Salm 84

(heb. 85)

Dre garantez ouz an douar-mañ,
e tilamez pehed da bobl,
ha da c’hloar a zeu da jom ganeom.

2 Diskouezet ’peus Aotrou da garantez e-keñver da vro,
Euz an harlu ’peus lakeet da zistrei bugale Yaakob ;
3 Dilamet ’peus faot da bobl,
Ha goloet hec’h oll fehejou.
4 Skarzet ’peus kuit da gounnar
Ha distroet diwar tommder da imor.

5 Gra deom distrei, Doue or Zalver,
Ha torr da fulor a-eneb deom I
6 Da viken e vi kounnaret a-eneb deom ?
Ha padout a ray da gounnar a-oad da oad ?

7 Ha n’eo ket Te a zeuio da rei buhez deom en-dro,
Ha da veza levenez da bobl ?
8 Diskouez deom Aotrou da garantez,
Ha ro deom da zilvidigez.

          *

9 Selaou a ran ar pez a lavar deom an Aotrou : *
Lavared a ra « peoc’h » evid e bobl hag e vignoned
Gand ma ne zistroint ket d’o follentez.
10 Ya, tost d’ar re a zouj anezañ emañ e zilvidigez,
Hag e c’hloar a jomo en or bro.

11 Karantez ha gwirionez a en em gay asamblez,
Justis ha peoc’h a bok an eil d’egile.
12 Euz an douar e tiwan ar wirionez,
Hag euz an neñv e stou ar justis.

13 An Aotrou e-unan a ro an eurvad,
Hag on douar a ro e drevad.
Ar justis a vale dirazañ
Hag he hammedou a ziskouez an hent.

Diskouez deom, Aotrou, da garantez,
Ha ro deom da zilvidigez !