Salm 89

(Heb. 90)

Adal ar mintin, ro deom or gwalc’h euz da garantez,
hag e vevim el levenez !

1 A oad da oad, Aotrou,
Ez out bet eur goudor evidom.
2 Araog ma oe ganet ar meneziou,
           krouet an douar hag ar bed,
A-viskoaz da virviken, Te a zo Doue.

3 Da boultrenn e kasez en-dro an den,
En eur lavared : « Distroit, bugale Adam ! »
4 Rag evidout, mil bloavez a zo evel dec’h :
Tremenet eo, eur veilladenn en nozvez

5 Skuba a rez anezo evel an huñvre
Hag a dremen d’ar mintin ’vel ar geot :
6 Bleunia ’ra diouz ar mintin ha tremen,
Gweñvi diouz an noz ha kraza !

7 Pulluhet om-ni gand da gounnar,
Spontet gand da fulor.
8 Lakeet ’peus or pehejou dirazout,
Or sekrejou dirag sklaerder da zremm.

9 Ya, dirag da fulor e ya kuit on oll deveziou,
amzer eun huanad, hag eo troet or bloaveziou da netra.
10 Hirder or buhez : deg-ha-tri-ugent vloaz,
Pevar-ugent evid ar re greñva ;
Hag ar peb-brasa, poan ha miser nemetken ;
Falhet int buan, hag e tinijom kuit.

11 Piou a anavez nerz da gounnar ?
Seulvui e toujer dit ha seulvui ec’h anavezer da fulor.
12 Desk deom konta on deveziou,
A-benn kaoud eur galon fur.

          *

13 Deus en-dro, Aotrou ; beteg peur gortoz ?
Bez truez ouz da zervicherien.
14 Adal ar mintin ro deom or gwalc’h euz da garantez,
Hag e vevim el levenez hag er ganiri.
15 Rent deom e Ievenez da zeiziou a gastiz,
Hag ar bloaveziou Iec’h m’on-eus tañveet ar gwalleuriou.

16 Ra vo gwelet da oberou gand da zervicherien,
Da splannder gand o bugale.
17 Ra vo warnom douster an Aotrou, on Doue !
Starta evidom labour on daouarn,
           ya, starta labour on daouarn.

Or bloaveziou a dremen evel ar geot ;
Te a zo Doue a oad da oad.