Salm 76

(Heb. 77)

Da zeiz an anken, warzu ennout Aotrou
e savan va daouarn !

2 Warzu Doue va mouez, hag e krian,
Warzu Doue va mouez, ha va zelaou a ray !

3 Da zeiz an anken, e klaskan an Aotrou ; *
Epad an noz, dibaouez, e savan va daouarn,
Va ene a nac’h beza frealzet.

4 Soñjal a ran e Doue hag e hirvoudan,
Hag e prederian hag e langis va spered.
5 Derhel a rez dihun va daoulagad,
Ken strafuillet on ma ne gomzan ket.

6 Soñjal a ran en deiziou a-wechall,
Er bloaveziou tremenet ;

7 An noz-pad e soñjan em diskan,
Em c’halon e prederian, ha va spered a ’n em c’houlenn :

8 Ha da viken eo e-neus distaolet an Aotrou ?
Hag eñ ne vo ken trugarezuz ?
9 Hag echu eo da vad e vadelez ?
Hag echu d’e gomz a rummad da rummad ?

10 Hag ankounac’haet e-neus Doue kaoud truez ?
En e gounnar, ha prennet e-neus war e zouster ?
11 Hag em-eus lavaret : « Setu va foan,
Cheñchet eo dorn dehou an Uhel-meurbed ! »

12 Soñjal a ran e taoliou-kaer an Aotrou,
Soñjal a ran en da vurzudou a-wechall.
13 Soñjal a ran en da oll oberou,
War da daoliou-kaer e prederian.

           *

14 O Doue, er zantelez emañ da hent,
Pe zoue ’zo ken braz hag on Doue-ni ?
15 e eo an Doue hag a ra burzudou,
Hag a ro da anaoud da c’halloud e-touez ar poblou.
16 Gand da vrec’h, ’peus digabestret da bobl,
Bugale Yaakob ha Yosef.

17 An doureier ouz da weled, o Doue,
An doureier ouz da weled a grene
Hag an islonkou a c’horjelle.

18 Ar c’houmoul o-deus skuillet o dour,
An êr a dregerne,
Ar gurun a valee a bep tu.

19 rouz da gurun a ruille,
Al luhed a sklerijenne ar bed,
Skrija ha krena a rae an douar.

20 Er mor e oe da hent,
Da wenojenn en doureier don
Med den n’anavez da roudou.

21 Henchet ’peus evel deñved da bobl,
Dre zorn Moshe hag Aharon.

O Doue, er zantelez emañ da hent,
Pe Zoue ’zo ken braz ha Te ?

Ra vo benniget Doue, Tad an Aotrou Jezuz Krist,
Tad an oll drugarez ha Doue peb frealzidigez. (2 Kor. 1,3)