Martyrs de septembre 1792

Fétés le 2 septembre

Da genvêr al lazadeg a oe dirollet e Pariz d'an 2 a viz gwengolo 1792, kalz a veleien a oe bet laket d'ar maro e tiez greet anezo prizoniou gand paotred an Dispac'h, evel kouent an tadou Karmez ha kloerdi Sant-Firmin. En o zouez ez-eus kant unnek ha pevar ugent bet lakeet war an aoteriou evid beza kavet gwelloc'h mervel, kentoc'h eged toui sentidigez da lezenn nevez an Iliz. Eskopti Kemper a rent enor dreist-oll d'ar pevar den eürus, Klaoda Laporte, Visant Rousseau, Nikolas Varron ha Fransez al Livec, merzerien, ganet en or bro.