e-neus dom Mikael an Nobletz eun deizleor euz e visionou : bez ’e c’heller lenn darn anezo en e vuhezskrid embannet e 1666 gand an Tad jezuist Anton Verjus (Buhez an Aotrou Nobletz, Beleg ha misioner euz Breiz). Adkroget eo bet e labour, ka kresket, gand an den eüruz Juluan Maner (1606-1683), hemañ bet eüruset d’an 20 a viz Mae 1951.

Prosezadur an eürusadur

E 1701 e oe digoret ar prosez a eürusadur dom Mikael an Nobletz, gand an Aotrou Le Nevoux de la Brousse, eskob Leon. Adlañset e oe, d’an 30 a viz here 1888, gand an Aotrou Lamarche, eskob Kemper ha Leon. Diwar daou a brosezou-eskopti e oe enkalsket hini hag hini, diwar-benn e vrud a zantelez, e vertuziou, e viraklou, hag ive an diouer a azeulerez publik. A-drugarez d’eun dekred euz ar pab Leon XIII, d’ar 6 a viz Ebrel 1897, e voe roet aotre da gas war-raog kaoz dom Mikael beteg Kongregasion Sakr al Lidou. Hervez ar reolennou a rene ar prosezou en amzer-ze, e oa bet red ober eur prosez nevez, e ano prosez abostolel, evid adenklask ar gaoz, ha neuze e oe barnet houmañ gand Kardinaled ar Gongregasion Sakr. Anzao a reas ar pab sant Pi X, perz ha rozeg vertuziou dom Mikael, d’ar 14 a viz Kerzu 1913, o rei evel-se dor zigor da eürusadur an den Enoruz Mikael an Nobletz, a-dal ma vo bet eur mirakl diskleriet gand an Iliz, ha kaved mad ganti evel mirakl.


PEDENN EVID GOULENN AN EÜRUSADUR

Michel 2Aotrou Doue, on Tad, lakeet ho-peus e kalon an den Enoruz Mikael An Nobletz eur garantez tener evid ar Werhez glorius Vari, ha roet dezañ, dre bedennou ar Werhez, ar c’hras da lakaad da vleunia en e vuhez vertuziou an Aviel en eun doare uhel-meurbed ; roet ho-peus dezañ c’hoaz ar c’hras d’en em ouestla didruez da labour ar misionou e Kerne, Leon ha Treger,

Izel a galon, e c’houlennom diganeoc’h diskouez frêz gloar ho servicher gand miraklou a roio an tu d’an Iliz santel or Mamm da lakaad anezañ war roll an dud eüruz, ma c’hellim pedi anezañ evel eur skwer a veleg en em roet penn-da-benn da embannadur an Aviel, ha da zilvidigez an eneou. Dre Jezuz-Krist Or Zalver. Amen.

 

Diskleria eur c’hras bet resevet

E-doug ar 17ved ha 19ved kantved, ez eus bet e-leiz a viraklou a bareañs lakeet war gont erbedenn dom Mikael. Re goz avad o veza ar fedou-ze, int bet kavet re zister o frouenn gand ar bureo roman anvet “consulta medica”, bureo stag ouz Kongregasion Sakr al Lidou : abalamour da ze ne c’heller ket ober euz miraklou an daou gantved uhelloc’h prouennou stard evid harpa kaoz an eürusadur.

Michel 3 recadreEur bareañs en eur gavet en on amzer eo red kaoud evid lakaad ar gaoz da vond beteg penn. Lakom en em garfe eur bareañs dizisklêrius e-tuez ar re a zo o chom en ho kichenn, ha kement-mañ goude beza pedet an den Enorus Mikael an Nobletz, e rofec’h eun tamm brao a zikour d’e Gaoz a eürusadur :
dao ’vefe deoc’h neuze kas kelou da gañselleri eskopti Kemper :
dre lizer : Monsieur le Chancelier, Evêché, 3 rue de Rosmadec 29018 Quimper cédex
dre e-mail : chancellerie @ diocese-quimper.fr.

Reseo a ra Dom Mikael digand ar Werhez Vari ar gurunenn a deir talvoudegez, hini ar werhted, hini a vestr a speredelez, hag hini a zispriz doareou-ober ar bed-mañ.


>> Pedi gand Dom Mikael


Leorlennadur

Jean-Michel LE BOULANGER, Michel le Nobletz. Ar beleg fol. 1577-1652, Un missionnaire en Bretagne, Douarnenez, Mémoires de la Ville, 2001.

Hippolyte LE GOUVELLO, Le vénérable Michel Le Nobletz (1577-1652) un apôtre de la Bretagne au XVIIe siècle, Paris, V. Retaux, 1898.

Julien MAUNOIR, sj, La vie du vénérable dom Michel Le Nobletz, Saint-Brieuc, impr. A. Prud’homme, 1934.

Michel Le Nobletz : Mystique et société en Bretagne au XVIIe siècle, Brest, éditions du C.R.B.C., octobre 2018, 416 p.

Fañch MORVANNOU & Yves-Pascal CASTEL, Michel Le Nobletz/Mikêl an Nobletz, Trelevenez, Minihi-Levenez, 2002.

Ferdinand RENAUD, Michel Le Nobletz et les Missions Bretonnes, Paris, Éd. du Cèdre, 1955.

Taolennoù. Michel le Nobletz. Tableaux de mission, par Yann Celton, Hervé Queinnec, Kelig-Yann Cotto & Kristell Loussouarn, Châteaulin, Éd.Locus Solus, 2018.

Jean-Marie UGUEN, Buhez Mikael An Nobletz (1577-1652), misioner Breiz, Brest, Moulerez ar “C’hourrier”, 1929.

Antoine VERJUS, La vie de Monsieur Le Nobletz prestre et missionnaire de Bretagne, Paris, 1666.

Vita del Servo di Dio Michele Le Nobletz. Anno 1577-1652, Roma, 1888, 221 p.