Salm 80

(Heb. 81)

Youhit gand levenez evid Doue, on nerz ;
youhit evid Doue Yaakob !

2 Youhit gand levenez evid Doue, on nerz,
Youhit evid Doue Yaakob !

3 Stagit gand ar veuleudi, dao dezi war an daboulin,
Al lirenn flour hag an delenn.
4 Sonit gand ar c’horn-boud d’al loar-nevez,
D’al loar-gann, da zeiz or gouel.

5 Eur reolenn eo evid lzrael,
Eun urz a-berz Doue Yaakob ;
6 Eul lezenn roet da Yosef
Pa valeas an Aotrou a-eneb Bro-Ejipt.

Eur yez n’anavezen ket a glevan ;
7 « Dizammet am-eus e skoaz diouz ar bec’h,
E zaouarn o-deus diskroget diouz ar baner.
8 En anken ’peus pedet, hag em-eus da zaveteet,
Respontet am-eus dit kuzet er gurun,
Ha da amprouet e doureier Meriva.

9 Selaou, va fobl, da aspedi a ran,
lzrael, ma selaouez ahanon,
10 Na vezo ganit doue estren ebed,
Na stoui ket dirag eun Doue all.

11 Me eo an Aotrou da Zoue,
Hag e-neus lakeet ahanout
Da bignad euz bro an Ejipt ;
Digor frank da c’henou hag e leunia a rin !

12 Med va fobl n’he-deus ket selaouet va mouez,
lzrael n’e-neus ket roet digor din ;
13 E lezet am-eus da c’hoari e galon aheurtet,
Da vale hervez e venoziou.

14 A ! Va fobl, ma selaoufe ahanon,
Ma kerzfe lzrael gand va henchou !
15 Kerkent d’o enebourien e rafen plega,
War o gwaskerien e tistrofen va dorn.

16 Ar re a vag kasoni ouz an Aotrou a rafe brao dezañ,
Hag e vefe o flanedenn da viken.
17 Gand bleud gwiniz flour e vagfen va fobl,
Hag euz mel ar roc’h he-defe he gwalc’h ! »

Doue a vag e bobl gand bleud gwiniz four.

« An neb a zeu davedon n’e-no ket naon ken,
hag an
neb a gred ennon, sur,
n’e-no mui bi-ken sehed. » (Yn 6.35)