Troidigeziou ar Bibl e brezoneg

E 1827 eo, en Angoulem, ez eo bet embannet e brezoneg kenta troidigez an Testamant Nevez, an troer o veza eur c’hatolik Yann-Frañsez AR GONIDEG ; ne oa imprimatur ebed avad, goulennet gand an Iliz, dre ma oa ket, en droidigez-se, notennou-displega, evel ma c’houlenne neuze ar reoliou kanoneg.

Dond a ra ar bloaziad ken diwezad-se diwar kement-mañ : kentoh e oa a-du an Iliz katolik gand skridou evel ar re-mañ

- embann leoriou a istor santel, pe a brederia war an aviel, evel m’e-noa greet :

F. RICHARD, An Aviel ha meditacionou, Montroulez, 1819,
NICOLAS, persoun Ploudiern, Histor zantel da zeski ar burzoudou en deuz great Doeu var ann douar, Kemper, 1900,

- pe c’hoaz ar pevar aviel en unan hebken, evel ar re-mañ :

J.-F. CAËR, kure e Guiclan, Ar pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904,
L.-M. BILER-AZENOR, person Evias, Aviel Katolik (4 aviel en unan), Sant-Brieg, 1907,
J.-B. OLIÉRO (Oliéreu), person Kistinid, En Aviél, Gwened, 1913,
J.-M. UGUEN, Buhez H.S. Jezuz-Krist, hervez ar pevar aviel laket en unan, An Oriant, 1930.

 

Embannaduriou all an 19ed kantved

Warleh troidigez Yann-Frañsez AR GONIDEG (1827), e teuas eil troidigez an Testamant Nevez e brezoneg, e 1847, hini a pastor kembread John JENKINS, Testamant nevez hon aotrou hag or salver Jesus Christ, e Brest.

Eun nebeud bloaveziou diwetatoh, e teuio eun Testamant Nevez, katolik, gand an aotrou Joseph JOUBIN, beleg [nemed a vefe LEMÉHAUSSÉ ?], Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, Goengamp, en ty B. Jollivet, 1853. Kalz êsoh da lenn gand an dud fidel e oa an droidigez-mañ eged hini AR GONIDEG, enni e-leiz a c’heriou nevez brezoneg, a c’heriou gwall-goz, pe a stummou amprestet digand ar hembraeg.

Er memez amzer, e oe troet hag embannet gand ar gatoliked an Testamant Koz :
Yann-Willou HERRY, Genes, pe levr ar c’heneliez, Kemperle, 1849,
gand ar memez hini : Levr ann Exod ha meur a bennad euz al levriou all, bete maro Josue, Kemperle, 1861,

Goude-ze, eur bibl en he fez :

Yann-Frañsez LE GONIDEC, Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet diwar ar Vulgatenn latin etre 1829 ha 1834 pe 1835, embannet hebken avad e 1866 e Sant-Brieg, e stumm teir levrenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), en ti-embann Prud’homme, mouller eskopti Sant-Brieg.

Tregont vloaz war-lerh troidigeziou ar pastor Jenkins ha da Joubin, e vo embannet gand ar pastor Guillaume LE COAT / Gwilh ar C’hoad (1893-97) d’e dro, eun Testament Nevez, e 1883.
Diwezatoc’h e stagas eun droidigez euz an Testamant Koz ouz hini an Testamant Nevez, en eur embann e 1897 Ar Bibl santel, c’hwez warni (diouz ma lavarer) euz bibl AR GONIDEG (1866). Eur bibl protestant eo : n’ema ket enni al leoriou deuterokanoneg.

 

Diwar-benn Biblou an 20ed kantved

En XXed kantved e oe kroget gand troidigeziou nevez katolik euz an Testamant nevez, da skwer :
-
An testamant nevez, dindan ren Maodez GLANNDOUR (an Aotrou Loeiz ar Floc’h), en ti-embann Al Liamm, 1969-1971,
- troidigez Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan ren an Aotrou ’n Eskob Visant
FAVE (eskob skoazeller a Gemper) : embannet e oe eun droidigez euz ar Pevar Aviel e 1982, hag e 1988, al leoriou all euz an Testamant nevez (bez’ ez eus, er mare-mañ, eun embannadur nevez euz an droidigez-se euz ar pevar aviel war ar stern, e karg Fañch Morvannou hag Alan Le Verge ; bez’ e c’heller selled a-dost amañ),
- troidigez an Aotrou Pêr GUICHOU
, An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz, or Zalver, en ti-embann Minihi Levenez, 2002,
- Ar pevar aviel, eun droidigez nevez, e brezoneg Kerne, gand breur Herve DANIELOU, 2003.

A-hend-all, da heul Sened-Meur Vatikan II, e lakeas Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon da zond er-maez meur a “gaier” roneotet ma oa enno troidigez vrezoneg lennadennou overennou ar zul, kement-mañ dindan ren an Aotrou ’n Eskob Visant FAVE. Adkroget e vo e-barz al labour-ze, hag adembannet e-barz Leor overenn (misal) lakeet da zond er-maez a-drugarez da Vinihi Levenez e 1997.

Lakaad a reas ive Maodez GLANNDOUR da zond er-maez, en ti-embann Al Liamm, eun droidigez euz ar salmou (1974), hag euz leor Izaias (1981), ober a reas kemend-all e gompagnun Marsel KLERG (an Aotrou Marcel Le Clerc), en eur drei hiniennou euz leoriou ar Bibl (Habakouk, Hobdia, Yoel, Yona, e 1953, Aviel Santel hervez Lukaz, Lizher da Filemon, e 1964).

Kroget e oa ive an Aotrou Pêr Guichou gand eun droidigez euz an Testamant Koz ; maro diwar eul lamm trumm e miz meurz 2008, e lezas war e lerh al labour-ze diechu.

Evid echui, e roer da anaoud troidigez an Testamant Koz gand an Aotrounez Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien, en ti-embann an Tour-Tan, etre ar bloaveziou 1980 ha 1982, hag eun danvez-embann eur Bibl Santel en ti-embann Imbourc’h, en eur gemer en-dro troidigeziou Maodez Glanndour, Marsel Klerg, Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien.

Evangile du jour / Aviel an deiz

  • Eil sizunvez an Azvent +

    Eil sizunvez an Azvent

    Euz an 9 d’ar 15 a viz Kerzu 2018

    Eil sul an Azvent (C)

    Lk 3,

    Lire la suite...
  • Trede sizunvez an Azvent +

    Trede sizunvez an Azvent

    Euz ar 16 d’an 22 a viz Kerzu 2018

    Trede sul an Azvent (C)

    Lk 3,

    Lire la suite...
  • Pevare Sul an Azvent +

    Pevare sizunvez an Azvent (C)

    Euz an 23 d’ar 26 a viz Kerzu 2018

    Pevare sul an Azvent (C)

    Lk

    Lire la suite...
  • 1