Salm 95

(heb. 96)

Kanit dirag an Aotrou,
o tond emañ da varn an douar !

1 Kanit d’an Aotrou eur c’han nevez,
Kanit d’an Aotrou, douar a-bez,
Kanit d’an Aotrou ha bennigit e Ano.

A zeiz da zeiz embannit kelou mad e zilvidigez,
3 Kontit d’ar broiou e c’hloar,
E vurzudou e-touez an oll boblou.

4 Rag braz eo an Aotrou ha din meurbed da veza meulet,
Da veza doujet dreist an oll zoueed ;
5 Oll zoueed ar poblou a zo falzdoueou.

Eñ, an Aotrou, e-neus greet an neñvou,
6 Meurded ha splannder a zo dirazañ,
Santelez ha kaerded en e zantual.

7 Rentit d’an Aotrou, famillou ar poblou,
Rentit d’an Aotrou gloar hag enor,
8 Rentit d’an Aotrou gloar e Ano.

Digasit provou, antreit en e borziou,
9 Adorit an Aotrou, skeduz a zantelez,
Krenit dirazañ, douar a-bez.

10 Lavarit e-touez ar poblou : » An Aotrou a ren ! »
Start e-neus krouet ar bed, ha ne vrañsello ket.
Barn a ra ar poblou gand justis.

11 Levenez en neñvou ! Ra zañso an douar,
Ra vreskenno ar mor ha kement a zo ennañ,
12 Ra drido ar mêziou, ha kement a zo enno.

Ra youho oll gwez ar c’hoajou,
13 Dirag an Aotrou, rag o tond emañ,
O tond emañ da varn an douar ;

Barn a ray ar bed gand justis,
Hag ar poblou hervez ar gwir (2 wech).

Kanit d’an Aotrou, douar a-bez,
Kanit d’an Aotrou ha bennigit e Ano !