Salm 71

(Heb. 72)

Truez e-no ouz an den dister,
savetei ’ray ar paour hag ar reuzeudig.

1 Aotrou Doue, ro da varnedigeziou d’ar roue,
Da justis da vab ar roue.
2 Ra varno da bobl gand justis,
Ha da dud keiz hervez ar gwir.

3 Ma tougo ar meneziou hag an torgennou
Ar peoc’h d’ar bobl dre ar justis.
4 Eñ a varno tud keiz ar bobl,
Savetei a ray bugale ar paour, ha bravi ar waskerien.

5 Ra vi doujet keid ha ma pado an heol
Ha ma pado al loar, a rummad da rummad.
6 Evel ar glao e tiskenno war al leton,
Evel ar glao-pil war an douar.

7 En e zeiziou e vleunio ar justis,
Ha peoc’h leun beteg al loar ziweza.
8 Ra vo ar mestr euz ar mor d’ar mor,
Hag euz ar Stèr beteg pennou pella ar bed.

9 Dirazañ e plego tud an dezerz,
E enebourien a lipo ar boultrenn.
10 Rouaned Tarshish a baeo truaj,
Rouaned Sheva ha Seva a ginnigo provou.
11 Dirazañ e stouo an oll rouaned,
Hag an oll vroadou a zervicho anezañ.

           *

Greet am-eus ahanout sklerijenn ar poblou,
va zilvidigez beteg pennou pella an douar.

12 Frankiz a roio d’ar paour o c’hervel,
Ha d’ar reuzeudig heb skoazell.
13 Truez e-no ouz an den dister hag ar paour,
Savetei a ray o buhez d’ar re baour.

14 O diwall a ray ouz ar rustoni hag ar fulor,
Ker e vo o gwad dirazañ.
15 Ra vevo, ha ra vo roet dezañ aour Sheva,
Pedet vo dalhmad evitañ ha benniget e-vo a-hed an deiz.

16 Ra vo ar gwiniz stank ha stank er vro,
Beteg war gribenn ar meneziou,
O c’houlenni evel al Liban,
Ra vleunio ar Gêr evel geot an douar.

17 Ra vevo e Ano da viken,
E vrud d’en em astenn keid ha ma pado an heol !
Ra vo benniget drezañ,
Hag an oll vroadou e lavaro « eüruz ».

18 Benniget ra vezo an Aotrou Doue, Doue lzrael !
Eñ hepken a ra burzudou !
19 Benniget e Ano gloriuz da viken !
Ra vezo Ieun gand e c’hloar an douar a-bez, Amen ! Amen !

« Kaset on gand Doue evid prezeg ar C’helou Mad
d’ar beorien. » (Lk 4.18)