Salm 61

(Heb. 62)

Eñ hepken eo va roc’h ha va zilvidigez !

2 Ya, e-kichenn Doue va ene a vez e peoc’h,
Digantañ e teu va zilvidigez.

3 Eñ hepken eo va roc’h, va zilvidigez,
Va c’hastell-kreñv : biken ne c’horjellin.

4 Beteg peur e lammot, oll asamblez, war eun den
           evid e ziskar,
Evel eur voger kosteziet, eur c’hleuz war-nes koueza ?

5 E vrud vad a glaskont diskar, er gaou ec’h en em blijont,
En o genou, meuleudi, en o c’halon, malloz.

6 Ya, e-kichenn Doue, bez e peoc’h va ene,
Digantañ e teu din va esperañs.

7 Eñ hepken eo va roc’h, va zilvidigez,
Va c’hastell-kreñv : biken ne c’horjellin.

8 E Doue, va zilvidigez ha va gloar ;
E Doue, va roc’h-kreñv ha va goudor.

          *

9 Tudou, lakit bepred ho fiziañs ennañ ;
Dirazañ skuillit ho kalonou, Doue eo or goudor.

10 An dud n’int nemed eur mouch-avel, *
           an dud uhel eur gaou ;
Er valañs, ma vijent pouezet, e vijent skañvoc’h
           eged eur mouch-avel.

11 Na gontit ket war an taerded, berr-alan warnoc’h o laerez ;
Ma kresk ho madou, na stagit ket ho kalon outo.

12 Eun dra e-neus lavaret Doue, daou am-eus klevet :
Ar galloud a zo gand Doue.

13 Dit-Te, Aotrou, ar vadelez ;
Te a rento da bep hini hervez e oberou.