Salm 92

(Heb. 93)

Roue eo an Aotrou,
Kaer e wiskamant, allelouia !

1 Roue eo an Aotrou ;
Kaer e wiskamant,
A nerz ’neus en em wisket an Aotrou !

Diazezet mad eo ar bed, ha divrall,
2 Diazezet da drôn a -viskoaz,
A-viskoaz ez out !

3 Sevel a ra ar steriou, Aotrou,
Sevel a ra ar steriou o mouez,
Sevel a ra ar steriou o zafar.

4 Kreñvoc’h eged mouez an doureier braz,
Splannoc’h eged mouez an tarziou-mor,
Eo splann an Aotrou e Iein an neñv.

5 Sur-meurbed eo da urziou :
Ouz da di e tere ar zantelez,
Aotrou, a-hed an deiziou.

Savet a varo da veo, ar C’hrist ne varv mui,
Allelouia !