Imprimer cette page

Salm 5

Diouz ar mintin, Aotrou Doue,
selaou va mouez !

2 Ouz va c’homzou, ro skouarn, Aotrou,
Kompren va c’hlemmgan ;

3 Selaou ouz va mouez o pedi,
Va Roue ha va Doue !

4 Te eo a bedan, Aotrou,
Da c’houlou-deiz e klevez va mouez ;
Diouz ar mintin e troan warzu ennout,
Hag e choman da c’hortoz.

5 N’out ket eun Doue hag a gar ar fallagriez,
Ganez ne jom ket an dud fall.

6 Ne zalc’h ket an dud fall
Dirag da zaoulagad.

Kasaad a ra an oll re a ra fallagriez,
Ha koll ar re a lavar geier ;

7 Ar skuiller-gwad hag an toueller
A zo eun c’heug evid an Aotrou.

8 Dre largentez da c’hras
Ez in beteg da di ;
En da dempl santel e stouin dirazout
Gand doujañs ouzit.

9 Aotrou, ren ahanon gand da reizded,
En abeg d’ar re ’zo war hed a-eneb din ;
Laka kompez dirazon da henchou.

10 N’eus ket a wirionez en o genou,
O diabarz a zo c’hoantegez ;
Eur bez digor eo o c’horzaillenn,
Daoust d’o zeod beza flour.

11 Kondaon anezo, Aotrou,
Da c’hwita en o menoziou !
Argas anezo ablamour d’o zorfedou diniver,
Rag savet int a-eneb dit.

12 Levenez o devo ar re a lak o fiziañs ennout,
Levenez peurbadel !
Gwarezet int ganez, hag e tridint ennout
Ar re a gar da Ano !

13 Te, Aotrou, a vennig an dud just,
Evel gand eur skoed madelezuz o c’hurunez.

Doue da genta e-neus or karet,
or sacha a ra davetañ !