Salm 99

(Heb. 100)

Mad eo an Aotrou, da viken e vadelez !

1 Meulit an Aotrou, douar a-bez,
2 Servichit an Aotrou gand levenez,
It d’ e gaoud en eur youhal a joa !

3 Gouezit ez eo Doue an Aotrou,
Eo Eñ e-neus greet ahanom,
Hag ez om e bobl, deñved e beuraj.

4 lt d’e zoriou d’e drugarekaad,
D’e borziou en eur gana meuleudi,
Lavarit trugarez dezañ, bennigit e Ano.

5 Rag mad eo an Aotrou,
Da viken e vadelez,
A rumm da rumm e fealded !

Doue ’neus greet ahanom, hag ez om e bobl !