Salm 96

(Heb. 97)

Aotrou, Te eo an Uhel-meurbed war an douar a-bez !

1 An Aotrou a ren ! Ra drido an douar,
Levenez en inizi niveruz !

2 Koumoul ha koabrenn e-neus en-dro dezañ,
Justis ha gwir eo diazez e drôn.

3 Eun tan en e raog o vond
A bulluc’h tro-war-dro e enebourien.

4 E luhed a sklerijenn ar bed,
An douar a wel hag a gren.

5 Ar meneziou a deuz evel koar dirag an Aotrou,
Dirag mestr an douar a-bez.

6 Embann a ra an neñvou e justis,
Hag an oll boblou a wel e c’hloar.

7 Mez da oll zervicherien an idolou, *
A en em veule gand o falzdoueou !
Daoulinet dirazañ an oll zoueou !

          *

8 Sion a glev ha laouen eo ! *
Dañsal a ra merhed Youda,
Ablamour d’ho parnedigeziou, Aotrou !

9 Te, Aotrou, eo an Uhel-meurbed war an douar a-bez,
Kalz uhelloc’h eged an oll zoueou !

10 C’hwi a gar an Aotrou, kasait an droug ! *
Diwall a ra eneou e vignoned,
Euz dorn an dud fallagr e tenn anezo.

11 Eur sklerijenn a darz evid an den just,
An den eeun a galon en devo levenez.

12 Tud just, levenez deoc’h en Aotrou,
Meulit e Ano santel.

Ra vo an Aotrou ho levenez, meulit e Ano santel.