Salm 91

(Heb. 92)

Kan evid ar zabat.

Mad eo trugarekaad an Aotrou,
Embann bep mintin e vadelez !

2 Mad eo trugarekaad an Aotrou,
Meulgani da Ano, Doue Uhel-meurbed,
3 Embann bep mintin da vadelez,
Da fealded a-hed an noz,
4 War an deg-kordenn ha war an delenn,
War mouskan ar gitarenn.

5 Rag laouen on, Aotrou, gand da oberou,
Evid Iabouriou da zaouarn e youhan a joa :
6 « Pegen braz da oberou, Aotrou !
Don meurbed da venoziou ! »

7 An den sod ne oar ket,
Ar genaoueg ne gompren ket :

8 Kreski a ra ar re fallagr evel yeot,
Ha bleunia an oll zrougoberourien,
           med evid beza distrujet da viken.

9 Ha Te Aotrou, Uhel da virviken,
10 Da enebourien, Aotrou,
Da enebourien a yelo da goll,
Gwentet e vint ar marhadourien avel !

11 Sevel a rez va c’horn evel hini an taro,
Skuilla ’rez warnon eoul fresk ;
12 Va lagad a wel ar re a spie warnon,
Ha va diskouarn a glev ar re a zave a-eneb din.

13 An den just a zao evel ar wezenn-balmez,
Evel sedrez al Liban e kresk ;
14 Plantet eo e ti Doue,
E porziou on Doue e toug frouez.

15 En e gozni e kendalc’h da greski,
Leun a nerz ha glazvezeg ;
16 Da embann « ez eo just an Aotrou !
Va Roc’h eo ! N’eus tro gamm ebed ennañ ! »

Pegen braz da oberou, Aotrou ;
don meurbed da venoziou !